I JOHN
Chapter 2
I Jo | BretonNT | 2:1 | Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc'h evit na bec'hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac'hanoc'h pec'het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh. | |
I Jo | BretonNT | 2:2 | Eñ eo un aberzh-dic'haouiñ evit hor pec'hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl. | |
I Jo | BretonNT | 2:4 | An hini a lavar: E anavezet em eus, ha na vir ket e c'hourc'hemennoù, a zo ur gaouiad hag ar wirionez ne chom ket ennañ. | |
I Jo | BretonNT | 2:5 | Met evit an hini a vir e c'her, karantez Doue a zo e gwirionez peurvat ennañ. Dre gement-se ec'h ouzomp emaomp ennañ. | |
I Jo | BretonNT | 2:6 | An hini a lavar e chom ennañ a dle ivez kerzhout evel m'en deus kerzhet eñ e-unan. | |
I Jo | BretonNT | 2:7 | Breudeur, ne skrivan ket deoc'h ur gourc'hemenn nevez, met ur gourc'hemenn kozh hoc'h eus bet adalek ar penn-kentañ. Ar gourc'hemenn kozh-se, eo ar ger hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ. | |
I Jo | BretonNT | 2:8 | Met ivez e skrivan deoc'h ur gourc'hemenn nevez, a zo gwir ennañ hag ennoc'h, rak an deñvalijenn a dremen hag ar sklêrijenn wirion a lugern dija. | |
I Jo | BretonNT | 2:9 | An hini a lavar emañ er sklêrijenn, hag a gasa e vreur, a zo c'hoazh bremañ en deñvalijenn. | |
I Jo | BretonNT | 2:10 | An hini a gar e vreur a chom er sklêrijenn, ha n'eus ennañ abeg da gouezhañ ebet. | |
I Jo | BretonNT | 2:11 | Met an hini a gasa e vreur a zo en deñvalijenn hag a gerzh en deñvalijenn, ne oar ket pelec'h ez a, rak an deñvalijenn he deus dallet e zaoulagad. | |
I Jo | BretonNT | 2:12 | Bugale vihan, skrivañ a ran deoc'h dre ma'z eo pardonet ho pec'hedoù deoc'h abalamour d'e anv. | |
I Jo | BretonNT | 2:13 | Tadoù, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus trec'het an hini drouk. Bugale vihan, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an Tad. | |
I Jo | BretonNT | 2:14 | Tadoù, skrivet em eus deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivet em eus deoc'h dre ma'z oc'h kreñv, ma chom ger Doue ennoc'h ha ma hoc'h eus trec'het an hini drouk. | |
I Jo | BretonNT | 2:15 | Na garit ket ar bed nag an traoù a zo er bed. Mar kar unan bennak ar bed, karantez an Tad n'emañ ket ennañ, | |
I Jo | BretonNT | 2:16 | rak kement a zo er bed, c'hoantegezh ar c'hig, c'hoantegezh an daoulagad ha lorc'h ar vuhez ne zeu ket eus an Tad met eus ar bed. | |
I Jo | BretonNT | 2:17 | Ar bed a dremen, e c'hoantegezh ivez, met an hini a ra bolontez Doue a chom da viken. | |
I Jo | BretonNT | 2:18 | Bugale vihan, houmañ eo an eur diwezhañ, hag evel ma hoc'h eus klevet e teu an enepkrist, bez' ez eus adalek bremañ meur a enepkrist. Dre gement-se ec'h ouzomp eo deuet an eur diwezhañ. | |
I Jo | BretonNT | 2:19 | Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re. | |
I Jo | BretonNT | 2:20 | Resevet hoc'h eus an oleviadur a-berzh an hini santel, hag ec'h anavezit pep tra. | |
I Jo | BretonNT | 2:21 | N'em eus ket skrivet deoc'h dre ma n'anavezit ket ar wirionez, met abalamour ma'c'h anavezit anezhi ha ma ne zeu gaou ebet eus ar wirionez. | |
I Jo | BretonNT | 2:22 | Piv a zo gaouiat, ma n'eo an hini a nac'h ez eo Jezuz ar C'hrist? Hemañ eo an enepkrist: an hini a nac'h an Tad hag ar Mab. | |
I Jo | BretonNT | 2:23 | Piv bennak a nac'h ar Mab n'en deus ket kennebeut an Tad, hag an hini a anzav ar Mab en deus ivez an Tad. | |
I Jo | BretonNT | 2:24 | Ra chomo ennoc'h eta ar pezh hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ. Mar chom ennoc'h ar pezh hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ, c'hwi a chomo ivez er Mab hag en Tad. | |
I Jo | BretonNT | 2:27 | Met an oleviadur hoc'h eus resevet digantañ a chom ennoc'h ha n'hoc'h eus ket ezhomm e kelennfe den ac'hanoc'h. Hag evel ma tesk an oleviadur-se deoc'h pep tra, ma'z eo gwirion ha ma n'eo ket ur gaou, chomit ennañ hervez ma'z eo bet desket deoc'h gantañ. | |
I Jo | BretonNT | 2:28 | Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh. | |