PHILIPPIANS
Chapter 1
Phil | BretonNT | 1:1 | Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d'an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d'an eskibien ha d'an diagoned: | |
Phil | BretonNT | 1:2 | Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist! | |
Phil | BretonNT | 1:6 | Krediñ a ran gant fiziañs penaos an hini en deus deraouet an oberenn vat-se ennoc'h he feurc'hraio betek deiz Jezuz-Krist. | |
Phil | BretonNT | 1:7 | Reizh eo em befe ar menozioù-se ac'hanoc'h holl, rak me am eus ac'hanoc'h holl em c'halon, c'hwi kenlodeien ganin er c'hras, hag em ereoù hag e difenn an Aviel hag o startaat anezhañ. | |
Phil | BretonNT | 1:8 | Rak Doue a zo test din pegement e karan ac'hanoc'h holl a-greiz kalon e Jezuz-Krist. | |
Phil | BretonNT | 1:9 | Pediñ a ran evit kement-mañ, evit ma kresko ho karantez muioc'h muiañ e pep anaoudegezh hag e pep skiant, | |
Phil | BretonNT | 1:10 | evit ma c'hellot anavezout an traoù a zo dispar ha ma viot glan ha divlam a-benn deiz Jezuz-Krist, | |
Phil | BretonNT | 1:11 | leuniet gant frouezh ar reizhder a zo dre Jezuz-Krist, evit gloar ha meuleudi Doue. | |
Phil | BretonNT | 1:12 | Koulskoude, breudeur, e fell din e ouefec'h penaos ar pezh a zo c'hoarvezet ganin a zo troet kentoc'h evit kreskadurezh an Aviel, | |
Phil | BretonNT | 1:13 | en hevelep doare ma'z eo deuet va ereoù enorus e Krist er pretordi a-bezh hag en holl lec'hioù all, | |
Phil | BretonNT | 1:14 | hag an darn vrasañ eus ar vreudeur en Aotrou, o kemer kalon em ereoù, a gred disklêriañ ar ger gant muioc'h a hardizhegezh hag hep aon. | |
Phil | BretonNT | 1:15 | Gwir eo penaos hiniennoù a brezeg Krist dre avi ha tabut, met reoù all a ra a volontez vat. | |
Phil | BretonNT | 1:16 | Darn a brezeg Krist gant ur mennozh a dabut ha nann gant glanded, o krediñ kreskiñ va glac'har em ereoù, | |
Phil | BretonNT | 1:17 | met ar re all a ra dre garantez, oc'h anavezout penaos on bet lakaet evit difenn an Aviel. | |
Phil | BretonNT | 1:18 | N'eus forzh? E pep doare bennak ma vefe, pe dre ur gred diskouezus pe gant wirionez, Krist a zo prezeget, hag eus kement-se en em laouenaan hag en em laouenain c'hoazh. | |
Phil | BretonNT | 1:19 | Rak gouzout a ran e troio kement-se da'm silvidigezh dre ho pedennoù ha dre sikour Spered Jezuz-Krist, | |
Phil | BretonNT | 1:20 | hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne'm bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Grist em c'horf c'hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv. | |
Phil | BretonNT | 1:22 | Met mar d-eo mat evit va labour bevañ er c'hig, n'ouzon ket ar pezh a dlean c'hoantaat. | |
Phil | BretonNT | 1:23 | Gwasket on eus an daou du, o kaout ar c'hoant da zilojañ ha da vezañ gant Krist, ar pezh a vefe kalz gwelloc'h din, | |
Phil | BretonNT | 1:25 | Anavezout mat a ran, me a chomo hag a gendalc'ho ganeoc'h holl, evit ho kreskidigezh hag ho levenez er feiz, | |
Phil | BretonNT | 1:26 | evit m'ho po ennon, dre va distro en ho touez, ul lec'h d'en em veuliñ gant leunder e Jezuz-Krist. | |
Phil | BretonNT | 1:27 | Lakait evezh hepken d'en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d'ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac'hanoc'h e talc'hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel, | |
Phil | BretonNT | 1:28 | hep kaout aon e doare ebet eus an enebourien, ar pezh a zo evito ur brouenn a gollidigezh met evidoc'h a silvidigezh. Ha kement-se eo a-berzh Doue, | |
Phil | BretonNT | 1:29 | rak roet en deus deoc'h ar c'hras, abalamour da Grist, nann hepken da grediñ ennañ met c'hoazh da c'houzañv evitañ, | |