I JOHN
Chapter 5
I Jo | BretonNT | 5:1 | Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C'hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c'hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ. | |
I Jo | BretonNT | 5:2 | Dre gement-mañ ec'h ouzomp e karomp bugale Doue: o vezañ ma karomp Doue ha ma viromp e c'hourc'hemennoù. | |
I Jo | BretonNT | 5:3 | Rak kement-mañ eo karantez Doue: ma virimp e c'hourc'hemennoù. Hag e c'hourc'hemennoù n'int ket diaes, | |
I Jo | BretonNT | 5:4 | abalamour kement a zo ganet a Zoue a drec'h ar bed, ha kement-mañ eo ar gounid a drec'h ar bed: hor feiz. | |
I Jo | BretonNT | 5:6 | Eñ eo an hini a zo deuet dre an dour ha dre ar gwad: Jezuz-Krist, nann dre an dour hepken, met dre an dour ha dre ar gwad. Hag ar Spered eo a ro testeni a gement-se, dre ma'z eo ar Spered a wirionez. | |
I Jo | BretonNT | 5:7 | Rak bez' ez eus tri a ro testeni en neñv, an Tad, ar Ger hag ar Spered-Santel, hag an tri-se a zo unan. | |
I Jo | BretonNT | 5:8 | Ha bez' ez eus tri hag a ro testeni war an douar, ar Spered, an dour hag ar gwad, hag an tri-se a zo a-unvan. | |
I Jo | BretonNT | 5:9 | Mar resevomp testeni an dud, testeni Doue a zo brasoc'h, rak kement-mañ eo an testeni en deus Doue roet diwar-benn e Vab: | |
I Jo | BretonNT | 5:10 | an hini a gred e Mab Doue en deus an testeni-mañ ennañ e-unan; an hini na gred ket Doue a ra anezhañ gaouiat, peogwir ne gred ket d'an testeni en deus roet Doue diwar-benn e Vab. | |
I Jo | BretonNT | 5:11 | Ha setu amañ an testeni: Doue en deus roet deomp ar vuhez peurbadus, hag ar vuhez-se a zo en e Vab. | |
I Jo | BretonNT | 5:12 | An neb en deus ar Mab en deus ar vuhez. An neb n'en deus ket Mab Doue n'en deus ket ar vuhez. | |
I Jo | BretonNT | 5:13 | Skrivet em eus deoc'h an traoù-mañ, deoc'h-c'hwi hag a gred en anv Mab Doue, evit ma ouiot hoc'h eus ar vuhez peurbadus, hag evit ma c'hellot krediñ en anv Mab Doue. | |
I Jo | BretonNT | 5:14 | Kement-mañ eo ar fiziañs hon eus ennañ: mar goulennomp un dra bennak hervez e youl, e selaou ac'hanomp. | |
I Jo | BretonNT | 5:15 | Ha mar gouzomp e selaou ac'hanomp petra bennak a c'houlennomp, ec'h ouzomp hon eus dija ar pezh hon eus goulennet digantañ. | |
I Jo | BretonNT | 5:16 | Mar gwel unan bennak e vreur o pec'hiñ eus ur pec'hed na gas ket d'ar marv, ra bedo, hag e roio ar vuhez d'ar re na reont ket ur pec'hed a gas d'ar marv. Bez' ez eus ur pec'hed a gas d'ar marv, ne lavaran ket pediñ evit ar pec'hed-se. | |
I Jo | BretonNT | 5:18 | Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec'h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ. | |
I Jo | BretonNT | 5:20 | Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus. | |