MATTHEW
Chapter 24
Matt | BretonNT | 24:1 | Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, e ziskibien a dostaas outañ evit diskouez dezhañ savadurioù bras an templ. | |
Matt | BretonNT | 24:2 | Met Jezuz a lavaras dezho: Ha ne welit ket an holl draoù-se? Me en lavar deoc'h e gwirionez, ne chomo ket anezho amañ maen war vaen na vo diskaret. | |
Matt | BretonNT | 24:3 | Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed? | |
Matt | BretonNT | 24:5 | Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist. Hag e tromplint kalz a dud. | |
Matt | BretonNT | 24:6 | Klevout a reot komz eus brezelioù ha brud eus brezelioù, lakait evezh na vefec'h spontet rak ret eo e teufe an holl draoù-se. Met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin. | |
Matt | BretonNT | 24:7 | Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo e meur a lec'h naonegezhioù, bosennoù ha krenoù-douar. | |
Matt | BretonNT | 24:9 | Neuze e roint ac'hanoc'h evit bezañ poaniet hag e lazhint ac'hanoc'h, hag e viot kasaet gant an holl vroadoù abalamour da'm anv. | |
Matt | BretonNT | 24:14 | An Aviel-mañ eus ar rouantelezh a vo prezeget er bed a-bezh evit reiñ testeni d'an holl vroadoù. Neuze e teuio ar fin. | |
Matt | BretonNT | 24:15 | Pa welot eta an euzhusted eus ar glac'har, m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec'h santel, ra gompreno an neb a lenn, | |
Matt | BretonNT | 24:21 | rak bez' e vo neuze ur glac'har ken bras evel n'eus ket bet adalek penn-kentañ ar bed betek vremañ, ha ne vo biken. | |
Matt | BretonNT | 24:22 | Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d'ar re zibabet, an deizioù-se a vo berraet. | |
Matt | BretonNT | 24:23 | Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe: Aze, na gredit ket. | |
Matt | BretonNT | 24:24 | Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan. | |
Matt | BretonNT | 24:26 | Mar lavarer eta deoc'h: Setu, emañ el lec'h distro, n'it ket; Setu, emañ er c'hambroù, na gredit ket. | |
Matt | BretonNT | 24:27 | Rak, evel ma teu al luc'hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c'huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den. | |
Matt | BretonNT | 24:29 | Raktal goude glac'har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet. | |
Matt | BretonNT | 24:30 | Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras. | |
Matt | BretonNT | 24:31 | Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn pellañ eus an neñv betek ar penn all. | |
Matt | BretonNT | 24:32 | Deskit dre ur barabolenn tennet eus ar wezenn-fiez. Pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, c'hwi a oar ez eo tost an hañv. | |
Matt | BretonNT | 24:33 | Evel-se ivez pa welot kement-se holl, gouezit emañ tost Mab an den, e-tal an nor. | |
Matt | BretonNT | 24:34 | Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo peurc'hraet an holl draoù-se. | |
Matt | BretonNT | 24:36 | Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, zoken aeled an neñv, met va Zad hepken. | |
Matt | BretonNT | 24:37 | Ar pezh a c'hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c'hoarvezo ivez da zonedigezh Mab an den. | |
Matt | BretonNT | 24:38 | Rak en deizioù a-raok al liñvadenn-veur, an dud a zebre hag a eve, en em zimeze hag a roe da zimeziñ, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h, | |
Matt | BretonNT | 24:39 | hag ne ouezjont netra betek ma teuas al liñvadenn-veur d'o c'has holl ganti. Evel-se e vo ivez da zonedigezh Mab an den. | |
Matt | BretonNT | 24:43 | Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tlefe ar laer dont, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di. | |
Matt | BretonNT | 24:44 | Dre-se c'hwi ivez, en em zalc'hit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket. | |
Matt | BretonNT | 24:45 | Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat? | |
Matt | BretonNT | 24:46 | Eürus ar mevel-se pa zeuio en-dro e aotrou, mar d-eo kavet gantañ oc'h ober evel-se. | |
Matt | BretonNT | 24:48 | Met mar d-eo drouk ar mevel-se ha ma lavar en e galon: Va aotrou a zale da zont en-dro, | |
Matt | BretonNT | 24:49 | ha ma teu da skeiñ gant e genseurted, ha da zebriñ ha da evañ gant ar vezvierien, | |