II CORINTHIANS
Chapter 4
II C | BretonNT | 4:1 | Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon. | |
II C | BretonNT | 4:2 | Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez. | |
II C | BretonNT | 4:4 | evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c'hlevidigezh gant doue ar c'hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue. | |
II C | BretonNT | 4:5 | Ne brezegomp ket ac'hanomp hon-unan, met Krist Jezuz evel an Aotrou, hag ez omp ho servijerien abalamour da Jezuz. | |
II C | BretonNT | 4:6 | Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c'halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist. | |
II C | BretonNT | 4:7 | Met an teñzor-se hon eus e listri douar evit ma vefe meurded ar galloud roet da Zoue ha nann deomp-ni. | |
II C | BretonNT | 4:8 | Gwasket omp eus pep kostez met n'omp ket kaset da netra, ankeniet omp met n'omp ket hep esperañs, | |
II C | BretonNT | 4:10 | dougen a reomp atav en hor c'horf marv an Aotrou Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c'horf. | |
II C | BretonNT | 4:11 | Rak ni, ar re vev, a zo bepred roet d'ar marv abalamour da Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c'hig marvel, | |
II C | BretonNT | 4:13 | Met hon eus an hevelep spered a feiz, hervez ma'z eo skrivet: Kredet em eus, setu perak em eus komzet. Ni ivez a gred ha setu perak e komzomp, | |
II C | BretonNT | 4:14 | oc'h anavezout penaos an hini en deus savet an Aotrou Jezuz a varv a savo ac'hanomp ivez a varv dre Jezuz, hag a lakaio ac'hanomp d'en em ziskouez ganeoc'h. | |
II C | BretonNT | 4:15 | Rak an holl draoù-se a zo evidoc'h, evit ma teuio ar c'hras-se, en ur greskiñ, da fonnañ ar pedennoù a drugarez eus kalz evit gloar Doue. | |
II C | BretonNT | 4:16 | Dre-se ne gollomp ket kalon. Ha petra bennak en em zistruj hon den a-ziavaez, hon den a-ziabarzh en em nevesa a zeiz da zeiz. | |
II C | BretonNT | 4:17 | Rak hor glac'har skañv eus an amzer a-vremañ a ro ur pouez a c'hloar peurbadus ha meurbet gwelloc'h, | |