EPHESIANS
Chapter 2
Ephe | BretonNT | 2:2 | hoc'h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh. | |
Ephe | BretonNT | 2:3 | En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc'hoantoù hor c'hig, oc'h oberiañ hervez youloù ar c'hig hag an ene, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all. | |
Ephe | BretonNT | 2:4 | Met Doue, hag a zo pinvidik e trugarez, abalamour d'ar garantez vras en deus hor c'haret ganti, | |
Ephe | BretonNT | 2:5 | pa oamp marv en hor pec'hedoù, en deus hon degaset asambles d'ar vuhez e Krist, dre c'hras eo oc'h bet salvet, | |
Ephe | BretonNT | 2:6 | en deus hon adsavet a varv asambles, hag hol lakaet da azezañ asambles el lec'hioù neñvel e Jezuz-Krist, | |
Ephe | BretonNT | 2:7 | evit diskouez er c'hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c'hras dre e vadelezh en hor c'heñver e Jezuz-Krist. | |
Ephe | BretonNT | 2:8 | Rak salvet oc'h dre ar c'hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac'hanoc'h, donezon Doue eo. | |
Ephe | BretonNT | 2:10 | Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno. | |
Ephe | BretonNT | 2:11 | Dre-se ho pet soñj penaos, o vezañ ma oac'h gwechall paganed er c'hig ha galvet diamdroc'h gant ar re a c'halver amdroc'hidi er c'hig dre zorn an den, | |
Ephe | BretonNT | 2:12 | c'hwi a oa en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed. | |
Ephe | BretonNT | 2:13 | Met bremañ, e Jezuz-Krist, c'hwi a oa gwechall pell, a zo bet degaset tost dre wad Krist. | |
Ephe | BretonNT | 2:14 | Rak eñ eo hor peoc'h, eñ hag en deus graet unan hepken eus an daou en ur ziskar ar voger a zisparti, | |
Ephe | BretonNT | 2:15 | o vezañ distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc'hemennoù dalc'het en urzhioù, evit krouiñ ennañ e-unan eus an daou un den nevez hepken goude bezañ graet ar peoc'h, | |
Ephe | BretonNT | 2:16 | hag evit unvaniñ gant Doue dre ar groaz an eil hag egile en ur c'horf hepken, en ur zistrujañ e-unan ar gasoni. | |
Ephe | BretonNT | 2:18 | rak drezañ hon eus an eil hag egile un degemer digant an Tad en un hevelep Spered. | |
Ephe | BretonNT | 2:19 | Evel-se eta, n'oc'h ken nag estrañjourien na tud a-ziavaez, met kenvourc'hizien d'ar sent hag eus ti Doue, | |
Ephe | BretonNT | 2:20 | o vezañ bet savet war diazez an ebestel hag ar brofeded, ez eo Jezuz-Krist e-unan ar maen-korn; | |