Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
MARK
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 9
Mark BretonNT 9:1  Lavarout a reas dezho ivez: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud.
Mark BretonNT 9:2  C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c'hasas o-unan a-du war ur menez uhel. Hag e voe treuzneuziet dirazo.
Mark BretonNT 9:3  E zilhad a zeuas da vezañ lugernus, gwenn evel an erc'h, ken n'eus gwenner ebet war an douar a c'hellfe gwennañ evel-se.
Mark BretonNT 9:4  Elia ha Moizez en em ziskouezas dezho, o komz gant Jezuz.
Mark BretonNT 9:5  Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia.
Mark BretonNT 9:6  Rak ne ouie ket petra lavarout, abalamour m'o doe ur spont bras.
Mark BretonNT 9:7  Hag e teuas ur goabrenn d'o goleiñ, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat. Selaouit eñ!
Mark BretonNT 9:8  Kerkent an diskibien, o vezañ sellet en-dro dezho, ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan ganto.
Mark BretonNT 9:9  Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o doa gwelet, ken na vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv.
Mark BretonNT 9:10  Hag e talc'hjont ar gomz-se, o c'houlenn an eil digant egile petra a c'hellje bezañ: Adsevel a-douez ar re varv.
Mark BretonNT 9:11  Hag e c'houlennjont outañ o lavarout: Perak e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ?
Mark BretonNT 9:12  Respont a reas dezho: Gwir eo penaos Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra, ha penaos Mab an den, hervez ma'z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù ha bezañ disprizet?
Mark BretonNT 9:13  Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo deuet, hag o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet evel ma'z eo skrivet diwar e benn.
Mark BretonNT 9:14  O vezañ deuet etrezek an diskibien all, e welas kalz a bobl en-dro dezho ha skribed a dabute ganto.
Mark BretonNT 9:15  Raktal evel ma welas an holl bobl-se anezhañ, e voent souezhet bras, hag o teredek e saludjont anezhañ.
Mark BretonNT 9:16  Eñ a c'houlennas digant ar skribed: diwar-benn petra e tabutit ganto?
Mark BretonNT 9:17  Un den eus ar bobl, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, degaset em eus dit va mab hag a zo dalc'het gant ur spered mut.
Mark BretonNT 9:18  E pelec'h bennak ma krog ennañ, e taol anezhañ d'an douar, hag eñ a eon, a c'hrigoñs e zent hag a zisec'h. Pedet em eus da ziskibien d'e gas kuit ha n'o deus ket gallet.
Mark BretonNT 9:19  Eñ a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ din.
Mark BretonNT 9:20  E zegas a rejont dezhañ. Raktal m'en gwelas, ar spered a zifretas anezhañ gant nerzh, hag e kouezhas d'an douar o ruilhal hag oc'h eoniñ.
Mark BretonNT 9:21  Eñ a c'houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c'hoarvez kement-mañ gantañ? Abaoe e vugaleaj, a respontas.
Mark BretonNT 9:22  Alies en deus e daolet en tan hag en dour evit e lakaat da vervel. Met mar gellez un dra bennak, sikour ac'hanomp, az pez truez ouzhimp.
Mark BretonNT 9:23  Jezuz a lavaras dezhañ: Mar gellez krediñ, pep tra a zo posupl d'an hini a gred.
Mark BretonNT 9:24  Kerkent tad ar bugel a grias gant daeroù: Me a gred, Aotrou! Sikour ac'hanon em diskredoni!
Mark BretonNT 9:25  Jezuz o welout ar bobl o redek a vandenn, a c'hourdrouzas ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c'hourc'hemenn dit, kae kuit anezhañ ha na da ken ennañ.
Mark BretonNT 9:26  Mont a reas kuit o leuskel ur griadenn vras hag o tifretañ anezhañ gant nerzh. Ar bugel a zeuas evel marv, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Marv eo.
Mark BretonNT 9:27  Met Jezuz, o kemer e zorn, a reas dezhañ sevel. Hag e chomas en e sav.
Mark BretonNT 9:28  Pa voe aet en ti, e ziskibien a c'houlennas digantañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit anezhañ?
Mark BretonNT 9:29  Eñ a respontas dezho: Ar seurt-se ne c'hell ket mont kuit, nemet dre ar bedenn ha dre ar yun.
Mark BretonNT 9:30  O vezañ aet ac'hano, e treuzjont vro C'halilea. Ne felle ket dezhañ e vije gouezet gant den.
Mark BretonNT 9:31  Rak e kelenne e ziskibien hag e lavaras dezho: Mab an den a vo droukroet etre daouarn an dud hag e lakaint anezhañ d'ar marv. Goude ma vo bet lazhet, ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
Mark BretonNT 9:32  Met ne gomprenent ket ar c'homzoù-se ha ne gredent ket goulenn digantañ.
Mark BretonNT 9:33  Dont a reas da Gafarnaoum. O vezañ en ti, e c'houlennas diganto: Diwar-benn petra en em dabutec'h en hent?
Mark BretonNT 9:34  Met int a dave, rak en em dabutet o doa en hent war an hini a vije ar brasañ.
Mark BretonNT 9:35  O vezañ azezet, e c'halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c'hoanta unan bennak bezañ ar c'hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl.
Mark BretonNT 9:36  O vezañ kemeret ur bugel bihan, e lakaas anezhañ en o c'hreiz hag, o terc'hel anezhañ etre e zivrec'h, e lavaras dezho:
Mark BretonNT 9:37  Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ em anv a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, n'eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c'haset.
Mark BretonNT 9:38  Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv ha ne heuilh ket ac'hanomp. Difennet hon eus outañ abalamour na heuilh ket ac'hanomp.
Mark BretonNT 9:39  Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se, rak n'eus den a rafe mirakloù em anv hag a c'hellfe kerkent droukkomz ac'hanon.
Mark BretonNT 9:40  Rak an hini n'emañ ket a-enep deomp a zo evidomp.
Mark BretonNT 9:41  Ha piv bennak a roio deoc'h ur werennad dour da evañ em anv, abalamour ma'z oc'h da Grist, me a lavar deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr.
Mark BretonNT 9:42  Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc'h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug ha e vefe taolet er mor.
Mark BretonNT 9:43  Ma laka ac'hanout da zorn da gouezhañ, troc'h anezhañ. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn,
Mark BretonNT 9:44  en tan ne voug biken, e pelec'h o freñv ne varv ket hag an tan ne voug ket.
Mark BretonNT 9:45  Ha ma laka ac'hanout da droad da gouezhañ, troc'h anezhañ. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad ha bezañ taolet er gehenn, en tan ne voug biken,
Mark BretonNT 9:46  e pelec'h o freñv ne varv ket hag an tan ne voug ket.
Mark BretonNT 9:47  Ha ma laka ac'hanout da lagad da gouezhañ, diframm anezhañ. Gwelloc'h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn,
Mark BretonNT 9:48  e pelec'h o freñv ne varv ket hag an tan ne voug ket.
Mark BretonNT 9:49  Rak pep hini a vo sallet gant tan, ha pep prof a vo sallet gant holen.
Mark BretonNT 9:50  Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet? Ho pet holen ennoc'h hoc'h-unan ha bezit e peoc'h etrezoc'h.