Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
PHILIPPIANS
1 2 3 4
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 4
Phil BretonNT 4:1  Dre-se, va breudeur karet-mat ha ker meurbet, va levenez ha va c'hurunenn, chomit start en doare-se en Aotrou, va re garet-mat.
Phil BretonNT 4:2  Aspediñ a ran Evodia hag aspediñ a ran Sintich da gaout un hevelep santad en Aotrou.
Phil BretonNT 4:3  Da bediñ a ran ivez, va c'henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c'henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez.
Phil BretonNT 4:4  En em laouenait bepred en Aotrou, henn lavarout a ran adarre, en em laouenait.
Phil BretonNT 4:5  Ra vo ho touster anavezet gant an holl dud. An Aotrou a zo tost.
Phil BretonNT 4:6  Na vezit nec'het gant netra, met en holl lec'hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,
Phil BretonNT 4:7  ha peoc'h Doue, o trec'hiñ an holl glevidigezh, a viro ho kalonoù hag ho soñjoù e Jezuz-Krist.
Phil BretonNT 4:8  A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc'ho an holl draoù-se en ho soñjoù.
Phil BretonNT 4:9  Ar pezh hoc'h eus desket, resevet, klevet diganin, hag ar pezh hoc'h eus gwelet ennon, grit an traoù-se, hag an Doue a beoc'h a vo ganeoc'h.
Phil BretonNT 4:10  Laouenaet kalz on bet en Aotrou dre ma hoc'h eus bremañ lakaet da advleuniañ ho santadoù evidon. Evit gwir e soñjec'h, met an tu a vanke deoc'h.
Phil BretonNT 4:11  Ne lavaran ket kement-se abalamour da'm paourentez, desket em eus bezañ laouen gant ar stad m'en em gavan enni.
Phil BretonNT 4:12  Gouzout a ran bezañ en izelegezh ha gouzout a ran bezañ er fonnder. En holl ha dre holl em eus desket bezañ leuniet ha kaout naon, bezañ er fonnder ha bezañ en dienez.
Phil BretonNT 4:13  Gallout a ran pep tra dre Grist a nerzheka ac'hanon.
Phil BretonNT 4:14  Koulskoude mat hoc'h eus graet o kemer lod em glac'har.
Phil BretonNT 4:15  Anavezout mat a rit ivez, c'hwi Filipiz, penaos e penn-kentañ an Aviel pa'z on aet kuit eus Makedonia, Iliz ebet n'he deus roet din ha ne'm eus resevet digant hini ebet, nemet diganeoc'h,
Phil BretonNT 4:16  rak pa oan e Tesalonike hoc'h eus kaset din ur wech ha div zoken peadra da bourvezañ da'm ezhommoù.
Phil BretonNT 4:17  N'eo ket e klaskfen an donezonoù, met klask a ran ar frouezh a gresk evit ho talvoudegezh.
Phil BretonNT 4:18  Resevet em eus pep tra hag emaon er fonnder. Karget on bet a vadoù o resev dre Epafrodit ar pezh a zeu diganeoc'h evel ur prof a c'hwezh-vat, un aberzh degemeret ha kavet mat gant Doue.
Phil BretonNT 4:19  Va Doue a bourvezo d'hoc'h holl ezhommoù hervez e binvidigezh ha gant gloar e Jezuz-Krist.
Phil BretonNT 4:20  Da Zoue hon Tad ra vo ar gloar e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
Phil BretonNT 4:21  Saludit an holl sent e Jezuz-Krist. Ar vreudeur a zo ganin a salud ac'hanoc'h.
Phil BretonNT 4:22  An holl sent a salud ac'hanoc'h, dreist-holl ar re eus ti Kezar.
Phil BretonNT 4:23  Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.