Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
PHILEMON
Up
1
Toggle notes
Chapter 1
Phil BretonNT 1:1  Paol, prizoniad Jezuz-Krist, ha Timote hor breur, da Filemon, hor c'haret-mat hag hor c'henlabourer,
Phil BretonNT 1:2  d'hor c'haret-mat Apfia, da Arkipuz hor c'henvrezelour, ha d'an Iliz a zo en da di:
Phil BretonNT 1:3  Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Phil BretonNT 1:4  Trugarekaat a ran va Doue dalc'hmat, o kaout soñj ac'hanout em pedennoù,
Phil BretonNT 1:5  o vezañ klevet diwar-benn ar feiz ac'h eus en Aotrou Jezuz ha da garantez evit an holl sent,
Phil BretonNT 1:6  evit ma vo efedus oberenn da feiz nerzhus en ur lakaat da c'houzout an holl vat en em ra en ho touez e Jezuz-Krist.
Phil BretonNT 1:7  Rak, va breur, da garantez he deus roet deomp ul levenez vras hag ur frealz mat, dre ma ec'h eus laouenaet kalonoù ar sent.
Phil BretonNT 1:8  Dre-se, petra bennak ma em eus e Krist ul librentez vras da c'hourc'hemenn dit ar pezh a zo dereat,
Phil BretonNT 1:9  koulskoude e pedan kentoc'h ac'hanout en anv ar garantez, o vezañ ar pezh ez on, Paol koshaet, ha bremañ zoken prizoniad Jezuz-Krist,
Phil BretonNT 1:10  e pedan ac'hanout evit va bugel Onezim, am eus ganet o vezañ er chadennoù,
Phil BretonNT 1:11  a zo bet gwechall didalvoud dit, met a zo bremañ talvoudek dit koulz ha din, hag a gasan en-dro dit.
Phil BretonNT 1:13  C'hoant em boa d'e zerc'hel ganin, evit ma servije ac'hanon en da lec'h en ereoù ma'z on evit an Aviel.
Phil BretonNT 1:14  Met n'eo ket bet fellet din ober netra hep da ali, evit na vefe ket da vadober evel un dra ret, met a volontez vat.
Phil BretonNT 1:15  Rak marteze n'eo bet pellaet diouzhit nemet evit un nebeud amzer, evit ma kavi anezhañ a-nevez da viken,
Phil BretonNT 1:16  n'eo ket mui evel ur sklavour, met dreist ur sklavour, evel ur breur karet-mat, dreist-holl ganin-me ha muioc'h c'hoazh ganit-te, hervez ar c'hig hag hervez an Aotrou.
Phil BretonNT 1:17  Mar sellez eta ac'hanon evel unanet dit, degemer anezhañ eveldon va-unan.
Phil BretonNT 1:18  Mar en deus graet ur gaou bennak ouzhit pe mar dle dit un dra bennak, laka kement-se war va c'hont.
Phil BretonNT 1:19  Me Paol a skriv kement-mañ eus va dorn va-unan, me en paeo hep lavarout dit penaos en em dleez da-unan din.
Phil BretonNT 1:20  Ya, breur, ra resevin ar blijadur-se diganit en Aotrou, laouena va c'halon en Aotrou.
Phil BretonNT 1:21  Skrivañ a ran dit leun a fiziañs e senti ouzhin, oc'h anavezout penaos e ri zoken muioc'h eget na lavaran.
Phil BretonNT 1:22  War un dro, kempenn din ul lojeiz, rak esperout a ran e vin rentet deoc'h dre ho pedennoù.
Phil BretonNT 1:24  Mark, Aristark, Demaz, ha Lukaz, va c'henlabourerien, a salud ac'hanout.
Phil BretonNT 1:25  Ra vo gras hon Aotrou Jezuz-Krist gant ho spered! Amen.