I CORINTHIANS
Chapter 6
I Co | BretonNT | 6:1 | P'en deus unan bennak ac'hanoc'h ur c'hroz bennak a-enep unan all, ha krediñ a ra e c'hervel e barnedigezh dirak ar re zifeiz kentoc'h eget dirak ar sent? | |
I Co | BretonNT | 6:2 | Ha n'ouzoc'h ket penaos ar sent a varno ar bed? Ha mar d-eo barnet ar bed ganeoc'h, ha dizellezek oc'h da varn traoù disteroc'h? | |
I Co | BretonNT | 6:3 | Ha n'ouzoc'h ket penaos e varnimp an aeled? Ha pegement muioc'h traoù ar vuhez-mañ? | |
I Co | BretonNT | 6:4 | Pa hoc'h eus prosezioù evit traoù ar vuhez-mañ, e kemerit evit barnerien ar re n'eo ket graet van anezho en Iliz? | |
I Co | BretonNT | 6:5 | Evit ho mezh en lavaran deoc'h. Ha n'eus ket eta un den fur en ho touez, hini ebet hag a c'hellfe barn etre e vreudeur? | |
I Co | BretonNT | 6:6 | Met ur breur en deus ur prosez gant ur breur all, ha kement-se dirak ar re zifeiz! | |
I Co | BretonNT | 6:7 | Kaout prosezioù an eil a-enep egile a zo dija ur gwall si en ho touez. Perak ne c'houzañvit ket kentoc'h un dislealded bennak? Perak ne c'houzañvit ket kentoc'h ur c'holl? | |
I Co | BretonNT | 6:9 | Ha n'ouzoc'h ket penaos an dud direizh n'o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh? Arabat deoc'h en em dromplañ, nag ar re hudur, nag an idolourien, nag an avoultrerien, nag ar sodomiz, nag ar skilbaotred, | |
I Co | BretonNT | 6:10 | nag al laeron, nag ar re wallc'hoantek, nag ar vezvierien, nag an droukkomzerien, nag ar skraperien, n'o devo rouantelezh Doue da hêrezh. | |
I Co | BretonNT | 6:11 | Hag evel-se e oa hiniennoù ac'hanoc'h. Met gwalc'het oc'h bet, met santelaet oc'h bet, met reishaet oc'h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue. | |
I Co | BretonNT | 6:12 | An holl draoù a zo aotreet din, met n'int ket holl talvoudus. An holl draoù a zo aotreet din, met n'en em lakain sklavour dindan hini. | |
I Co | BretonNT | 6:13 | Ar boued a zo evit ar c'hof hag ar c'hof evit ar boued, met Doue a zistrujo an eil hag egile. Hogen ar c'horf n'eo ket evit an hudurniezh met evit an Aotrou, hag an Aotrou evit ar c'horf. | |
I Co | BretonNT | 6:14 | Ha Doue en deus adsavet an Aotrou a varv hag hon adsavo ivez a varv dre e c'halloud. | |
I Co | BretonNT | 6:15 | Ha n'ouzoc'h ket ez eo ho korfoù izili Krist? Ha kemer a rin eta izili Krist evit ober anezho izili ur c'hast? N'eo ket! | |
I Co | BretonNT | 6:16 | Ha n'ouzoc'h ket penaos an hini en em unan gant ur c'hast a zo un hevelep korf ganti? Rak lavaret eo: An daou a zeuio da vezañ ur c'hig hepken. | |
I Co | BretonNT | 6:18 | Tec'hit diouzh an hudurniezh. Kement pec'hed a ra un den a zo er-maez eus ar c'horf, met an hini a ra hudurniezh a bec'h a-enep e gorf e-unan. | |
I Co | BretonNT | 6:19 | Ha n'ouzoc'h ket ez eo ho korf templ ar Spered-Santel a zo ennoc'h, hag a zo bet roet deoc'h gant Doue? N'oc'h ket deoc'h hoc'h-unan, | |