Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
I THESSALONIANS
1 2 3 4 5
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 4
I Th BretonNT 4:1  A-hend-all, breudeur, goude bezañ desket ganeomp e peseurt doare eo ret en em ren evit plijout da Zoue, ni ho ped hag hoc'h ali start en Aotrou Jezuz ma fonnot e kement-se bepred muioc'h-muiañ.
I Th BretonNT 4:2  Rak gouzout a rit peseurt gourc'hemennoù hon eus roet deoc'h a-berzh an Aotrou Jezuz.
I Th BretonNT 4:3  Setu amañ a-dra-sur bolontez Doue: Ra viot santelaet, ra en em diwallot diouzh an hudurniezh,
I Th BretonNT 4:4  ra ouezo pep hini ac'hanoc'h derc'hel e gorf er santelezh hag en onestiz
I Th BretonNT 4:5  hep en em reiñ d'un droukc'hoant fall evel ma ra ar baganed n'anavezont ket Doue,
I Th BretonNT 4:6  ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc'hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc'h.
I Th BretonNT 4:7  Rak Doue n'en deus ket hor galvet d'an dic'hlanded met d'ar santelezh.
I Th BretonNT 4:8  An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.
I Th BretonNT 4:9  E keñver ar garantez etre breudeur, n'hoc'h eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc'h, rak hoc'h-unan hoc'h eus desket digant Doue karout an eil egile,
I Th BretonNT 4:10  ha kement-se eo ivez ar pezh a rit e-keñver an holl vreudeur a zo e Makedonia a-bezh. Met ec'h aliomp ac'hanoc'h, breudeur, da fonnañ e kement-se muioc'h-muiañ,
I Th BretonNT 4:11  da vezañ aketus da vevañ e peoc'h, d'en em reiñ d'hoc'h aferioù hoc'h-unan, da labourat gant ho taouarn hoc'h-unan evel ma hon eus gourc'hemennet deoc'h,
I Th BretonNT 4:12  evit ma en em renot gant onestiz e-keñver ar re a-ziavaez ha ma n'ho po ezhomm eus tra ebet.
I Th BretonNT 4:13  Ha ne fell ket din, breudeur, e viot hep gouzout ar pezh a sell ouzh ar re a zo kousket, evit na viot ket glac'haret evel an dud all ha n'o deus ket esperañs.
I Th BretonNT 4:14  Rak mar kredomp ez eo Jezuz marvet hag adsavet a varv, kredomp ivez e tegaso Doue gantañ ar re a vo kousket e Jezuz.
I Th BretonNT 4:15  Ni a zisklêri deoc'h kement-mañ hervez ger an Aotrou: Ni ar re vev, ar re a vo chomet evit donedigezh an Aotrou, ne ziaraogimp ket ar re a zo kousket.
I Th BretonNT 4:16  Rak an Aotrou e-unan a ziskenno eus an neñv, d'un arouez roet, da vouezh an arc'hael ha da son trompilh Doue, hag ar re a vo marv e Krist a adsavo da vev da gentañ;
I Th BretonNT 4:17  neuze, ni ar re a vo bev hag a vo chomet, e vimp dilamet asambles ganto er goabrennoù, d'en em gavout gant an Aotrou en aer, hag evel-se e vimp atav gant an Aotrou.
I Th BretonNT 4:18  En em frealzit eta an eil egile dre ar gerioù-mañ.