I CORINTHIANS
Chapter 14
I Co | BretonNT | 14:1 | Klaskit ar garantez. C'hoantait gant gred an donezonoù speredel, met dreist-holl ar brofediezh. | |
I Co | BretonNT | 14:2 | Rak an hini a gomz e yezh ne gomz ket ouzh an dud met ouzh Doue, ha ne intent den anezhañ met e lavar misterioù e spered. | |
I Co | BretonNT | 14:4 | An hini a gomz e yezh a genteilh e-unan, met an hini a brofed a genteilh an Iliz. | |
I Co | BretonNT | 14:5 | Me a garfe eta e komzfec'h holl e yezhoù, met dreist-holl e profedfec'h. An hini a brofed a zo brasoc'h eget an hini a gomz e yezhoù, nemet e jubennfe evit ma vefe an Iliz kenteliet a gement-se. | |
I Co | BretonNT | 14:6 | Evel-se, breudeur, mar deufen en ho touez o komz e yezhoù, eus peseurt talvoudegezh e vefen deoc'h, ma ne gomzfen ket ouzhoc'h dre ziskuliadur, pe dre c'houiziegezh, pe dre brofediezh, pe dre gelennadurezh? | |
I Co | BretonNT | 14:7 | Ma ne zeu ket an traoù divuhez a ra ur son, evel ar fleüt pe an delenn, da reiñ sonioù disheñvel, penaos ec'h anavezot ar pezh a zo c'hoariet gant ar fleüt pe gant an delenn? | |
I Co | BretonNT | 14:9 | Evel-se c'hwi ivez, mar distagit gant ho teod gerioù ha ne c'hell den o c'hompren, penaos e c'hello an dud gouzout ar pezh hoc'h eus da lavarout? Rak komz a reot en aer. | |
I Co | BretonNT | 14:10 | Pegement a c'herioù a zo er bed evit gwir, ha n' eus hini anezho ha n'en defe ket ur ster. | |
I Co | BretonNT | 14:11 | Ma n'ouzon ket eta ster ar gerioù, e vin ur barbar evit an hini a gomz, hag an hini a gomz a vo ur barbar evidon. | |
I Co | BretonNT | 14:12 | Evel-se c'hwi ivez, pa c'hoantait gant gred an donezonoù speredel, klaskit kenteliañ an Iliz evit kaout a-fonn anezho. | |
I Co | BretonNT | 14:15 | Petra eta a zo d'ober? Pediñ a rin dre ar spered, met pediñ a rin ivez dre ar skiant. Kanañ a rin dre ar spered, met kanañ a rin ivez dre ar skiant. | |
I Co | BretonNT | 14:16 | Anez, mar bennigez er spered, penaos e c'hello an hini a zo e renk ar selaouerien eeun respont: Amen, da'z pedenn a drugarez, pa ne oar ket petra a lavarez? | |
I Co | BretonNT | 14:17 | Gwir eo ez eo mat-kenañ da bedennoù a drugarez, met ar re all n'int ket kenteliet. | |
I Co | BretonNT | 14:19 | met gwelloc'h eo ganin lavarout en Iliz pemp ger dre va skiant evit kelenn ar re all, eget lavarout dek mil ger e yezh. | |
I Co | BretonNT | 14:20 | Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c'hraet. | |
I Co | BretonNT | 14:21 | Skrivet eo el lezenn: Komz a rin d'ar bobl-mañ dre dud eus ur yezh all ha dre vuzelloù estren, ha koulskoude ne selaouint ket ac'hanon, eme an Aotrou. | |
I Co | BretonNT | 14:22 | Dre-se ar yezhoù a zo ur sin, nann evit ar gredourien, met evit ar re ziskredik. Ar brofediezh avat a zo ur sin, nann evit ar re ziskredik, met evit ar gredourien. | |
I Co | BretonNT | 14:23 | Mar d-eo eta emvodet an Iliz a-bezh ha ma komz an holl e yezhoù, mar deu eno selaouerien eeun pe tud diskredik, ha ne lavarint ket hoc'h eus kollet ho skiant? | |
I Co | BretonNT | 14:24 | Met ma profed an holl ha mar deu un den diskredik pe ur selaouer eeun, e vo kendrec'het gant an holl, e vo barnet gant an holl, | |
I Co | BretonNT | 14:25 | hag evel-se traoù kuzhet e galon a vo disklêriet hag, o kouezhañ d'an douar, ec'h azeulo Doue hag ec'h embanno emañ e gwirionez Doue en ho touez. | |
I Co | BretonNT | 14:26 | Petra eta a zo d'ober, breudeur? Pa en em vodit, pep hini ac'hanoc'h ha bez' en deus ur c'hantik, ur gelennadurezh, ur yezh, un diskuliadur, ur jubennadur? Ra vo graet pep tra evit kenteliañ. | |
I Co | BretonNT | 14:27 | Mar komz lod e yezh, ra ne vo nemet daou pe dri d'ar muiañ ha pep hini d'e dro, ha ra vo unan evit jubenniñ. | |
I Co | BretonNT | 14:28 | Ma n'eus den evit reiñ ar jubennadur, ra en em davo ar re-mañ en Iliz ha ra gomzo outo o-unan hag ouzh Doue. | |
I Co | BretonNT | 14:30 | Ha mar en deus unan all eus ar re a zo eno un diskuliadur, ra davo an hini kentañ. | |
I Co | BretonNT | 14:31 | Rak holl e c'hellit profediñ an eil goude egile, da zeskiñ an holl ha da atizañ an holl. | |
I Co | BretonNT | 14:34 | Ra davo ho kwragez en Ilizoù, abalamour ma n'eo ket aotreet dezho komz, met ra vint sentus hervez ma lavar ivez al lezenn. | |
I Co | BretonNT | 14:35 | Mar fell dezho en em gelenn war un dra bennak, ra c'houlennint digant o ezhec'h er gêr, rak mezhus eo d'ar gwragez komz en Iliz. | |
I Co | BretonNT | 14:36 | Ha bez' eo ac'hanoc'h-c'hwi eo deuet ger Doue? Pe ha n'eo deuet nemet deoc'h-c'hwi hoc'h-unan? | |
I Co | BretonNT | 14:37 | Mar kred unan bennak bezañ profed pe speredel, ra anavezo ez eo gourc'hemennoù an Aotrou an traoù a skrivan deoc'h. | |
I Co | BretonNT | 14:39 | Evel-se, breudeur, c'hoantait gant gred ar brofediezh ha na harzit ket da gomz e yezhoù. | |