EPHESIANS
Chapter 4
Ephe | BretonNT | 4:1 | Pediñ a ran eta ac'hanoc'h, me prizoniad en Aotrou, d'en em ren en un doare dellezek eus ar c'halvidigezh ez oc'h bet galvet drezañ, | |
Ephe | BretonNT | 4:2 | e pep izelegezh ha douster gant habaskted, oc'h en em c'houzañv an eil egile gant karantez, | |
Ephe | BretonNT | 4:4 | Bez' ez eus ur c'horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma'z oc'h bet galvet da un esperañs hepken dre ho kalvidigezh, | |
Ephe | BretonNT | 4:6 | un Doue hepken ha Tad d'an holl, a zo dreist an holl hag e-touez an holl hag ennoc'h holl. | |
Ephe | BretonNT | 4:8 | Dre-se eo e lavar: O vezañ pignet d'an nec'h, en deus kaset dalc'het an dalc'herezh, hag en deus lodennet donezonoù d'an dud. | |
Ephe | BretonNT | 4:9 | Hogen petra a dalvez: Pignet eo, ma ne vije ket bet diagent diskennet el lec'hioù izelañ eus an douar? | |
Ephe | BretonNT | 4:10 | An hini a zo diskennet, eo an hevelep hini hag a zo pignet dreist an holl neñvoù, evit ma leugnje an holl draoù. | |
Ephe | BretonNT | 4:11 | Eñ eo ivez en deus lakaet lod da ebestel, lod all da brofeded, lod all da avielourien, lod all da bastored ha doktored, | |
Ephe | BretonNT | 4:12 | evit parfetidigezh ar sent, evit labour ar servij hag evit savidigezh korf Krist, | |
Ephe | BretonNT | 4:13 | betek ma vimp holl deuet d'an unvaniezh er feiz hag en anaoudegezh Mab Doue, da stad an den peurc'hraet da vuzul ar vent peurvat eus Krist, | |
Ephe | BretonNT | 4:14 | evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh, | |
Ephe | BretonNT | 4:15 | met, o lavarout ar wirionez er garantez, ma kreskimp en holl draoù en hini a zo ar penn, Krist. | |
Ephe | BretonNT | 4:16 | Dioutañ ar c'horf a-bezh, urzhiet mat hag unanet start dre sikour an holl juntoù, a denn e greskañs hervez an nerzh roet da bep ezel, evit ma vo savet e-unan er garantez. | |
Ephe | BretonNT | 4:17 | Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N'en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù. | |
Ephe | BretonNT | 4:18 | Teñvalaet o deus o skiant, o vezañ pellaet diouzh buhez Doue abalamour d'an diouiziegezh a zo enno ha dre galeter o c'halon, | |
Ephe | BretonNT | 4:19 | o vezañ kollet pep santad, ez int en em roet d'al loustoni evit ober pep seurt hudurniezh gant taerded. | |
Ephe | BretonNT | 4:21 | da vihanañ mar hoc'h eus selaouet anezhañ ha mar d-oc'h bet, hervez ar wirionez a zo e Jezuz, desket ennañ | |
Ephe | BretonNT | 4:22 | da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc'hoantoù tromplus, | |
Ephe | BretonNT | 4:24 | ha da wiskañ an den nevez, krouet heñvel ouzh Doue, er reizhder hag e santelezh ar wirionez. | |
Ephe | BretonNT | 4:25 | Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac'hanoc'h hervez ar wirionez d'e nesañ, rak izili omp an eil d'egile. | |
Ephe | BretonNT | 4:28 | An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc'h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m'en devo peadra da reiñ d'an hini a zo en ezhomm. | |
Ephe | BretonNT | 4:29 | Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh evit ma raint vat d'ar re o c'hlevo. | |
Ephe | BretonNT | 4:30 | Na dristait ket Spered-Santel Doue, siellet oc'h bet gantañ evit deiz an dasprenadur. | |
Ephe | BretonNT | 4:31 | Ra vo pep c'hwervoni, pep kasoni, pep fulor, pep garmadenn, pep droukkomz kaset kuit eus ho touez, kenkoulz ha pep follentez. | |