Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
MARK
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 6
Mark BretonNT 6:1  Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas en e vro hag e ziskibien a heulias anezhañ.
Mark BretonNT 6:2  Pa zeuas ar sabad, en em lakaas da gelenn er sinagogenn. Kalz eus ar re en kleve a voe souezhet hag a lavaras: A-belec'h e teu an traoù-se d'an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn?
Mark BretonNT 6:3  Ha n'eo ket eñ ar c'halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c'hoarezed, ha n'emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ.
Mark BretonNT 6:4  Jezuz a lavaras dezho: Ur profed a zo enoret, nemet en e vro e-unan, e-touez e gerent e-unan hag ar re eus e di e-unan.
Mark BretonNT 6:5  Ne c'hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac'haas un nebeud tud klañv en ur lakaat e zaouarn warno.
Mark BretonNT 6:6  Souezhet e voe eus o diskredoni. Hag ez eas dre ar bourc'hioù tro-war-dro, en ur gelenn.
Mark BretonNT 6:7  Gervel a reas an daouzek hag en em lakaas d'o c'has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur.
Mark BretonNT 6:8  Gourc'hemenn a reas dezho na gemerjent netra evit an hent nemet ur vazh, na sac'h, na bara, na moneiz er c'houriz,
Mark BretonNT 6:9  met sandalennoù en o zreid ha na zougjent ket daou wiskamant.
Mark BretonNT 6:10  Hag e lavaras dezho: En ti bennak ma'c'h antreot, chomit eno betek ma'z eot kuit eus al lec'h-se.
Mark BretonNT 6:11  P'en em gavo tud n'ho tegemerint ket ha n'ho selaouint ket, pa'z eot kuit ac'hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da Sodom ha da C'homora e deiz ar varn eget d'ar gêr-se.
Mark BretonNT 6:13  Kas a rejont kuit kalz a ziaouled hag ec'h olevjont gant eoul kalz a dud glañv hag e yac'hajont anezho.
Mark BretonNT 6:14  Ar roue Herodez a glevas komz anezhañ, rak e anv a oa brudet bras. Lavarout a reas: Yann-Vadezour a zo adsavet a-douez ar re varv, ha setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.
Mark BretonNT 6:15  Re all a lavare: Elia eo; ha re all a lavare: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded.
Mark BretonNT 6:16  Met Herodez, o klevout kement-se, a lavaras: Yann eo, an hini am eus graet dibennañ, adsavet eo a-douez ar re varv.
Mark BretonNT 6:17  Rak Herodez e-unan en doa kaset da gemer Yann hag en doa graet e eren er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m'en doa he dimezet,
Mark BretonNT 6:18  ha Yann a lavare da Herodez: N'eo ket aotreet dit kaout gwreg da vreur.
Mark BretonNT 6:19  Herodiaz he doa droug outañ hag a c'hoantae e lakaat d'ar marv. Met ne c'helle ket,
Mark BretonNT 6:20  rak Herodez a zouje Yann, oc'h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel. Prederius e oa en e geñver, ober a rae zoken kalz a draoù eus e alioù hag en selaoue gant plijadur.
Mark BretonNT 6:21  Met un devezh a-vat a zeuas. Herodez, evit deiz e c'hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea.
Mark BretonNT 6:22  Merc'h Herodiaz, o vezañ deuet, a zañsas, hag a blijas da Herodez ha d'ar re a oa azezet gantañ. Ar roue a lavaras d'ar plac'h yaouank: Goulenn diganin ar pezh a gari hag en roin dit.
Mark BretonNT 6:23  Ha gant le e lavaras: Kement a c'houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh.
Mark BretonNT 6:24  O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag e lavaras: Penn Yann-Vadezour.
Mark BretonNT 6:25  O vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes bremañ din, war ur plad, penn Yann-Vadezour.
Mark BretonNT 6:26  Ar roue a voe glac'haret bras, met, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, ne fellas ket dezhañ nac'hañ outi.
Mark BretonNT 6:27  Raktal e kasas unan eus e warded hag e c'hourc'hemennas dezhañ degas penn Yann. Ar gward a yeas hag a droc'has e benn er prizon,
Mark BretonNT 6:28  hag en degasas war ur plad. E reiñ a reas d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank en roas d'he mamm.
Mark BretonNT 6:29  E zskibien o vezañ klevet kement-se, a zeuas, a gemeras e gorf hag a lakaas anezhañ en ur bez.
Mark BretonNT 6:30  An ebestel a zeuas da gavout Jezuz hag a lavarjont dezhañ kement o doa graet ha kement o doa kelennet.
Mark BretonNT 6:31  Eñ a lavaras dezho: Deuit a-du en ul lec'h diamezeg ha diskuizhit un nebeudig. Rak kement a dud a yae hag a zeue ken n'o doe ket amzer zoken da zebriñ.
Mark BretonNT 6:32  Mont a rejont eta en ur vag, a-du en ul lec'h diamezeg.
Mark BretonNT 6:33  Met ar bobl a welas anezho o vont kuit ha kalz en anavezas. O redek war droad eus an holl gêrioù, ec'h errujont a-raok dezho hag e teujont asambles en e arbenn.
Mark BretonNT 6:34  Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud hag en doe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep mesaer, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.
Mark BretonNT 6:35  Evel ma oa dija diwezhat, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro ha diwezhat eo,
Mark BretonNT 6:36  kas anezho kuit, evit ma'z aint er c'hêrioùigoù hag er bourc'hioù tro-war-dro ha ma prenint bara, rak n'o deus netra da zebriñ.
Mark BretonNT 6:37  Eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag e respontjont dezhañ: Mont a rafemp da brenañ evit daou c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) a vara, evit reiñ dezho da zebriñ?
Mark BretonNT 6:38  Eñ a lavaras dezho: Pet bara hoc'h eus? It ha sellit. P'o doe gwelet, e lavarjont: Pemp, ha daou besk.
Mark BretonNT 6:39  Neuze e c'hourc'hemennas dezho lakaat an holl da azezañ, a vandennoù, war ar geot glas.
Mark BretonNT 6:40  Hag ec'h azezjont a renkoù dre gantadoù ha dre hanter-kantadoù.
Mark BretonNT 6:41  Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl. Lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl.
Mark BretonNT 6:43  Hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an tammoù bara hag eus ar pesked.
Mark BretonNT 6:44  Ar re o doa debret eus ar baraoù-se a oa war-dro pemp mil den.
Mark BretonNT 6:45  Kerkent goude, e lakaas e ziskibien da vont er vag ha d'e ziaraogiñ en tu all, etrezek Betsaida, e-pad ma kasje ar bobl en o hent.
Mark BretonNT 6:46  P'en doe o c'haset kuit, e pignas war ar menez evit pediñ.
Mark BretonNT 6:47  An abardaez o vezañ deuet, ar vag a oa e-kreiz ar mor, hag eñ a oa e-unan war an douar.
Mark BretonNT 6:48  Gwelout a reas o doa kalz a boan o roeñvat rak an avel a oa en o enep. War-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz, e teuas d'o c'havout o kerzhout war ar mor, ha c'hoant en doa d'o diaraogiñ.
Mark BretonNT 6:49  Pa weljont anezhañ o kerzhout war ar mor, e kredjont e oa un teuz hag e krijont,
Mark BretonNT 6:50  rak holl e weljont anezhañ hag e voent spontet. Met kerkent e komzas outo hag e lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon.
Mark BretonNT 6:51  Pignat a reas ganto er vag hag an avel a baouezas. Souezhet meurbet e voent enno o-unan ha leuniet a estlamm,
Mark BretonNT 6:52  rak n'o doa ket komprenet mirakl ar baraoù, dre ma oa o c'halonoù kaledet.
Mark BretonNT 6:53  P'o doe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared hag e touarjont eno.
Mark BretonNT 6:54  Pa voent aet er-maez eus ar vag, an dud en anavezas raktal.
Mark BretonNT 6:55  Hag e redjont dre an holl vro tro-war-dro hag en em lakajont da zougen war gweleoù ar re a oa klañv, e kement lec'h ma klevent e oa.
Mark BretonNT 6:56  E pelec'h bennak ma'z ae, er bourc'hioù pe er c'hêrioù pe war ar maez, e lakaent an dud klañv war al leurgêrioù hag e pedent anezhañ d'o lezel da vihanañ da stekiñ ouzh bord e sae. Hag ar re holl a stoke outañ a oa yac'haet.