II CORINTHIANS
Chapter 9
II C | BretonNT | 9:2 | rak anavezout a ran ho kred hag e tennan gloar ac'hanoc'h diwar e benn dirak ar Vakedoniz, o vezañ ma'z eo prest Akaia abaoe warlene. Ho kred en deus bountet an niver brasañ. | |
II C | BretonNT | 9:3 | Kaset em eus ar vreudeur evit na vo ket hor gloar ac'hanoc'h en aner e-keñver-se hag evit ma viot prest evel ma em eus lavaret, | |
II C | BretonNT | 9:4 | gant aon, mar deufe Makedoniz ganin, na vefec'h ket kavet prest ha na drofe kement-se d'hor mezh, evit tremen hep lavarout d'hoc'h hini, war an dra-se hon eus tennet gloar anezhi. | |
II C | BretonNT | 9:5 | Rett em eus kavet eta pediñ ar vreudeur da vont a-raok d'ho kavout ha da echuiñ da gempenn al largentez ho poa dija prometet, evit ma vo prest, nann evel frouezh ar bizhoni met evel ul largentez. | |
II C | BretonNT | 9:6 | A-hend-all: An hini a had gant pizhoni a vedo gant pizhoni, hag an hini a had gant fonnder a vedo gant fonnder ivez. | |
II C | BretonNT | 9:7 | Ra roio pep hini hervez ar pezh ma en deus soñjet en e galon, nann gant keuz na dre ret, rak Doue a gar an hini a ro gant levenez. | |
II C | BretonNT | 9:8 | Ha Doue a zo galloudek evit ho leuniañ a bep seurt grasoù, evit, pa ho po e pep amzer hag e pep tra kement a zo ret, ma kreskot en holl oberoù mat, | |
II C | BretonNT | 9:9 | hervez ma'z eo skrivet: Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a chom da virviken. | |
II C | BretonNT | 9:10 | Hogen an hini a ro an had d'an hader ha bara dezhañ da zebriñ, a roio deoc'h hag a gresko deoc'h an had, hag e lakaio da greskiñ frouezh ho reizhder | |
II C | BretonNT | 9:11 | evit ma viot pinvidikaet e pep doare ha ma c'hellot ober pep seurt largentez, a lakaio ac'hanomp da rentañ trugarekadennoù da Zoue. | |
II C | BretonNT | 9:12 | Rak servij ar prof-se a bourvez da ezhommoù ar sent, hag ouzhpenn c'hoazh eo leun a drugarekadennoù a vo rentet da Zoue gant meur a hini. | |
II C | BretonNT | 9:13 | Reiñ a raint eta gloar da Zoue evit ar sentidigezh a ziskouezoc'h e-keñver Aviel Krist dre brouenn ar sikour-se hag evit gwirionded ho tonezon en o c'heñver hag e-keñver an holl. | |
II C | BretonNT | 9:14 | Pediñ a reont evidoc'h, o karout ac'hanoc'h kalz abalamour d'ar c'hras c'hwek en deus graet Doue deoc'h. | |