Toggle notes
Chapter 1
Jude | BretonNT | 1:1 | Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d'ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist: | |
Jude | BretonNT | 1:3 | Re garet-mat, c'hoant bras am boa da skrivañ diwar-benn hor silvidigezh kumun, hag em eus soñjet e oa ret din henn ober evit hoc'h aspediñ da stourm evit ar feiz a zo bet roet d'ar sent ur wech evit mat. | |
Jude | BretonNT | 1:4 | Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell 'zo o c'hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac'h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou. | |
Jude | BretonNT | 1:5 | Hogen e fell din degas da soñj deoc'h ar pezh a anavezit dija, penaos an Aotrou, o vezañ saveteet ar bobl eus bro Ejipt, a zistrujas goude-se ar re n'o doa ket kredet, | |
Jude | BretonNT | 1:6 | penaos e talc'h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n'o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec'h o-unan, | |
Jude | BretonNT | 1:7 | ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c'herioù nesañ a oa en em roet d'an hevelep loustoni ha da bec'hedoù a-enep an natur, a servij da skouer o c'houzañv ar boan eus un tan peurbadus. | |
Jude | BretonNT | 1:8 | En hevelep doare, ar re-se ivez, sebeliet en o huñvreoù, a saotr o c'hig, a zispriz ar mestroni, a wallgomz diwar-benn ar gloaroù. | |
Jude | BretonNT | 1:9 | Hogen Mikael an arc'hael, pa stourme a-enep an diaoul diwar-benn korf Moizez, ne gredas ket dougen un tamall a vallozh, met lavarout a reas: Ra c'hourdrouzo an Aotrou ac'hanout! | |
Jude | BretonNT | 1:10 | Met ar re-mañ a wallgomz diwar-benn ar pezh n'anavezont ket. En em vreinañ a reont e kement hag a ouzont dre natur evel loened dibourvez a skiant. | |
Jude | BretonNT | 1:11 | Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore. | |
Jude | BretonNT | 1:12 | Sklosennoù int en ho predoù a garantez pa zebront ganeoc'h oc'h en em vagañ o-unan hep dalc'hidigezh ebet. Int a zo koabrennoù hep dour kaset amañ hag ahont gant an avelioù, gwez difrouezh e dilerc'h an diskar-amzer marv div wech ha diwriziennet, | |
Jude | BretonNT | 1:13 | gwagennoù fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoù o kantren a zo miret dezho da viken dic'houloù an deñvalijenn. | |
Jude | BretonNT | 1:14 | Diwar o fenn eo en deus Enok, ar seizhvet den abaoe Adam, profedet o lavarout: Setu, an Aotrou a zo deuet gant e zekviliadoù santel | |
Jude | BretonNT | 1:15 | evit dougen e varn war an holl dud, hag evit kendrec'hiñ an holl dud na zouj ket Doue eus an holl oberoù a zizoujañs-Doue o deus graet hag eus an holl draoù kunujus o deus ar bec'herien na zouj ket Doue lavaret a-enep dezhañ. | |
Jude | BretonNT | 1:16 | Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc'hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest. | |
Jude | BretonNT | 1:17 | Met c'hwi, re garet-mat, ho pet soñj eus an traoù a zo bet rak-lavaret gant ebestel hon Aotrou Jezuz-Krist. | |
Jude | BretonNT | 1:18 | Lavarout a raent deoc'h penaos en amzerioù diwezhañ e vije goapaeriena gerzhje hervez o droukc'hoantoù o-unan hep doujañs-Doue. | |
Jude | BretonNT | 1:19 | Ar re-se a zo tud hag en em zisparti o-unan, tud douget d'o c'horf ha n'emañ ket ar Spered ganto. | |
Jude | BretonNT | 1:20 | Met c'hwi, re garet-mat, en em savit hoc'h-unan war ho feiz santel-meurbet ha pedit dre ar Spered-Santel, | |
Jude | BretonNT | 1:21 | en em zalc'hit e karantez Doue, o c'hortoz trugarez hon Aotrou Jezuz-Krist evit ar vuhez peurbadus. | |
Jude | BretonNT | 1:23 | salvit reoù all gant doujañs o tennañ anezho eus an tan, o kasaat betek an dilhad saotret gant ar c'hig. | |
Jude | BretonNT | 1:24 | D'an hini a c'hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d'en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c'hloar, | |