I CORINTHIANS
Chapter 16
I Co | BretonNT | 16:1 | E keñver ar gest evit ar sent, grit evel ma em eus gourc'hemennet da Ilizoù Galatia. | |
I Co | BretonNT | 16:2 | Pep deiz kentañ eus ar sizhun, ra lakaio a-du pep hini ac'hanoc'h en e di un dra bennak, o tastum ar pezh a c'hello hervez e c'hounid, evit na c'hortozor ket ken ma vin erru evit ober ar c'hestoù. | |
I Co | BretonNT | 16:3 | Ha pa vin erruet, e kasin gant lizheroù ar re ho po dibabet evit mont gant ho aluzenoù da Jeruzalem. | |
I Co | BretonNT | 16:5 | Mont a rin d'ho kavout goude ma em bo tremenet dre Vakedonia, rak tremen a rin dre Vakedonia. | |
I Co | BretonNT | 16:6 | Marteze e chomin un nebeud amzer ganeoc'h pe zoken e tremenin ar goañv, evit bezañ ambrouget ganeoc'h el lec'h bennak ma'z in. | |
I Co | BretonNT | 16:7 | Rak ne fell ket din ho kwelout ar wech-mañ en ur dremen, met ec'h esperan e chomin ganeoc'h un nebeud amzer, mar plij gant Doue. | |
I Co | BretonNT | 16:9 | rak un nor vras a zo digor din gant esperañs a c'hounid, met kalz a enebourien a zo eno. | |
I Co | BretonNT | 16:10 | Mar deu Timote, lakait evezh ma vo hep aon en ho touez, rak labourat a ra da oberenn an Aotrou eveldon va-unan. | |
I Co | BretonNT | 16:11 | Ra ne zisprizo den eta anezhañ, met ambrougit anezhañ e peoc'h evit ma teuio da'm c'havout, rak gortoz a ran anezhañ gant ar vreudeur. | |
I Co | BretonNT | 16:12 | E-keñver ar breur Apolloz, e bedet em eus start da vont d'ho kavout gant ar vreudeur, met n'eo ket bet fellet dezhañ a-greñv mont bremañ. Koulskoude ez aio pa gavo tu. | |
I Co | BretonNT | 16:15 | Ho pediñ a ran, breudeur, anavezout a rit tiegezh Stefanaz, gouzout a rit ez int ar c'hentañ frouezh eus Akaia hag ez int en em roet da servij ar sent, | |
I Co | BretonNT | 16:16 | bezit sentus ouzh ar seurt tud-se hag ouzh ar re holl a labour hag a gemer poan. | |
I Co | BretonNT | 16:17 | En em laouenaat a ran ma'z eo deuet Stefanaz, Fortunatuz hag Akaikuz, rak lec'hiet o deus en hoc'h ezvezañs, | |
I Co | BretonNT | 16:18 | kreñvaet o deus va spered hag hoc'h hini. Bezit eta leun a zoujañs evit ar seurt tud-se. | |
I Co | BretonNT | 16:19 | Ilizoù Azia a salud ac'hanoc'h. Akilaz ha Prisilha, gant an Iliz a zo en o zi, a salud kalz ac'hanoc'h en Aotrou. | |
I Co | BretonNT | 16:20 | An holl vreudeur a salud ac'hanoc'h. En em saludit an eil egile dre ur pok santel. | |
I Co | BretonNT | 16:22 | Ma ez eus unan bennak na gar ket an Aotrou Jezuz-Krist, ra vo milliget! Maranata! (= dont a ra an Aotrou!) | |