Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
COLOSSIANS
1 2 3 4
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 2
Colo BretonNT 2:1  Rak me a fell din e c'houezfec'h pegen bras eo ar stourm a c'houzañvan evidoc'h, evit re Laodikea hag evit ar re holl n'o deus ket gwelet va dremm er c'hig,
Colo BretonNT 2:2  evit ma vo o c'halonoù frealzet, ma vint ereet start asambles er garantez, ma vint pinvidikaet gant ur skiant peurvat, evit anavezout mister Doue, an Tad ha Krist,
Colo BretonNT 2:3  dalc'het ennañ holl deñzorioù ar furnez hag ar c'houiziegezh.
Colo BretonNT 2:4  Lavarout a ran kement-se evit na dromplo den ac'hanoc'h gant prezegennoù touellus.
Colo BretonNT 2:5  Rak mar d-on ezvezant a gorf, ez on koulskoude ganeoc'h er spered, leun a levenez o welout an urzh vat en ho touez ha started ho feiz e Krist.
Colo BretonNT 2:6  Evel-se eta, pa hoc'h eus degemeret an Aotrou Jezuz-Krist, kerzhit ennañ,
Colo BretonNT 2:7  gwriziennet ha diazezet ennañ, kreñvaet er feiz evel ma hoc'h eus bet desket, o fonnañ enni gant trugarezioù.
Colo BretonNT 2:8  Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac'hanoc'h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist.
Colo BretonNT 2:9  Rak ennañ e chom holl leunder an Doueelezh en e gorf,
Colo BretonNT 2:10  hag hoc'h eus pep leunder ennañ-eñ, hag a zo mestr war bep priñselezh ha pep nerzh.
Colo BretonNT 2:11  Ennañ ivez oc'h bet amdroc'het gant un amdroc'h graet hep dorn ebet, o tiwiskañ ar c'horf eus pec'hedoù ar c'hig, ar pezh eo amdroc'h Krist,
Colo BretonNT 2:12  o vezañ bet sebeliet gantañ dre ar vadeziant, ennañ ivez oc'h adsavet a varv dre ar feiz e galloud Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv.
Colo BretonNT 2:13  Pa oac'h marv en ho pec'hedoù hag e diamdroc'h ho kig, en deus ho tegaset d'ar vuhez asambles gantañ, o vezañ pardonet deoc'h hoc'h holl zisentidigezhioù,
Colo BretonNT 2:14  diverket en deus ar skrid a oa a-enep deomp, an urzhiadurioù a damalle ac'hanomp, en deus o c'haset da netra o stagañ anezho ouzh ar groaz,
Colo BretonNT 2:15  o vezañ diwisket ar priñselezhioù hag an nerzhioù, lakaet en deus anezho war wel dirak an holl goude bezañ o zrec'het e-unan war ar groaz.
Colo BretonNT 2:16  Ra ne varno eta den ac'hanoc'h diwar-benn an debriñ pe an evañ, pe diwar-benn un deiz gouel pe ul loar nevez pe ur sabad,
Colo BretonNT 2:17  kement-se a oa skeudenn an traoù a dlee dont, met ar c'horf a zo e Krist.
Colo BretonNT 2:18  Ra ne dapo den ar priz diganeoc'h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoù n'en deus ket gwelet, o vezañ c'hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel,
Colo BretonNT 2:19  hep en em stagañ ouzh ar penn, a laka ar c'horf a-bezh, unanet asambles dre ar juntoù hag al liammoù, da greskiñ hervez ar greskadurezh roet gant Doue.
Colo BretonNT 2:20  Mar d-oc'h eta marv gant Krist e-keñver kentañ kentelioù ar bed, perak e vec'hier ac'hanoc'h eus an urzhiadurioù-se, evel pa vevjec'h c'hoazh er bed:
Colo BretonNT 2:22  urzhiadurioù a dro holl da fall dre o implij, hag a zo hervez gourc'hemennoù ha kredennoù an dud?
Colo BretonNT 2:23  An traoù-se o deus e gwirionez un diavaez a furnez, o tiskouez evel ul lid a volontez vat, izelegezh ha garventez e-keñver ar c'horf, met a zo didalvoud a-enep ar pezh a c'hell plijout d'ar c'hig.