Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
TITUS
1 2 3
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 1
Titu BretonNT 1:1  Paol, servijer Doue hag abostol Jezuz-Krist evit feiz ar re zibabet gant Doue hag evit anaoudegezh ar wirionez a zo hervez doujañs-Doue,
Titu BretonNT 1:2  en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c'hell ket gaouiadiñ,
Titu BretonNT 1:3  hag en deus diskuliet en amzer merket gantañ dre e c'her, am eus bet ar garg da brezeg hervez urzh Doue hor Salver,
Titu BretonNT 1:4  da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!
Titu BretonNT 1:5  Da lezet em eus e Kreta evit ma'c'h urzhiati ar pezh a chom da reizhañ ha ma tiazezi henaourien e pep kêr, hervez ma em eus gourc'hemennet dit,
Titu BretonNT 1:6  mar en em gav unan bennak eno hag a vefe divlam, dimezet d'ur wreg hepken, o kaout bugale feal na vefent ket tamallet a ziroll nag a zisentidigezh.
Titu BretonNT 1:7  Rak ret eo e vefe an eskob didamall evel merour aferioù Doue, ha ne vefe nag ourgouilhus, na taer, na techet d'ar gwin, na feuls, na douget da ur gounid dizonest,
Titu BretonNT 1:8  met er c'hontrol, degemerus, o karout an dud vat, diazez, reizh, santel, habask,
Titu BretonNT 1:9  stag ouzh ar wir gredenn a dle bezañ kelennet, evit ma vefe gouest da aliañ hervez ar gelennadurezh santel ha da gendrec'hiñ ar re a stourm outi.
Titu BretonNT 1:10  Bez' ez eus a dra sur, dreist-holl e-touez an amdroc'hidi, kalz a dud direizh, lavarerien aner ha touellerien.
Titu BretonNT 1:11  Ret eo serriñ o genoù dezho. Diskar a reont tiegezhioù a-bezh, en ur gelenn evit ur gounid mezhus ar pezh na zere ket.
Titu BretonNT 1:12  Unan bennak anezho, o frofed o-unan, en deus lavaret: Ar Gretiz a zo bepred gaouiat, loened fall, kofoù didalvez.
Titu BretonNT 1:13  An testeni-mañ a zo gwir. Abalamour da gement-se, kroz dezho garv, evit ma teuint santel er feiz,
Titu BretonNT 1:14  ha ma n'en em stagint ket ouzh mojennoù ar Yuzevien nag ouzh gourc'hemennoù tud a zro kein d'ar wirionez.
Titu BretonNT 1:15  Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n'eus netra glan evit ar re zic'hlan hag evit ar re zifeiz, er c'hontrol, o skiant hag o c'houstiañs a zo huduraet.
Titu BretonNT 1:16  Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac'h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.