I CORINTHIANS
Chapter 10
I Co | BretonNT | 10:1 | Breudeur, ne fell ket din e vefec'h hep gouzout eo bet hon tadoù holl dindan ar goabrenn, o deus tremenet holl a-dreuz ar mor, | |
I Co | BretonNT | 10:4 | hag o deus evet holl eus an hevelep evaj speredel, rak evañ a raent eus ar roc'h speredel a heulie anezho, hag ar roc'h-se a oa Krist. | |
I Co | BretonNT | 10:5 | Met Doue ne gavas ket e blijadur e darn vuiañ anezho rak kouezhañ a rejont el lec'h distro. | |
I Co | BretonNT | 10:6 | Hag an traoù-se a zo c'hoarvezet evit servijañ da skouer deomp, evit na c'hoantaimp ket traoù fall evel ma c'hoantajont-int. | |
I Co | BretonNT | 10:7 | Na zeuit ket da vezañ idolourien evel ma voe hiniennoù anezho, hervez ma'z eo skrivet: Ar bobl a azezas da zebriñ ha da evañ, ha goude e savjont d'en em laouenaat. | |
I Co | BretonNT | 10:8 | Na reomp ket a hudurniezh evel ma reas traoù hudur hiniennoù anezho, hag e kouezhas tri mil warn-ugent anezho en hevelep devezh. | |
I Co | BretonNT | 10:9 | Na demptomp ket Krist evel ma reas hiniennoù anezho hag a voe kaset da goll gant an naered. | |
I Co | BretonNT | 10:10 | Na c'hrozmolit ket evel ma c'hrozmolas hiniennoù anezho hag a voe lazhet gant an distrujer. | |
I Co | BretonNT | 10:11 | An holl draoù-se a c'hoarvezas ganto evit servijañ da skouer, hag int bet skrivet evit hon deskadurezh, deomp-ni hag a zo deuet d'an amzerioù diwezhañ. | |
I Co | BretonNT | 10:13 | Temptadur ebet n'eo deuet deoc'h ha na vefe ket kumun d'an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d'ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c'hellot e c'houzañv. | |
I Co | BretonNT | 10:16 | An hanaf a vennozh a vennigomp, ha n'eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp, ha n'eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist? | |
I Co | BretonNT | 10:17 | Evel ma ez eus ur bara hepken, ni evidomp da vezañ kalz n'omp nemet ur c'horf hepken, rak holl hon eus lod en hevelep bara. | |
I Co | BretonNT | 10:18 | Sellit ouzh Israel hervez ar c'hig. Ar re a zebr aberzhoù, ha n'o deus ket kenunvaniezh gant an aoter? | |
I Co | BretonNT | 10:19 | Petra a lavaran eta? Ez eo an idol un dra bennak? Pe ez eo ar pezh a zo aberzhet d'an idol un dra bennak. | |
I Co | BretonNT | 10:20 | Met e lavaran penaos ar pezh a vez aberzhet gant ar baganed, en aberzhont d'an diaouled ha nann da Zoue. Ha ne fell ket din ho pefe kenunvaniezh gant an diaouled. | |
I Co | BretonNT | 10:21 | Ne c'hellit ket evañ hanaf an Aotrou hag hanaf an diaouled. Ne c'hellit ket kemer lod ouzh taol an Aotrou hag ouzh taol an diaouled. | |
I Co | BretonNT | 10:23 | Pep tra a zo aotreet din, met pep tra n'eo ket talvoudus. Pep tra a zo aotreet din, met pep tra ne genteilh ket. | |
I Co | BretonNT | 10:25 | Debrit eus kement a werzher er gigerezh hep ober goulenn ebet en abeg d'ar goustiañs, | |
I Co | BretonNT | 10:27 | Mar ped un den difeiz ac'hanoc'h, ha mar fell deoc'h mont gantañ, debrit eus ar pezh a vo lakaet dirazoc'h, hep goulenn netra en abeg d'ar goustiañs. | |
I Co | BretonNT | 10:28 | Met mar lavar unan bennak deoc'h: An dra-mañ a zo bet aberzhet d'an idoloù, na zebrit ket abalamour d'an hini en deus roet deoc'h an ali-se hag en abeg d'ar goustiañs, rak: D'an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennañ. | |
I Co | BretonNT | 10:29 | Met ar goustiañs a lavaran n'eo ket da hini met koustiañs egile. Rak abalamour da betra e vefe barnet va frankiz gant koustiañs unan all? | |
I Co | BretonNT | 10:30 | Mar debran en ur drugarekaat, perak e vefen tamallet evit un dra a drugarekaan evitañ? | |
I Co | BretonNT | 10:31 | Pe eta e tebrit, pe ec'h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue. | |
I Co | BretonNT | 10:32 | Na roit ket da gavout tamall, na d'ar Yuzevien, na d'ar C'hresianed, na da Iliz Doue, | |