MATTHEW
Chapter 23
Matt | BretonNT | 23:3 | Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc'h da virout, met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront met ne reont ket. | |
Matt | BretonNT | 23:4 | Eren a reont bec'hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz. | |
Matt | BretonNT | 23:5 | O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad, | |
Matt | BretonNT | 23:6 | karout a reont ar plasoù kentañ er festoù hag ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, | |
Matt | BretonNT | 23:7 | karout a reont bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr. | |
Matt | BretonNT | 23:8 | Met c'hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c'hwi holl a zo breudeur. | |
Matt | BretonNT | 23:9 | Na c'halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù. | |
Matt | BretonNT | 23:13 | Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet. | |
Matt | BretonNT | 23:14 | Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma dismantrit tiez an intañvezed hag e rit evit ar gweled pedennoù hir. Abalamour da-se e viot barnet garvoc'h. | |
Matt | BretonNT | 23:15 | Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhañ ur mab eus ar gehenn div wech gwashoc'h egedoc'h. | |
Matt | BretonNT | 23:16 | Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, kement-se n'eo netra, met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz. | |
Matt | BretonNT | 23:17 | Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour pe an templ a santela an aour-se? | |
Matt | BretonNT | 23:18 | Mar tou unan bennak dre an aoter, kement-se n'eo netra, met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz. | |
Matt | BretonNT | 23:19 | Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof pe an aoter a santela ar prof? | |
Matt | BretonNT | 23:22 | Hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ. | |
Matt | BretonNT | 23:23 | Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all. | |
Matt | BretonNT | 23:25 | Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder. | |
Matt | BretonNT | 23:26 | Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet. | |
Matt | BretonNT | 23:27 | Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh. | |
Matt | BretonNT | 23:28 | Evel-se c'hwi ivez, en diavaez en em ziskouezit reizh d'an dud, met en diabarzh oc'h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder. | |
Matt | BretonNT | 23:29 | Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded ha ma vravait bezioù an dud reizh, | |
Matt | BretonNT | 23:30 | en ur lavarout: Mar vijemp bet en amzer hon tadoù, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded. | |
Matt | BretonNT | 23:31 | Testiñ a rit evel-se a-enep deoc'h hoc'h-unan penaos oc'h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded. | |
Matt | BretonNT | 23:34 | Dre-se, setu, e kasan deoc'h profeded, tud fur ha skribed. Lazhañ a reot darn hag o stago ouzh ar groaz, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù hag heskinañ a reot anezho eus an eil kêr d'eben, | |
Matt | BretonNT | 23:35 | evit ma kouezho warnoc'h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel ar reizh betek gwad Zakaria mab Barakia, hoc'h eus lazhet etre an templ hag an aoter. | |
Matt | BretonNT | 23:37 | Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h! | |