Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
HEBREWS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 4
Hebr BretonNT 4:1  Hor bezet aon eta, pa'z eo bet lezet ganeomp ur bromesa d'antreal en e ziskuizh, n'en defe unan bennak ac'hanoc'h diskouezet bezañ he dilezet.
Hebr BretonNT 4:2  Rak ar c'heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n'eo ket bet talvoudus dezho rak n'eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet.
Hebr BretonNT 4:3  Evidomp-ni hon eus kredet, ec'h antreomp en diskuizh, hervez ar pezh en deus lavaret: Evel ma em eus touet em c'hounnar, n'antreint ket em diskuizh. Koulskoude e oberoù a oa peurc'hraet abaoe krouidigezh ar bed.
Hebr BretonNT 4:4  Rak en deus komzet evel-se en ul lec'h bennak diwar-benn ar seizhvet devezh: Doue en em ziskuizhas ar seizhvet devezh eus e holl oberoù.
Hebr BretonNT 4:6  Pa'z eo gwir eta ec'h antreo hiniennoù e-barzh, ha pa n'eo ket antreet ar re a oa bet graet dezho da gentañ ar bromesa abalamour d'o diskredoni,
Hebr BretonNT 4:7  Doue a verk a-nevez un devezh dre ar ger-mañ: Hiziv, o lavarout dre Zavid ken pell goude, evel ma'z eo lavaret uheloc'h: Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoù.
Hebr BretonNT 4:8  Rak m'en dije Jozue o c'haset en diskuizh, ne gomzje ket goude-se eus un devezh all.
Hebr BretonNT 4:9  Chom a ra eta un diskuizh a sabad evit pobl Doue.
Hebr BretonNT 4:10  Rak an hini a zo antreet en e ziskuizh en em ziskuizh eus e oberoù, evel ma reas Doue eus e re.
Hebr BretonNT 4:11  En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni.
Hebr BretonNT 4:12  Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc'h eget kleze a zaou droc'h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon.
Hebr BretonNT 4:13  N'eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.
Hebr BretonNT 4:14  Peogwir eta hon eus ur beleg meur en deus treuzet an neñv, Jezuz Mab Doue, dalc'homp start hon anzavadenn a feiz.
Hebr BretonNT 4:15  Rak n'hon eus ket ur beleg-meur na c'hellfe ket kaout truez d'hon dinerzhded, er c'hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec'hiñ.
Hebr BretonNT 4:16  Tostaomp eta gant fiziañs ouzh tron ar c'hras, evit kaout trugarez ha kavout gras, hag evit bezañ sikouret en amzer dereat.