Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
MARK
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 10
Mark BretonNT 10:1  O vont ac'hano, e teuas e kostezioù Judea en tu all d'ar Jordan. Ar bobl en em zastumas adarre war e dro hag, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn a-nevez.
Mark BretonNT 10:2  Ar farizianed a zeuas hag a c'houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit?
Mark BretonNT 10:3  Eñ a respontas dezho: Petra en deus Moizez gourc'hemennet deoc'h?
Mark BretonNT 10:4  Int a lavaras: Moizez a lez reiñ ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit.
Mark BretonNT 10:5  Neuze Jezuz a respontas dezho: Skrivet en deus deoc'h al lezenn-se abalamour da galeter ho kalon.
Mark BretonNT 10:6  Met e penn-kentañ ar grouadelezh, Doue a reas anezho gwaz ha plac'h.
Mark BretonNT 10:7  Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg,
Mark BretonNT 10:8  hag an daou a zeuio ur c'hig hepken. Evel-se ne d-int mui daou, met ur c'hig hepken.
Mark BretonNT 10:9  Arabat eo d'an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue.
Mark BretonNT 10:10  Pa voent e-barzh an ti, e ziskibien a c'houlennas c'hoazh digantañ diwar-benn-se.
Mark BretonNT 10:11  Eñ a lavaras dezho: Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh en he c'heñver,
Mark BretonNT 10:12  ha mar deu ur wreg da guitaat hec'h ozhac'h hag ma timez da unan all, e ra avoultriezh.
Mark BretonNT 10:13  Degaset e voe dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo, met an diskibien a c'hrozmole d'ar re o degase.
Mark BretonNT 10:14  Jezuz, o welout-se, a yeas droug ennañ hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo.
Mark BretonNT 10:15  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.
Mark BretonNT 10:16  Hag o vezañ o c'hemeret etre e zivrec'h, e lakaas e zaouarn warno hag o bennigas.
Mark BretonNT 10:17  Evel ma'z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Mark BretonNT 10:18  Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n'eo mat, nemet Doue hepken.
Mark BretonNT 10:19  Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a fals-testeni; na ra ket a faosoni; enor da dad ha da vamm.
Mark BretonNT 10:20  Eñ a respontas: Mestr, miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz.
Mark BretonNT 10:21  Ha Jezuz, o sellout outañ, a garas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra, kae, gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon, o kemer ar groaz.
Mark BretonNT 10:22  Met, glac'haret gant ar c’homzoù-se, ez eas kuit gwall drist, rak madoù bras en doa.
Mark BretonNT 10:23  Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d'e ziskibien: Pegen diaes e vo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!
Mark BretonNT 10:24  An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoù-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziañs er madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!
Mark BretonNT 10:25  Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
Mark BretonNT 10:26  Hag e voent c'hoazh muioc'h souezhet hag e lavarjont an eil d'egile: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet?
Mark BretonNT 10:27  Met Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d'an dud, met n'eo ket da Zoue, rak pep tra a zo posupl da Zoue.
Mark BretonNT 10:28  Neuze Pêr en em lakaas da lavarout dezhañ: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet.
Mark BretonNT 10:29  Jezuz a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos n'eus den en defe kuitaet ti, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaroù, abalamour din ha d'an Aviel,
Mark BretonNT 10:30  ha ne resevo adalek ar c'hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c'hoarezed, a vammoù, a vugale hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.
Mark BretonNT 10:31  Met kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, hag ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.
Mark BretonNT 10:32  Bez' e oant en hent o pignat da Jeruzalem, ha Jezuz a yae a-raok dezho. Spouronet e oant hag o doa aon en ur heuliañ anezhañ. O kemer adarre a-du an daouzek, en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout gantañ:
Mark BretonNT 10:33  Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo droukroet d'ar veleien vras ha d'ar skribed. Hag e kondaonint anezhañ d'ar marv hag e troukroint anezhañ d'ar baganed.
Mark BretonNT 10:34  Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, e krañchint outañ hag e lakaint anezhañ d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
Mark BretonNT 10:35  Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit.
Mark BretonNT 10:36  Eñ a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?
Mark BretonNT 10:37  Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c'hloar unan a-zehou hag egile a-gleiz dit.
Mark BretonNT 10:38  Met Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti?
Mark BretonNT 10:39  Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da evañ hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti,
Mark BretonNT 10:40  met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ, roet e vo d'ar re ma'z eo bet-se kempennet evito.
Mark BretonNT 10:41  An dek o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann.
Mark BretonNT 10:42  Jezuz o galvas hag a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoù ar vroadoù a vestroni anezho ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.
Mark BretonNT 10:43  Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer,
Mark BretonNT 10:44  ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo ho sklavour.
Mark BretonNT 10:45  Rak Mab an den n'eo ket deuet da vezañ servijet, met da servijañ hag da reiñ e vuhez evel daspren evit kalz.
Mark BretonNT 10:46  Dont a rejont da Jeriko. Hag evel ma'z eas kuit ac'hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c'houlenn an aluzen.
Mark BretonNT 10:47  O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared, en em lakaas da grial, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!
Mark BretonNT 10:48  Kalz a c'hourdrouze anezhañ evit e lakkat da devel, met eñ a grias c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!
Mark BretonNT 10:49  Jezuz o chom en e sav, a lavaras e c'hervel. Gervel a rejont an dall, hag e lavarjont dezhañ: Sav, bez kalonek, da c'hervel a ra.
Mark BretonNT 10:50  O teurel e vantell, e savas hag e teuas da gavout Jezuz.
Mark BretonNT 10:51  Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma’c’h adkavin ar gweled.
Mark BretonNT 10:52  Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da feiz he deus da yac'haet. Ha kerkent ec’h adkavas ar gweled hag ec'h heulias Jezuz en hent.