I JOHN
Chapter 4
I Jo | BretonNT | 4:1 | Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed. | |
I Jo | BretonNT | 4:2 | Dre gement-mañ eo ec'h anavezit Spered Doue: pep spered a anzav ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig a zo eus Doue, | |
I Jo | BretonNT | 4:3 | ha pep spered n'anzav ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig n'eo ket eus Doue, hini an enepkrist eo, hoc'h eus klevet lavarout emañ o tont, hag a zo dija a-vremañ er bed. | |
I Jo | BretonNT | 4:4 | Bugale vihan, c'hwi a zo eus Doue hag hoc'h eus trec'het anezho, abalamour an hini a zo ennoc'h a zo brasoc'h eget an hini a zo er bed. | |
I Jo | BretonNT | 4:6 | Ni a zo eus Doue, an hini a anavez Doue a selaou ac'hanomp, an hini n'eo ket eus Doue ne selaou ket ac'hanomp. A gement-se ec'h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a errol. | |
I Jo | BretonNT | 4:7 | Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet a Zoue hag a anavez Doue. | |
I Jo | BretonNT | 4:9 | E kement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c'heñver: kaset en deus Doue e Vab nemetañ er bed evit ma vevimp drezañ. | |
I Jo | BretonNT | 4:10 | E kement-mañ emañ ar garantez: n'eo ket ni hon eus karet Doue, met eñ eo an hini en deus hor c'haret ha kaset e Vab en aberzh-dic'haouiñ evit hor pec'hedoù. | |
I Jo | BretonNT | 4:11 | Re garet-mat, mar en deus Doue hor c'haret evel-se, ni a dle ivez en em garout an eil egile. | |
I Jo | BretonNT | 4:12 | Den n'eus biskoazh gwelet Doue. Mar en em garomp an eil egile, Doue a chom ennomp hag e garantez a zo peurc'hraet ennomp. | |
I Jo | BretonNT | 4:13 | E kement-mañ ec'h ouzomp e chomomp ennañ hag eñ ennomp: o vezañ ma en deus roet deomp eus e Spered. | |
I Jo | BretonNT | 4:14 | Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed. | |
I Jo | BretonNT | 4:16 | Ni hon eus anavezet ha kredet er garantez en deus Doue evidomp. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue ha Doue ennañ. | |
I Jo | BretonNT | 4:17 | E kement-se eo bet peurc'hraet ar garantez ennomp, evit ma hor bo fiziañs da zeiz ar varnedigezh, o vezañ ma'z omp er bed-se evel ma emañ e-unan. | |
I Jo | BretonNT | 4:18 | Ne vez aon ebet er garantez, met ar garantez peurvat a gas an aon kuit, rak an aon a zalc'h ur c'hastiz; an hini en deus aon n'eo ket peurvat er garantez. | |
I Jo | BretonNT | 4:20 | Mar lavar unan bennak: Me a gar Doue, hag e kasa e vreur, ur gaouiad eo. Rak an hini na gar ket e vreur a wel, penaos e c'hellfe karout Doue na wel ket? | |