I CORINTHIANS
Chapter 1
I Co | BretonNT | 1:1 | Paol, galvet da vezañ abostol eus Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Sosten, | |
I Co | BretonNT | 1:2 | da Iliz Doue a zo e Korint, d'ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c'halv e pelec'h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini: | |
I Co | BretonNT | 1:3 | Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist! | |
I Co | BretonNT | 1:4 | Trugarekaat a ran va Doue dalc'hmat evidoc'h, abalamour d'ar c'hras en deus Doue roet deoc'h e Jezuz-Krist, | |
I Co | BretonNT | 1:5 | dre ma'z oc'h bet pinvidikaet ennañ e pep doare, e kement a sell ouzh ar gomz hag ouzh an anaoudegezh, | |
I Co | BretonNT | 1:7 | en hevelep doare ma ne vank donezon ebet deoc'h-c'hwi hag a c'hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist. | |
I Co | BretonNT | 1:8 | Ho kreñvaat a raio ivez betek ar fin, evit ma viot divlam e deiz hon Aotrou Jezuz-Krist. | |
I Co | BretonNT | 1:9 | Doue a zo feal, drezañ oc'h bet galvet da genunvaniezh e Vab Jezuz-Krist hon Aotrou. | |
I Co | BretonNT | 1:10 | Ho pediñ a ran, breudeur, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist, da zerc'hel holl an hevelep komzoù ha da ziwall na vefe ket a zizunvaniezh etrezoc'h, met da vezañ unanet en un hevelep soñj hag en un hevelep mennozh. | |
I Co | BretonNT | 1:11 | Rak diwar ho penn, va breudeur, roet eo bet din da anavezout gant ar re eus ti Kloe ez eus tabutoù en ho touez. | |
I Co | BretonNT | 1:12 | Fellout a ra din lavarout penaos, en ho touez, pep hini a lavar: Me a zo da Baol! Ha me da Apolloz! Ha me da Gefaz! Ha me da Grist! | |
I Co | BretonNT | 1:13 | Krist, ha lodennet eo? Paol, ha kroazstaget eo bet evidoc'h? Pe badezet oc'h bet en anv Paol? | |
I Co | BretonNT | 1:14 | Trugarekaat a ran Doue abalamour ma ne'm eus badezet hini ac'hanoc'h, nemet Krispuz ha Gaiuz, | |
I Co | BretonNT | 1:16 | Badezet em eus c'hoazh tiegezh Stefanaz. Met a-hend-all, n'ouzon ket hag em befe badezet c'hoazh unan all bennak. | |
I Co | BretonNT | 1:17 | Rak n'eo ket evit badeziñ en deus Krist va c'haset, met evit prezeg an Aviel, nann gant furnez ar gomz, evit na vefe ket rentet didalvoud kroaz Krist. | |
I Co | BretonNT | 1:18 | Rak prezeg ar groaz a zo ur follentez evit ar re a ya da goll, met evit ar re a zo salvet, da lavarout eo evidomp, eo galloud Doue. | |
I Co | BretonNT | 1:19 | Evel-se eo skrivet: Distrujañ a rin furnez ar re fur, ha kas a rin da netra skiant ar re skiantek. | |
I Co | BretonNT | 1:20 | Pelec'h emañ an den fur? Pelec'h emañ ar skrib? Pelec'h emañ tabuter ar c'hantved-mañ? Doue, ha n'en deus ket troet e follentez furnez ar bed-mañ? | |
I Co | BretonNT | 1:21 | Rak evel ma n'en deus ket ar bed, dre ar furnez-se, anavezet Doue e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue salviñ ar gredourien dre follentez ar prezeg. | |
I Co | BretonNT | 1:23 | ni a brezeg Krist kroazstaget, abeg da gouezhañ evit ar Yuzevien ha follentez evit ar C'hresianed, | |
I Co | BretonNT | 1:24 | met evit ar re a zo galvet, kement ar Yuzevien evel ar C'hresianed, Krist a zo galloud Doue ha furnez Doue. | |
I Co | BretonNT | 1:25 | Rak follentez Doue a zo furoc'h eget an dud, ha dinerzhded Doue a zo kreñvoc'h eget an dud. | |
I Co | BretonNT | 1:26 | Eveshait, breudeur, penaos en ho touez c'hwi hag a zo bet galvet, n'eus ket kalz a dud fur hervez ar c'hig, na kalz a dud galloudek, na kalz a dud nobl. | |
I Co | BretonNT | 1:27 | Met Doue en deus dibabet an traoù foll eus ar bed evit mezhekaat ar re fur, Doue en deus dibabet an traoù dister eus ar bed evit mezhekaat ar re nerzhus, | |
I Co | BretonNT | 1:28 | ha Doue en deus dibabet an traoù displed eus ar bed, ar muiañ disprizet hag ar re n'emaint ket, evit kas da netra ar re a zo, | |
I Co | BretonNT | 1:30 | Ha drezañ eo ez oc'h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur, | |