HEBREWS
Chapter 2
Hebr | BretonNT | 2:1 | Rak-se e tleomp en em stagañ startoc'h ouzh an traoù hon eus klevet, gant aon na vefemp kollet en diabell. | |
Hebr | BretonNT | 2:2 | Rak mar d-eo bet galloudus ar gomz prezeget gant an aeled, ha mar he deus pep torridigezh ha pep disentidigezh resevet ur paeamant reizh, | |
Hebr | BretonNT | 2:3 | penaos e c'hellimp tec'hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet, | |
Hebr | BretonNT | 2:4 | Doue o nerzhañ o zesteni dre sinoù ha burzhudoù, dre veur a virakl ha donezonoù ar Spered-Santel hervez e volontez? | |
Hebr | BretonNT | 2:5 | Rak n'en deus ket lakaet dindan galloud an aeled ar bed da zont, a gomzomp diwar e benn. | |
Hebr | BretonNT | 2:6 | Met unan bennak en ul lech bennak en deus testeniet evel-se: Petra eo an den evit ma ec'h eus soñj anezhañ, pe mab an den evit ma parez da sell warnañ? | |
Hebr | BretonNT | 2:7 | Graet ec'h eus anezhañ un nebeud izeloc'h eget an aeled, e gurunet ec'h eus gant gloar hag enor, e lakaet ec'h eus da vestr war oberoù da zaouarn, | |
Hebr | BretonNT | 2:8 | ha lakaet ec'h eus an holl draoù dindan e dreid. Rak Doue, o vezañ lakaet an holl draoù dindanañ, n'en deus lezet netra na vefe ket dindanañ. Met ne welomp ket c'hoazh bremañ ez eo pep tra dindanañ. | |
Hebr | BretonNT | 2:9 | Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc'h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c'hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl. | |
Hebr | BretonNT | 2:10 | A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d'ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh. | |
Hebr | BretonNT | 2:11 | Rak hag an hini a santela hag ar re a zo santelaet a zeu eus unan hepken. Abalamour da-se n'en deus ket mezh ouzh o gervel e vreudeur, | |
Hebr | BretonNT | 2:12 | en ur lavarout: Kemenn a rin da anv da'm breudeur, meuliñ a rin ac'hanout e-kreiz ar vodadenn, | |
Hebr | BretonNT | 2:13 | ha c'hoazh: Me en em fizio ennañ, ha c'hoazh: Setu me amañ, me hag ar vugale en deus Doue roet din. | |
Hebr | BretonNT | 2:14 | Pa o deus eta ar vugale lod er c'hig hag er gwad, eñ en deus bet ivez lod e kement-se, evit ma tiskarje dre ar marv an hini en doa ar galloud war ar marv, da lavarout eo an diaoul, | |
Hebr | BretonNT | 2:15 | ha ma tieubje ar re holl a oa e-pad o buhez dindan ar sklaverezh dre aon rak ar marv. | |
Hebr | BretonNT | 2:17 | Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec'hedoù ar bobl, | |