I CORINTHIANS
Chapter 2
I Co | BretonNT | 2:1 | Pa'z on deuet d'ho kavout, breudeur, n'on ket deuet gant komzou pe gant furnez vras evit disklêriañ deoc'h testeni Doue. | |
I Co | BretonNT | 2:2 | Rak ne'm eus ket soñjet e tleen anavezout tra all en ho touez nemet Jezuz-Krist, ha Jezuz-Krist staget ouzh ar groaz. | |
I Co | BretonNT | 2:4 | Va c'homz ha va frezegenn n'int ket bet dalc'het e lavarioù fromus furnez an den, met en un diskouezadur a Spered hag a c'halloud, | |
I Co | BretonNT | 2:6 | Hag e prezegomp ur furnez e-touez ar re zivlam, ur furnez ha n'eo ket eus ar bed-mañ, nag eus renerien ar bed-mañ hag a zeu da vezañ hep galloud, | |
I Co | BretonNT | 2:7 | prezeg a reomp furnez Doue en ur mister, ur furnez hag a oa bet kuzhet hag a oa bet ragaozet gant Doue a-raok ar c'hantvedoù evit hor gloar, | |
I Co | BretonNT | 2:8 | ha n'eo bet anavezet gant hini ebet eus renerien ar bed-mañ, rak mar o defe he anavezet, n'o defe ket kroazstaget an Aotrou a c'hloar. | |
I Co | BretonNT | 2:9 | Met evel ma'z eo skrivet: Bez' int traoù n'en deus ket lagad an den gwelet, na skouarn an den klevet, ha n'int ket pignet e kalon an den, traoù en deus Doue kempennet evit ar re a gar anezhañ. | |
I Co | BretonNT | 2:10 | Doue en deus o diskuliet deomp dre e Spered. Rak ar Spered a furch an holl draoù, zoken donderioù Doue. | |
I Co | BretonNT | 2:11 | Rak piv e-touez an dud a anavez traoù an den, nemet spered an den a zo ennañ? Evel-se ivez den n'anavez traoù Doue, nemet Spered Doue. | |
I Co | BretonNT | 2:12 | Hogen ni, n'hon eus ket resevet spered ar bed, met ar Spered a zeu eus Doue, evit ma anavezimp an traoù a zo bet roet deomp gant Doue dre c'hras. | |
I Co | BretonNT | 2:13 | Ha komz a reomp diwar o fenn, nann gant al lavarioù a zesk furnez an dud, met gant ar re a zesk ar Spered-Santel, o tisplegañ traoù speredel d'ar re a zo speredel. | |
I Co | BretonNT | 2:14 | Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c'hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho. | |