EPHESIANS
Chapter 5
Ephe | BretonNT | 5:2 | kerzhit er garantez, evel m'en deus Krist ivez hor c'haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c'hwezh vat. | |
Ephe | BretonNT | 5:3 | Ra ne vo ket klevet anv en ho touez, nag eus gadaliezh, nag eus hudurniezh ebet, nag eus droukc'hoant, evel ma tere d'ar sent, | |
Ephe | BretonNT | 5:4 | na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc'h trugarekadennoù. | |
Ephe | BretonNT | 5:5 | Rak anavezout a rit kement-mañ, penaos den gadal ebet, pe hudur, pe gwallc'hoantek hag a zo un idolour, n'en deus lod en hêrezh rouantelezh Krist ha Doue. | |
Ephe | BretonNT | 5:6 | Ra ne dromplo den ac'hanoc'h dre gomzoù aner, rak abalamour d'an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent. | |
Ephe | BretonNT | 5:8 | Rak gwechall e oac'h teñvalijenn, met bremañ oc'h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn, | |
Ephe | BretonNT | 5:11 | n'ho pez lod ebet en oberoù difrouezh an deñvalijenn, met kentoc'h kondaonit anezho. | |
Ephe | BretonNT | 5:13 | met kement a zo lakaet d'ar sklêrijenn a zo diskuliet sklaer, rak kement a zo bet diskuliet a zo sklêrijenn. | |
Ephe | BretonNT | 5:14 | Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout. | |
Ephe | BretonNT | 5:15 | Lakait evezh eta ouzhoc'h hoc'h-unan d'en em ren gant eeunder, nann evel tud diskiant met evel tud fur, | |
Ephe | BretonNT | 5:18 | N'en em vezvit ket gant gwin a gundu d'an diroll, met bezit leuniet gant ar Spered, | |
Ephe | BretonNT | 5:19 | komzit etrezoc'h dre salmoù, meulganoù, kanaouennoù speredel, o kanañ hag o salmiñ a galon meuleudioù d'an Aotrou. | |
Ephe | BretonNT | 5:20 | Trugarekait bepred evit an holl draoù Doue an Tad, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist. | |
Ephe | BretonNT | 5:23 | abalamour an ozhac'h eo penn ar wreg, evel ma'z eo Krist ivez penn an Iliz, hag a zo e gorf hag a zo bet salvet drezañ. | |
Ephe | BretonNT | 5:24 | Hag evel ma pleg an Iliz da Grist, ra blego ivez ar gwragez d'o ezhec'h o-unan en holl draoù. | |
Ephe | BretonNT | 5:25 | Ezhec'h, karit ho kwragez evel m'en deus ivez Krist karet an Iliz hag eo en em roet e-unan eviti, | |
Ephe | BretonNT | 5:27 | evit he lakaat dirazañ evel an Iliz leun a c'hloar, hep saotr na roufenn na netra eus ar seurt-se, met santel ha divlam. | |
Ephe | BretonNT | 5:28 | Evel-se e tle an ezhec'h karout o gwragez evel o c'horfoù o-unan. An hini a gar e wreg en em gar e-unan, | |
Ephe | BretonNT | 5:29 | rak den ebet n'en deus kasaet biskoazh e gorf e-unan, met e vagañ hag e zerc'hel a ra evel ma ra ivez an Aotrou e-keñver an Iliz, | |
Ephe | BretonNT | 5:31 | Dre-se an den a guitaio e dad hag e vamm hag en em unano gant e wreg, hag an daou ne vint nemet ur c'hig. | |