Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
MARK
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 16
Mark BretonNT 16:1  Goude ma voe ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Salome, a brenas louzoù-frondus evit dont d'e valzamañ.
Mark BretonNT 16:2  Deiz kentañ ar sizhun, da sav-heol, e teujont mintin mat d'ar bez.
Mark BretonNT 16:3  Hag e lavarent etrezo: Piv a ruilho deomp ar maen diouzh dor ar bez?
Mark BretonNT 16:4  O vezañ sellet, e weljont ar maen a oa bet ruilhet, ha gwall vras e oa.
Mark BretonNT 16:5  O vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn, hag e voent spontet.
Mark BretonNT 16:6  Eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet, c'hwi a glask Jezuz a Nazared a zo bet staget ouzh ar groaz. Adsavet eo a varv, n'emañ ket amañ, setu al lec'h m'o doa lakaet anezhañ.
Mark BretonNT 16:7  Met it ha lavarit d'e ziskibien ha da Bêr ho tiaraogo e Galilea. Eno en gwelot evel m'en deus lavaret deoc'h.
Mark BretonNT 16:8  Int a yeas kuit buan hag a dec'has diouzh ar bez, rak e oant souezhet ha leuniet a aon. Ne lavarjont netra da zen, rak spontet e oant.
Mark BretonNT 16:9  O vezañ adsavet a varv da veure ar c'hentañ deiz eus ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m'en doa kaset kuit seizh diaoul anezhi.
Mark BretonNT 16:10  Hi a yeas hag a roas d'henn anavezout d'ar re a oa bet gantañ hag a oa e kañv hag en daeroù.
Mark BretonNT 16:11  Met int, o klevout e oa bev hag he doa-hi gwelet anezhañ, ne gredjont ket.
Mark BretonNT 16:12  Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent o vont war ar maez.
Mark BretonNT 16:13  Ar re-mañ a yeas d'henn lavarout d'ar re all ha n'o c'hredjont ket kennebeut.
Mark BretonNT 16:14  Da ziwezhañ en em ziskouezas d'an unnek evel ma oant ouzh taol hag e rebechas dezho o diskredoni ha o c'haleter a galon, abalamour n'o doa ket kredet ar re o doa e welet adsavet a varv.
Mark BretonNT 16:15  Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl ha prezegit an Aviel da bep krouadur.
Mark BretonNT 16:16  An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet, met an hini na gredo ket a vo kondaonet.
Mark BretonNT 16:17  Setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaouled em anv; komz a raint yezhoù nevez;
Mark BretonNT 16:18  kemer a raint an naered; mar evont un dra marvel bennak, ne raio ket a zroug dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv hag e vint yac'haet.
Mark BretonNT 16:19  An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv hag ec'h azezas en tu dehou da Zoue.
Mark BretonNT 16:20  Int a yeas kuit hag a brezegas dre holl, an Aotrou a laboure ganto hag a roe kred d'ar ger dre ar mirakloù a heulie. Amen.