Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
PHILIPPIANS
1 2 3 4
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 2
Phil BretonNT 2:1  Mar d-eus eta ur frealz bennak e Krist, mar d-eus un dic'hlac'har bennak er garantez, mar d-eus ur genunvaniezh bennak a spered, mar d-eus ur vadelezh hag un drugarez bennak,
Phil BretonNT 2:2  leugnit va levenez, en ur vezañ a-unan etrezoc'h, en ur gaout an hevelep karantez, an hevelep ene, an hevelep soñjoù.
Phil BretonNT 2:3  Na rit netra dre dabut pe dre c'hloar aner, met ra sello pep hini ac'hanoc'h ouzh ar re all gant izelegezh, evel o vezañ a-us dezhañ e-unan.
Phil BretonNT 2:4  Na sello ket pep hini ac'hanoc'h ouzh e gounid e-unan, met ivez ouzh hini ar re all.
Phil BretonNT 2:5  Ra vo ennoc'h an hevelep soñjoù hag ar re a oa e Jezuz-Krist,
Phil BretonNT 2:6  o vezañ e stumm Doue, n'en deus ket sellet evel ur preizh da dapout bezañ par da Zoue,
Phil BretonNT 2:7  met en em ziwisket eo e-unan o vezañ kemeret stumm ur servijer, o tont heñvel ouzh an dud,
Phil BretonNT 2:8  hag, o vezañ kemeret stumm un den, eo en em izelaet e-unan, oc'h en em ober sentus betek ar marv, zoken betek ar marv war ar groaz.
Phil BretonNT 2:9  Dre-se ivez Doue en deus e uhelsavet hag en deus roet dezhañ un anv a zo dreist pep anv,
Phil BretonNT 2:10  evit en anv Jezuz ma plego pep glin en neñvoù ha war an douar ha dindan an douar,
Phil BretonNT 2:11  ha ma anzavo pep teod ez eo Jezuz-Krist an Aotrou e gloar Doue an Tad.
Phil BretonNT 2:12  Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc'h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc'h c'hoazh pa'z on ezvezant, labourit d'ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,
Phil BretonNT 2:13  rak Doue eo a laka ennoc'h ar c'hoant hag an ober, hervez e blijadur mat.
Phil BretonNT 2:15  evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed,
Phil BretonNT 2:16  o tougen ger ar vuhez, en hevelep doare ma c'hellin, e deiz Krist, en em reiñ gloar dre ma ne'm bo ket redet en aner na labouret en aner.
Phil BretonNT 2:17  Ha zoken ma'z on skuilhet war an aberzh hag ar servij eus ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc'h holl.
Phil BretonNT 2:18  C'hwi evel-se, en em laouenait ivez, hag en em laouenait ganin.
Phil BretonNT 2:19  Esperout a ran en Aotrou Jezuz kas deoc'h prest Timote, evit ma vin ivez kalonekaet o klevout diwar ho penn.
Phil BretonNT 2:20  Rak ne'm eus den hag a vefe unanet ganin evit kemer ur gwir preder eus ar pezh a sell ac'hanoc'h,
Phil BretonNT 2:21  rak e klaskont holl o mad o-unan ha nann hini Jezuz-Krist.
Phil BretonNT 2:22  Anavezout a rit penaos eo bet amprouet pa'z eo en em lakaet ganin e servij an Aviel, evel ur bugel gant e dad.
Phil BretonNT 2:23  Esperout a ran eta e gas deoc'h kerkent ha ma em bo gwelet ar stad eus va aferioù,
Phil BretonNT 2:24  hag ar fiziañs-mañ am eus en Aotrou penaos e teuin ivez prest me va-unan.
Phil BretonNT 2:25  Kredet em eus e oa ret kas deoc'h Epafrodit, va breur, va c'henlabourer ha va c'henvrezeliad, an hini hoc'h eus kaset din hag en deus va sikouret em ezhommoù,
Phil BretonNT 2:26  rak ur c'hoant bras en doa d'ho kwelout holl, hag e oa gwall boaniet dre m'ho poa klevet e oa bet klañv.
Phil BretonNT 2:27  Klañv eo bet e gwirionez, ha tost d'ar marv, met Doue en deus bet truez outañ, ha nann hepken outañ met ivez ouzhin-me, evit na'm bije ket tristidigezh war dristidigezh.
Phil BretonNT 2:28  Kaset em eus eta anezhañ gant kalz a hast, evit m'ho po levenez o welout anezhañ ha m'em bo nebeutoc'h a dristidigezh.
Phil BretonNT 2:29  Degemerit eta anezhañ en Aotrou gant pep levenez, enorit ar seurt tud-se.
Phil BretonNT 2:30  Rak bet eo tost d'ar marv evit labour Krist, o vezañ risklet e vuhez evit sikour ac'hanon er servij na c'hellec'h ket reiñ din hoc'h-unan.