I CORINTHIANS
Chapter 7
I Co | BretonNT | 7:1 | Diwar-benn an traoù hoc'h eus skrivet din, mat eo d'an den chom hep stekiñ ouzh gwreg ebet. | |
I Co | BretonNT | 7:2 | Met abalamour d'an hudurniezh, ra en devo pep den e wreg ha pep gwreg hec'h ozhac'h. | |
I Co | BretonNT | 7:3 | Ra roio an ozhac'h d'e wreg ar pezh a dle dezhi ha ra roio an hevelep tra ar wreg d'hec'h ozhac'h. | |
I Co | BretonNT | 7:4 | Ar wreg n'eo ket mestr war he c'horf hec'h-unan, met an ozhac'h eo. En hevelep doare ivez an ozhac'h n'eo ket mestr war e gorf e-unan, met ar wreg eo. | |
I Co | BretonNT | 7:5 | N'en em dremenit ket an eil eus egile, nemet dre un asant graet etrezoc'h evit ur pennad, evit en em reiñ d'ar yun ha d'ar bedenn. Ha goude distroit asambles, gant aon na zeufe Satan d'ho temptañ dre ho tiouer a vestroni. | |
I Co | BretonNT | 7:7 | Rak me a garfe e vefe an holl eveldon me-unan, met pep hini en deus resevet eus Doue e zonezon e-unan, unan en un doare hag egile en un doare all. | |
I Co | BretonNT | 7:8 | Met e lavaran d'ar re n'int ket dimezet ha d'an intañvezed ez eo mat dezho chom evel ma'z on. | |
I Co | BretonNT | 7:9 | Koulskoude, ma n'o deus ket mestroni warno o-unan, ra zimezint, rak gwelloc'h eo dimeziñ eget deviñ. | |
I Co | BretonNT | 7:10 | D'ar re a zo dimezet e c'hourc'hemennan, n'eo ket me met an Aotrou, ra ne vo ket dispartiet ar wreg diouzh hec'h ozhac'h, | |
I Co | BretonNT | 7:11 | ha mar d-eo dispartiet, ra chomo hep addimeziñ pe ra zistroio gant hec'h ozhac'h, hag an ozhac'h ra ne zilezo ket e wreg. | |
I Co | BretonNT | 7:12 | D'ar re all e lavaran, me ha nann an Aotrou, mar en deus ur breur bennak ur wreg difeiz hag a c'hoantafe chom gantañ, ra ne guitaio ket anezhi, | |
I Co | BretonNT | 7:13 | ha mar he deus ur wreg bennak un ozhac'h difeiz hag a c'hoantafe chom ganti, ra ne guitaio ket anezhañ. | |
I Co | BretonNT | 7:14 | Rak an ozhac'h difeiz a zo santelaet gant ar wreg hag ar wreg difeiz a zo santelaet gant an ozhac'h, anez da-se ho pugale a vije dic'hlan, e-lec'h bremañ ez int santel. | |
I Co | BretonNT | 7:15 | Mar en em zisparti an hini difeiz, ra vo dispartiet, ar breur pe ar c'hoar n'int ket dalc'het neuze. Met Doue en deus hor galvet d'ar peoc'h. | |
I Co | BretonNT | 7:16 | Rak ha gouzout a rez, gwreg, hag e salvi da ozhac'h? Pe ha gouzout a rez, ozhac'h, hag e salvi da wreg? | |
I Co | BretonNT | 7:17 | A-hend-all, ra gerzho pep hini hervez ar pezh en deus an Aotrou roet dezhañ hag hervez ar galv en deus resevet digant Doue. Setu ar pezh a c'hourc'hemennan en holl Ilizoù. | |
I Co | BretonNT | 7:18 | Unan bennak ha galvet eo bet amdroc'het? Ra chomo amdroc'het. Unan bennak ha galvet eo bet diamdroc'h? Ra ne zeuio ket da vezañ amdroc'het. | |
I Co | BretonNT | 7:19 | An amdroc'h n'eo netra hag an diamdroc'h n'eo netra, met miridigezh gourc'hemennoù Doue eo an holl draoù. | |
I Co | BretonNT | 7:21 | Ha galvet out bet pa oas sklav? N'en em nec'h ket a gement-se, met mar gellez dont da vezañ frank, tenn kentoc'h da vad. | |
I Co | BretonNT | 7:22 | Rak an hini a oa bet galvet en Aotrou pa oa sklav a zo frankiziad an Aotrou. En hevelep doare an hini a oa bet galvet pa oa frank a zo sklavour Krist. | |
I Co | BretonNT | 7:23 | Ur priz a zo bet paeet evit ho tasprenadur, na zeuit ket da vezañ sklavourien an dud. | |
I Co | BretonNT | 7:25 | Diwar-benn ar gwerc'hezed, n'em eus gourc'hemenn ebet a-berzh an Aotrou, met reiñ a ran un ali evel un den hag en deus bet lod e trugarez an Aotrou evit bezañ feal dezhañ. | |
I Co | BretonNT | 7:26 | Krediñ a ran eta, abalamour d'ar glac'haroù a-vremañ, ez eo un dra vat d'ar gwaz chom evel ma'z emañ. | |
I Co | BretonNT | 7:27 | Hag ereet out gant ur wreg? Na glask ket en em zizeren. Ha n'out ket ereet gant ur wreg? Na glask gwreg ebet. | |
I Co | BretonNT | 7:28 | Mar dimezez ne bec'hez ket, mar dimez ar werc'hez, ne be'ch ket. Met an dud-se o devo glac'haroù er c'hig ha fellout a rafe din o espern deoc'h. | |
I Co | BretonNT | 7:29 | Setu ar pezh a lavaran, breudeur, an amzer a zo berr a-vremañ. Ar re o deus ur wreg ra vint evel pa n'o defe ket, | |
I Co | BretonNT | 7:30 | ar re a ouel evel pa ne ouelfent ket, ar re a zo el levenez evel pa ne vefent ket, ar re a bren evel pa n'o defe netra, | |
I Co | BretonNT | 7:31 | ar re a zo oc'h ober gant ar bed evel pa ne rafent ket, rak skeudenn ar bed-mañ a dremen. | |
I Co | BretonNT | 7:32 | Ha me a garfe e vefec'h hep nec'hamant. An hini n'eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit plijout d'an Aotrou, | |
I Co | BretonNT | 7:34 | Un diforc'h a zo etre ar wreg dimezet hag ar werc'hez, an hini n'eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit bezañ santel a gorf hag a spered, met an hini a zo dimezet en em ro da draoù ar bed evit plijout d'hec'h ozhac'h. | |
I Co | BretonNT | 7:35 | Lavarout a ran kement-mañ evit ho mad, n'eo ket evit stegnañ ur pech deoc'h, met evit ho tougen d'ar pezh a zo dereat ha ma c'hellot servijañ an Aotrou hep harz ebet. | |
I Co | BretonNT | 7:36 | Met mar kred unan bennak e vefe un dismegañs evit e verc'h tremen fleur hec'h oad hep bezañ dimezet hag e vefe ret he dimeziñ, ra raio evel ma fello dezhañ, ne bec'ho ket. Ra zimezo ar merc'hed. | |
I Co | BretonNT | 7:37 | Met an hini a chom start en e galon, an hini n'eo ket rediet met a zo er c'hontrol mestr eus e volontez, an hini en deus soñjet en e galon mirout e verc'h gwerc'h, a ra mat. | |
I Co | BretonNT | 7:38 | Evel-se, an hini a zimez anezhi a ra mat, hag an hini n'he dimez ket a ra gwelloc'h. | |
I Co | BretonNT | 7:39 | Ur wreg a zo ereet dre al lezenn e-pad ma'z emañ hec'h ozhac'h o vevañ. Met ma varv hec'h ozhac'h, frank eo da zimeziñ gant an neb a fell dezhi, nemet ra vo en Aotrou. | |