II CORINTHIANS
Chapter 1
II C | BretonNT | 1:1 | Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Timote, da Iliz Doue a zo e Korint ha d'an holl sent a zo en Akaia a-bezh: | |
II C | BretonNT | 1:2 | Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist! | |
II C | BretonNT | 1:3 | Benniget ra vo Doue Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, Tad an trugarezioù hag an Doue a bep frealz, | |
II C | BretonNT | 1:4 | hor frealziñ a ra en hon holl c'hlac'haroù, evit ma c'hellimp frealziñ ar re holl a zo en ur glac'har bennak dre ar frealz a resevomp hon-unan digant Doue. | |
II C | BretonNT | 1:6 | Pa'z omp glac'haret, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh, a zo kaset da benn dre ar basianted da c'houzañv an hevelep poanioù hag ar re a c'houzañvomp ni ivez. Pa'z omp frealzet, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh. | |
II C | BretonNT | 1:7 | Hag an esperañs hon eus en ho keñver a zo start, oc'h anavezout penaos pa hoc'h eus lod er poanioù, ho po ivez lod er frealz. | |
II C | BretonNT | 1:8 | Rak, breudeur, ne fell ket deomp n'oufec'h ket diwar-benn ar glac'har a zo deuet deomp en Azia, penaos omp bet gwall vec'hiet, dreist hon nerzh, en hevelep doare m'hon doa zoken kollet an esper da zerc'hel hor buhez. | |
II C | BretonNT | 1:9 | Hag en em sellemp hon-unan evel tud kondaonet d'ar marv, evit na lakajemp ket hor fiziañs ennomp hon-unan, met e Doue a adsav a varv. | |
II C | BretonNT | 1:10 | Eñ eo en deus hon dieubet hag hon dieub eus ur seurt marv, hag hon eus an esper-mañ e tieubo ac'hanomp c'hoazh. | |
II C | BretonNT | 1:11 | Sikouret omp ivez ganeoc'h dre ho pedennoù evidomp, evit ma teuio ar c'hras hon eus resevet dre meur a hini da vezañ anavezet dre an trugarez a raio meur a hini diwar hor penn. | |
II C | BretonNT | 1:12 | Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c'houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue. | |
II C | BretonNT | 1:13 | Rak ne skrivomp deoc'h netra all nemet ar pezh a lennit hag ivez a anzavit. Esperout a ran en anzavot betek an diwezh, | |
II C | BretonNT | 1:14 | evel ma hoc'h eus ivez anzavet un tamm ez omp ho kloar, hag evel ma viot ivez hon hini e deiz an Aotrou Jezuz. | |
II C | BretonNT | 1:15 | Er fiziañs-se eo e c'hoantaen da gentañ mont d'ho kavout evit m'ho pije un eil gras, | |
II C | BretonNT | 1:16 | neuze tremen eus ho pro e Makedonia, ha goude eus Makedonia distreiñ d'ho kavout, ha bezañ ambrouget ganeoc'h e Judea. | |
II C | BretonNT | 1:17 | Met hag em eus graet dre skañvadurezh pa em eus soñjet kement-se, pe ar pezh a soñjan, bez' eo hervez ar c'hig en hevelep doare ma vez ennon ar "ya, ya" hag an "nann, nann"? | |
II C | BretonNT | 1:18 | Met Doue a zo feal, hag ar ger hoc'h eus resevet diganeomp n'eo ket bet "ya" ha "nann". | |
II C | BretonNT | 1:19 | Rak Jezuz-Krist, Mab Doue, an hini a zo bet prezeget deoc'h ganeomp, ganin-me, gant Silvan, gant Timote, n'eo ket bet "ya" ha "nann", met bet eo "ya" ennañ. | |
II C | BretonNT | 1:23 | Ha kemer a ran Doue da dest war va ene, penaos evit hoc'h espern eo n'on ket aet c'hoazh da Gorint, | |