Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
COLOSSIANS
1 2 3 4
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 3
Colo BretonNT 3:1  Mar d-oc'h eta adsavet da vev gant Krist, klaskit traoù an nec'h, e-lec'h ma emañ Krist azezet a-zehou da Zoue.
Colo BretonNT 3:2  Kavit mat traoù an nec'h ha nann reoù an douar,
Colo BretonNT 3:3  rak marv ez oc'h hag ho puhez a zo kuzhet gant Krist e Doue.
Colo BretonNT 3:4  Pa en em ziskouezo Krist, hor buhez, neuze en em ziskouezot ivez gantañ er gloar.
Colo BretonNT 3:5  Lakait eta da vervel en hoc'h izili ar pezh a zalc'h d'an douar, ar c'hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc'hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh,
Colo BretonNT 3:6  rak abalamour d'an traoù-se e teu kounnar Doue war vibien an disentidigezh.
Colo BretonNT 3:7  C'hwi ivez hoc'h eus gwechall kerzhet en traoù-se, pa vevec'h enno.
Colo BretonNT 3:8  Met bremañ, c'hwi ivez, dilezit an holl draoù-se, ar gounnar, ar gasoni, ar fallentez, an droukkomz, ar c'homzoù dizonest a c'hellfe dont er-maez eus ho kenoù.
Colo BretonNT 3:9  Na lavarit ket a c'hevier an eil d'egile, o vezañ diwisket diwarnoc'h an den kozh hag e oberoù,
Colo BretonNT 3:10  hag o vezañ gwisket an den nevez a zo nevesaet en anaoudegezh, hervez skeudenn e Grouer.
Colo BretonNT 3:11  Amañ n'eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc'het na diamdroc'h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.
Colo BretonNT 3:12  Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted,
Colo BretonNT 3:13  o c'houzañv an eil egile hag o pardoniñ an eil d'egile mar en deus unan bennak da glemm a-enep egile. Evel ma en deus Krist pardonet deoc'h, c'hwi ivez grit evel-se.
Colo BretonNT 3:14  Met dreist an holl draoù-se gwiskit ar garantez, liamm ar barfeted eo.
Colo BretonNT 3:15  Ha ra reno peoc'h Doue en ho kalonoù, galvet oc'h bet dezhañ evit bezañ ur c'horf hepken, ha bezit anaoudek.
Colo BretonNT 3:16  Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc'h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d'an Aotrou gant anaoudegezh vat.
Colo BretonNT 3:17  Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.
Colo BretonNT 3:18  Gwragez, sentit ouzh hoc'h ezhec'h hoc'h-unan evel ma tere en Aotrou.
Colo BretonNT 3:19  Ezhec'h, karit ho kwragez ha n'en em drenkit ket a-enep dezho.
Colo BretonNT 3:20  Bugale, sentit ouzh ho tud en holl draoù rak kement-se a zo kavet mat gant an Aotrou.
Colo BretonNT 3:21  Tadoù, na hegit ket ho pugale gant aon na gollfent kalon.
Colo BretonNT 3:22  Mevelien, sentit en holl draoù ouzh ho mistri hervez ar c'hig, nann zoken dindan o daoulagad evel ma klaskfec'h plijout d'an dud, met gant eeunder a galon hag e doujañs Doue.
Colo BretonNT 3:23  Petra bennak ma reot, grit eñ a galon vat, evel o servijañ an Aotrou ha nann an dud,
Colo BretonNT 3:24  o c'houzout penaos e resevot digant an Aotrou gopr an hêrezh, rak e servijit Krist an Aotrou.
Colo BretonNT 3:25  Met an hini a labour gant dislealded a resevo hervez e zislealded, ha n'eus van ebet eus diavaezioù an dud.