MATTHEW
Chapter 2
Matt | BretonNT | 2:1 | Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem, | |
Matt | BretonNT | 2:2 | en ur lavarout: Pelec'h emañ an hini a zo ganet da roue d'ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol ha deuet omp d'e azeuliñ. | |
Matt | BretonNT | 2:4 | O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c'houlennas diganto pelec'h e tlee bezañ ganet ar C'hrist. | |
Matt | BretonNT | 2:5 | Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed: | |
Matt | BretonNT | 2:6 | Ha te, Betlehem, douar Juda, n'out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Juda, rak ac'hanout eo e teuio ur penn a reno va fobl Israel. | |
Matt | BretonNT | 2:7 | Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c'houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn. | |
Matt | BretonNT | 2:8 | Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It ha goulennit gant preder pelec'h emañ ar bugel bihan. Pa ho po e gavet, roit din da anavezout evit ma'z in me ivez d'e azeuliñ. | |
Matt | BretonNT | 2:9 | Ar re-mañ, goude bezañ klevet ar roue, a yeas kuit. Ha setu, ar steredenn o doa gwelet er sav-heol a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-us d'ul lec'h ma oa ar bugel bihan. | |
Matt | BretonNT | 2:11 | O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir. | |
Matt | BretonNT | 2:12 | O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, ne zistrojont ket da gavout Herodez. Mont a rejont d'o bro dre un hent all. | |
Matt | BretonNT | 2:13 | Goude ma oant aet kuit, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit, rak Herodez a glasko ar bugel bihan evit e lakaat d'ar marv. | |
Matt | BretonNT | 2:14 | Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt. | |
Matt | BretonNT | 2:15 | Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed: Galvet em eus va mab eus an Ejipt. | |
Matt | BretonNT | 2:16 | Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc'h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed. | |
Matt | BretonNT | 2:18 | Garmoù a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras, Rachel o ouelañ he bugale, ha ne fellas ket dezhi bezañ dic'hlac'haret, abalamour n'emaint mui. | |
Matt | BretonNT | 2:19 | Goude marv Herodez, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt dre un huñvre, | |
Matt | BretonNT | 2:20 | o lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha kae da vro Israel, rak ar re a glaske ar bugel bihan evit e lazhañ a zo marv. | |
Matt | BretonNT | 2:21 | Hemañ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm, hag a zeuas e bro Israel. | |
Matt | BretonNT | 2:22 | Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en doe aon da vont di. O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea. | |