Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
MARK
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 5
Mark BretonNT 5:1  Erruout a rejont en tu all d'ar mor, e bro ar C'hadareniz.
Mark BretonNT 5:2  Kerkent ha ma tiskennas eus ar vag, un den dalc'het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d'e gavout.
Mark BretonNT 5:3  Chom a rae er bezioù ha den ne c'helle e zerc'hel ereet, gant chadennoù zoken.
Mark BretonNT 5:4  Rak alies, o kaout an hern ouzh e dreid hag o vezañ bet ereet gant chadennoù, en doa torret ar chadennoù ha friket an hern, ha den ne c'helle e zoñvaat.
Mark BretonNT 5:5  Chom a rae dalc'hmat, noz ha deiz, war ar menezioù hag er bezioù, o krial hag oc'h en em vloñsañ gant mein.
Mark BretonNT 5:6  P'en doe gwelet Jezuz a-bell, e teredas, e taoulinas dirazañ
Mark BretonNT 5:7  hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac'hanon.
Mark BretonNT 5:8  Rak e lavare dezhañ: Spered hudur, kae eus an den-se!
Mark BretonNT 5:9  Jezuz a c'houlennas digantañ: Pe anv ac'h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion, rak kalz omp.
Mark BretonNT 5:10  Hag e pedas start anezhañ na gasje ket anezho er-maez eus ar vro-se.
Mark BretonNT 5:11  Bez' e oa eno, war ar menezioù, ur vandenn vras a voc'h o peuriñ.
Mark BretonNT 5:12  Hag an holl ziaouled en pedas o lavarout: Kas ac'hanomp er moc'h-se, evit ma'z aimp enno.
Mark BretonNT 5:13  Raktal Jezuz o lezas da vont. Hag ar speredoù hudur-mañ, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h hag ar vandenn en em daolas war red eus al lec'h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor. Bez' e oa anezho war-dro daou vil.
Mark BretonNT 5:14  Ar re a vesae ar moc'h a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez. An dud a zeuas da welout ar pezh a oa erruet.
Mark BretonNT 5:15  Dont a rejont da gavout Jezuz hag e weljont an hini a oa bet dalc'het gant an diaouled, an hini a oa bet dalc'het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat. Hag o doe aon.
Mark BretonNT 5:16  Ar re o doa gwelet kement-se a lavaras dezho ar pezh a oa c'hoarvezet gant an hini a oa dalc'het gant an diaouled, ha gant ar moc'h.
Mark BretonNT 5:17  Neuze en em lakajont d'e bediñ da bellaat diouzh o bro.
Mark BretonNT 5:18  Pa oa aet er vag, an hini a oa bet dalc'het gant an diaouled en pedas d'e lezel da vont gantañ.
Mark BretonNT 5:19  Met Jezuz n'en lezas ket hag a lavaras dezhañ: Kae da'z ti, etrezek da dud, ha lavar dezho an traoù bras en deus an Aotrou graet dit ha penaos en deus bet truez ouzhit.
Mark BretonNT 5:20  Eñ a yeas kuit hag en em lakaas da embann e Dekapoliz an traoù bras en doa Jezuz graet dezhañ, hag e oant holl souezhet bras.
Mark BretonNT 5:21  Jezuz o vezañ adarre treuzet ar mor er vag hag aet d'an tu all, ur bobl vras en em zastumas en-dro dezhañ. Tost d'ar mor e oa.
Mark BretonNT 5:22  Setu, unan eus pennoù ar sinagogenn, anvet Jairuz, a zeuas, hag o vezañ e welet, en em daolas d'e dreid
Mark BretonNT 5:23  hag a bedas start anezhañ, o lavarout: Va merc'h vihan a zo prest da vervel, deus da lakaat da zaouarn warni evit ma vo yac'haet, hag e vevo.
Mark BretonNT 5:24  Mont a reas gantañ. Ur bobl vras a yeas war e lerc'h hag a waskas anezhañ.
Mark BretonNT 5:25  Bez' e oa ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa.
Mark BretonNT 5:26  Gouzañvet he doa kalz a boan etre daouarn ar vedisined ha dispignet he doa he holl vadoù hep bezañ resevet diboan ebet, met aet e oa kentoc'h war gwashaat.
Mark BretonNT 5:27  O vezañ klevet komz eus Jezuz, e teuas e-touez ar bobl dre ziadreñv hag e stokas ouzh e zilhad.
Mark BretonNT 5:28  Rak hi a lavare: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet.
Mark BretonNT 5:29  Raktal he diwadañ a baouezas, hag e santas en he c'horf e oa yac'haet eus he foan.
Mark BretonNT 5:30  Kerkent Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan ar galloud a oa aet er-maez anezhañ, en em droas e-kreiz ar bobl, o lavarout: Piv en deus stoket ouzh va dilhad?
Mark BretonNT 5:31  E ziskibien a lavaras dezhañ: Te a wel e wask ar bobl ac'hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?
Mark BretonNT 5:32  Hag e selle en-dro evit gwelout piv en doa graet-se.
Mark BretonNT 5:33  Ar wreg, spontet hag en ur grenañ, o c'houzout ar pezh a oa bet graet enni, a zeuas, en em daolas d'e dreid hag a lavaras dezhañ an holl wirionez.
Mark BretonNT 5:34  Lavarout a reas dezhi: Merc'h, da feiz he deus da yac'haet, kae e peoc'h ha bez dizereet eus da gleñved.
Mark BretonNT 5:35  Evel ma komze c'hoazh, tud eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc'h a zo marv, na dregas ket ken ar Mestr.
Mark BretonNT 5:36  Kerkent ha m'en doe Jezuz klevet kement-se, e lavaras da benn ar sinagogenn: Na'z pez ket aon, kred hepken.
Mark BretonNT 5:37  Ha ne lezas den da heuliañ anezhañ, nemet Pêr, Jakez ha Yann breur Jakez.
Mark BretonNT 5:38  O vezañ erruet e ti penn ar sinagogenn, e welas e raed ennañ un drouz vras ha tud a ouele hag a laoske kriadennoù kreñv.
Mark BretonNT 5:39  O vezañ aet e-barzh, e lavaras dezho: Perak e rit an drouz-se ha perak e ouelit? Ar bugel n'eo ket marv, met kousket a ra.
Mark BretonNT 5:40  Int a reas goap anezhañ. Met eñ, o vezañ graet dezho holl mont er-maez, a gemeras tad ha mamm ar bugel, hag ar re a oa gantañ, hag ez eas el lec'h ma oa gourvezet.
Mark BretonNT 5:41  O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talita koumi, da lavarout eo: Plac'h yaouank, me a lavar dit, sav.
Mark BretonNT 5:42  Kerkent ar plac'h yaouank a savas hag en em lakaas da gerzhout, rak oadet e oa a zaouzek vloaz. Hag e voent souezhet meurbet.
Mark BretonNT 5:43  Hag ec'h urzhias start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e c'hourc'hemennas reiñ dezhi da zebriñ.