PHILIPPIANS
Chapter 3
Phil | BretonNT | 3:1 | A-hend-all, va breudeur, en em laouenait en Aotrou. Ne skuizhan ket o skrivañ deoc'h an hevelep traoù, hag evidoc'h kement-se eo ho surentez. | |
Phil | BretonNT | 3:2 | Diwallit diouzh ar chas, diwallit diouzh ar labourerien fall, diwallit diouzh ar fals amdroc'hidi. | |
Phil | BretonNT | 3:3 | Rak ni a zo an amdroc'hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c'hig, | |
Phil | BretonNT | 3:4 | petra bennak ma c'hellfen ivez en em fiziout er c'hig. Mar kred unan bennak en em fiziout er c'hig, me a c'hellfe c'hoazh muioc'h, | |
Phil | BretonNT | 3:5 | me, amdroc'het d'an eizhvet deiz, eus gouenn Israel, eus meuriad Benjamin, Hebre ganet eus Hebreed, farizian e-keñver al lezenn, | |
Phil | BretonNT | 3:7 | Met an traoù-se hag a oa din ur gounid, em eus o sellet evel ur c'holl abalamour da Grist. | |
Phil | BretonNT | 3:8 | Ya, sellout a ran pep tra evel ur c'holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoù evitañ, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c'hounezin Krist | |
Phil | BretonNT | 3:9 | ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz. | |
Phil | BretonNT | 3:10 | Evel-se ec'h anavezin Krist, ha galloud e adsavidigezh a varv, ha kenlodenn e boanioù, o tont heñvel outañ en e varv, | |
Phil | BretonNT | 3:12 | N'eo ket em befe erruet betek ar pal, pe e vefen en em gavet er parfeted, met redek a ran evit tapout ar priz, evel ma'z on bet tapet ivez gant Jezuz-Krist. | |
Phil | BretonNT | 3:13 | Breudeur, er pezh a sell ac'hanon ne gredan ket em befe tapet ar priz, met e ran un dra: oc'h ankounac'haat ar pezh a zo war va lerc'h hag o vont etrezek ar pezh a zo araozon, | |
Phil | BretonNT | 3:15 | Neuze mar d-omp-ni holl peurvat, ret eo deomp soñjal evel-se; ha mar soñjit en un doare all diwar-benn un dra bennak, Doue en diskulio deoc'h ivez. | |
Phil | BretonNT | 3:16 | Koulskoude, el lec'h ma'z omp erruet, kerzhomp hervez an hevelep reolenn ha dalc'homp an hevelep soñjoù. | |
Phil | BretonNT | 3:17 | Bezit holl va heñvelerien, breudeur, ha sellit ouzh ar re a gerzh hervez ar skouer hoc'h eus ennomp. | |
Phil | BretonNT | 3:18 | Rak kalz a zo hag en em ren en enebourien da groaz Krist, henn lavaret em eus deoc'h alies ha bremañ en adlavaran en ur ouelañ. | |
Phil | BretonNT | 3:19 | O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c'hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar. | |
Phil | BretonNT | 3:20 | Evidomp-ni, emaomp keodedourien an neñv, a-belec'h e c'hortozomp ivez ar Salver, an Aotrou Jezuz-Krist. | |