I CORINTHIANS
Chapter 8
I Co | BretonNT | 8:1 | E-keñver an traoù aberzhet d'an idoloù, gouzout a reomp hon eus holl anaoudegezh. An anaoudegezh a c'hwez, met ar garantez a sav. | |
I Co | BretonNT | 8:2 | Mar soñj unan bennak gouzout un dra bennak, ne oar c'hoazh netra evel ma tleer gouzout. | |
I Co | BretonNT | 8:4 | Dre-se eta, evit ar pezh a sell debriñ traoù aberzhet d'an idoloù, ec'h ouzomp penaos un idol n'eo netra er bed ha penaos n'eus nemet un Doue hepken. | |
I Co | BretonNT | 8:5 | Rak petra bennak ma ez eus, en neñv pe war an douar, reoù hag a zo anvet doueed, evel ma ez eus meur a zoue ha meur a aotrou, | |
I Co | BretonNT | 8:6 | koulskoude ni n'hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ. | |
I Co | BretonNT | 8:7 | Met an holl n'o deus ket an anaoudegezh-se. Rak hiniennoù, hervez ar gredenn o deus bremañ c'hoazh eus an idol, a zebr an traoù evel bet aberzhet d'an idoloù, hag o c'houstiañs, o vezañ dinerzh, a zo saotret a gement-se. | |
I Co | BretonNT | 8:8 | N'eo ket ur boued hol laka da vezañ plijus da Zoue. Rak ma tebromp, ne zeu talvoudegezh ebet deomp a-se, ha ma ne zebromp ket, n'hor bo koll ebet a gement-se. | |
I Co | BretonNT | 8:9 | Lakait evezh koulskoude na zeufe ar frankiz hoc'h eus da vezañ ur maen-kouezh evit ar re zinerzh. | |
I Co | BretonNT | 8:10 | Rak mar gwel unan bennak ac'hanout, te hag ac'h eus anaoudegezh, azezet ouzh taol e templ an idoloù, ha ne vo ket ivez douget an hini a zo dinerzh e goustiañs da zebriñ eus an traoù a zo aberzhet d'an idoloù? | |
I Co | BretonNT | 8:12 | Evel-se, o pec'hiñ a-enep ar vreudeur hag o c'hloazañ o c'houstiañs dinerzh, e pec'hit a-enep Krist. | |