Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
MARK
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 12
Mark BretonNT 12:1  En em lakaas da gomz outo dre barabolennoù. Un den a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.
Mark BretonNT 12:2  Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg.
Mark BretonNT 12:3  Met o vezañ kroget ennañ e kannjont anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.
Mark BretonNT 12:4  Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all, met e veinata a rejont, e c'hloazjont en e benn hag e kasjont anezhañ kuit goude bezañ graet dezhañ meur a zismegañs.
Mark BretonNT 12:5  Kas a reas c'hoazh unan all hag a voe lazhet ganto, ha kalz a re all, kannet e oa lod ha lazhet lod all.
Mark BretonNT 12:6  Da ziwezhañ, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezhañ dezho, en ur lavarout: Doujañ a raint va mab.
Mark BretonNT 12:7  Met ar winierien-mañ a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ hag an hêrezh a vo deomp.
Mark BretonNT 12:8  Hag o vezañ kroget ennañ, en lazhjont hag e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg.
Mark BretonNT 12:9  Petra eta a raio mestr ar winieg? Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all.
Mark BretonNT 12:10  Ha n'hoc'h eus ket lennet ar gomz-mañ er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c'horn;
Mark BretonNT 12:11  kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad?
Mark BretonNT 12:12  Klask a rejont kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl. Anavezout a rejont mat en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho. Hag e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.
Mark BretonNT 12:13  Kas a rejont dezhañ hiniennoù eus ar farizianed hag eus an herodianed, evit e dapout en e gomzoù.
Mark BretonNT 12:14  O vezañ eta deuet d'e gavout, e lavarjont dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n'eo ket?
Mark BretonNT 12:15  E baeañ a raimp-ni pe ne raimp ket? Met eñ, oc'h anavezout o filpouzerezh, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon? Degasit din un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) evit ma welin anezhañ.
Mark BretonNT 12:16  Hag e tegasjont dezhañ unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar.
Mark BretonNT 12:17  Ha Jezuz a respontas dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. Hag e voent souezhet bras gantañ.
Mark BretonNT 12:18  Neuze ar sadukeiz, hag a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d'e gavout hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
Mark BretonNT 12:19  Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez evit sevel ul lignez d'e vreur.
Mark BretonNT 12:20  Bez' e oa seizh breur. An hini kentañ o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale.
Mark BretonNT 12:21  An eil a gemeras anezhi hag a varvas hep lezel kennebeut a vugale. Hag an trede en hevelep doare.
Mark BretonNT 12:22  Ar seizh a gemeras anezhi ha ne lezjont ket a vugale. Ha d'an diwezhañ-holl, ar wreg a varvas ivez.
Mark BretonNT 12:23  Neuze pa advevint, en adsavidigezh a varv, da behini anezho e vo gwreg? Rak bet eo gwreg dezho o seizh.
Mark BretonNT 12:24  Jezuz a respontas dezho: Ha n'emaoc'h ket en dallentez, dre n'anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue?
Mark BretonNT 12:25  Rak pa adsavor a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled en neñv.
Mark BretonNT 12:26  Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet e levr Moizez, dirak ar vodenn, penaos Doue a gomzas outañ o lavarout: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob?
Mark BretonNT 12:27  N'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. En un dallentez bras emaoc'h eta.
Mark BretonNT 12:28  Unan eus ar skribed o c'hlevas o riotal. O welout en doa respontet mat dezho, e tostaas hag e c'houlennas digantañ: Pehini eo ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù?
Mark BretonNT 12:29  Jezuz a respontas dezhañ: Ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken,
Mark BretonNT 12:30  ha karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj, eus da holl nerzh. Hennezh eo ar c'hentañ gourc'hemenn.
Mark BretonNT 12:31  Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. N'eus ket a c'hourc'hemennoù all brasoc'h eget ar re-mañ.
Mark BretonNT 12:32  Ar skrib a lavaras dezhañ: Mat eo, Mestr, lavaret ec'h eus gant gwirionez n'eus nemet un Doue ha n'eus hini all ebet nemetañ,
Mark BretonNT 12:33  ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù.
Mark BretonNT 12:34  Jezuz, o welout en doa respontet gant furnez, a lavaras dezhañ: N'out ket pell diouzh rouantelezh Doue. Ha neuze den ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.
Mark BretonNT 12:35  Evel ma oa Jezuz o kelenn en templ, e lavaras: Penaos e lavar ar skribed ez eo ar C'hrist Mab David?
Mark BretonNT 12:36  Rak David a lavaras e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
Mark BretonNT 12:37  David e-unan eta a c'halv anezhañ Aotrou, ha penaos eo-eñ e vab? Ha kalz a dud a selaoue anezhañ gant plijadur.
Mark BretonNT 12:38  En ur gelenn anezho, e lavare ivez dezho: Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù,
Mark BretonNT 12:39  a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù hag ar plasoù kentañ er festoù,
Mark BretonNT 12:40  a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.
Mark BretonNT 12:41  Jezuz, o vezañ azezet dirak ar c'hef, a selle penaos e lakae an dud arc'hant en teñzor. Kalz a dud pinvidik a daole kalz.
Mark BretonNT 12:42  Dont a reas un intañvez paour hag a daolas e-barzh daou bezhig, oc'h ober ur gwenneg.
Mark BretonNT 12:43  O vezañ galvet e ziskibien, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus roet muioc'h eget ar re all holl o deus lakaet en teñzor,
Mark BretonNT 12:44  rak holl o deus lakaet eus ar pezh o doa a re, met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement he doa, kement holl a oa chomet ganti evit bevañ.