I JOHN
Chapter 3
I Jo | BretonNT | 3:1 | Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c'heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n'anavez ket ar bed ac'hanomp: o vezañ n'en deus ket anavezet anezhañ. | |
I Jo | BretonNT | 3:2 | Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n'eo ket bet c'hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma'z emañ. | |
I Jo | BretonNT | 3:3 | Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c'hlana e-unan, evel ma'z eo glan e-unan. | |
I Jo | BretonNT | 3:4 | Piv bennak a bec'h a dorr ivez al lezenn, rak ar pec'hed a zo un dorridigezh eus al lezenn. | |
I Jo | BretonNT | 3:5 | Gouzout a rit penaos eo en em ziskouezet evit lemel hor pec'hedoù ha penaos n'eus pec'hed ebet ennañ. | |
I Jo | BretonNT | 3:6 | Piv bennak a chom ennañ ne bec'h ket, piv bennak a bec'h n'en deus ket e welet ha n'en deus ket e anavezet. | |
I Jo | BretonNT | 3:7 | Bugale vihan, ra ne douello den ac'hanoc'h. An hini a ra ar reizhder a zo reizh evel ma'z eo e-unan reizh. | |
I Jo | BretonNT | 3:8 | An hini a ra ar pec'hed a zo eus an diaoul, rak an diaoul a bec'h adalek ar penn-kentañ. Evit kement-mañ eo en em ziskouezet Mab Doue: evit distrujañ oberoù an diaoul. | |
I Jo | BretonNT | 3:9 | Piv bennak a zo ganet a Zoue ne ra ket ar pec'hed abalamour hadenn Doue a chom ennañ, ha ne c'hell ket pec'hiñ abalamour ma'z eo ganet a Zoue. | |
I Jo | BretonNT | 3:10 | E kement-mañ eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d'en em reiñ da anavezout: piv bennak ne ra ket ar reizhder n'eo ket eus Doue, na kennebeut an hini na gar ket e vreur. | |
I Jo | BretonNT | 3:11 | Kement-mañ eo an disklêriadur hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ: ma en em garfemp an eil egile, | |
I Jo | BretonNT | 3:12 | ha ma ne vefemp ket heñvel ouzh Kain a oa eus an droug hag a lazhas e vreur. Ha perak e lazhas anezhañ? Abalamour ma oa fall e oberoù ha ma oa reizh re e vreur. | |
I Jo | BretonNT | 3:14 | Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d'ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv. | |
I Jo | BretonNT | 3:15 | Piv bennak a gasa e vreur a zo ur muntrer, ha gouzout a rit penaos muntrer ebet n'en deus ar vuhez peurbadus o chom ennañ. | |
I Jo | BretonNT | 3:16 | E kement-mañ eo hon eus anavezet ar garantez: roet en deus e vuhez evidomp. Ni ivez a dle reiñ hor buhez evit ar vreudeur. | |
I Jo | BretonNT | 3:17 | Mar en deus unan bennak madoù ar bed-mañ hag, o welout e vreur en ezhomm, e serr outañ e galon, penaos e chomfe karantez Doue ennañ? | |
I Jo | BretonNT | 3:18 | Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez. | |
I Jo | BretonNT | 3:19 | E kement-se eo ec'h ouzomp penaos omp er wirionez, ha penaos e sederaimp hor c'halonoù dirazañ, | |
I Jo | BretonNT | 3:20 | rak mar kondaon hor c'halon ac'hanomp, Doue a zo brasoc'h eget hor c'halon hag a anavez an holl draoù. | |
I Jo | BretonNT | 3:21 | Re garet-mat, ma ne gondaon ket hor c'halon ac'hanomp, hon eus fiziañs dirak Doue. | |
I Jo | BretonNT | 3:22 | Petra bennak a c'houlennomp, en resevomp digantañ, abalamour ma viromp e c'hourc'hemennoù ha ma reomp ar pezh a blij dezhañ. | |
I Jo | BretonNT | 3:23 | Ha kement-mañ eo e c'hourc'hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m'en deus gourc'hemennet deomp. | |