MATTHEW
Chapter 20
Matt | BretonNT | 20:1 | Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c'hoprañ labourerien evit e winieg. | |
Matt | BretonNT | 20:2 | Ober a reas marc'had gant al labourerien eus un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) dre zevezh hag o c'hasas d'e winieg. | |
Matt | BretonNT | 20:3 | Mont a reas er-maez war-dro an deirvet eur hag e welas re all a oa war ar blasenn hep ober netra. | |
Matt | BretonNT | 20:4 | Lavarout a reas dezho: It ivez da'm gwinieg hag e roin deoc'h ar pezh a vo reizh. Hag ez ejont. | |
Matt | BretonNT | 20:5 | Mont a reas adarre er-maez war-dro ar c'hwec'hvet ha war-dro an navet eur, hag e reas an hevelep tra. | |
Matt | BretonNT | 20:6 | O vezañ aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour hag e lavaras dezho: Perak en em zalc'hit amañ a-hed an deiz hep ober netra? | |
Matt | BretonNT | 20:7 | Respont a rejont dezhañ: Dre n'en deus den ebet gopret ac'hanomp. It ivez da'm gwinieg, emezañ, hag e resevot ar pezh a vo reizh. | |
Matt | BretonNT | 20:8 | Pa voe deuet an abardaez, mestr ar winieg a lavaras d'e verour: Galv al labourerien ha ro dezho o gopr, en ur vont eus ar re ziwezhañ d'ar re gentañ. | |
Matt | BretonNT | 20:10 | Pa zeuas ar re gentañ, e soñje dezho o dije ouzhpenn, met ar re-mañ a resevas ivez pep a ziner. | |
Matt | BretonNT | 20:12 | o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n'o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec'h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder. | |
Matt | BretonNT | 20:13 | Eñ a respontas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit. Ne'c'h eus ket graet marc'had ganin evit un diner? | |
Matt | BretonNT | 20:14 | Kemer eta ar pezh a zo dit ha kae kuit. Me a fell din reiñ d'an hini diwezhañ-mañ kement ha dit. | |
Matt | BretonNT | 20:15 | Ha ne c'hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma'z on mat? | |
Matt | BretonNT | 20:16 | Evel-se ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet. | |
Matt | BretonNT | 20:17 | E-pad ma pigne Jezuz da Jeruzalem, e kemeras a-du an daouzek diskibl hag e lavaras dezho en hent: | |
Matt | BretonNT | 20:18 | Setu, e pignomp da Jeruzalem ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed. E gondaonint d'ar marv | |
Matt | BretonNT | 20:19 | hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz. | |
Matt | BretonNT | 20:20 | Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas outañ gant he mibien hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ. | |
Matt | BretonNT | 20:21 | Eñ a lavaras dezhi: Petra a fell dit? Hi a lavaras dezhañ: Gourc'hemenn ma vo va daou vab a zo amañ, azezet ez rouantelezh unan a-zehou hag egile a-gleiz dit. | |
Matt | BretonNT | 20:22 | Jezuz a respontas: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. | |
Matt | BretonNT | 20:23 | Lavarout a reas dezho: Gwir eo ec'h evot va hanaf hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti. Met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket me a dle reiñ an dra-se, roet e vo d'ar re ma'z eo bet kempennet evito gant va Zad. | |
Matt | BretonNT | 20:25 | Jezuz o galvas hag a lavaras: Gouzout a rit penaos pennoù ar broadoù a vestroni anezho ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno. | |
Matt | BretonNT | 20:26 | Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer, | |
Matt | BretonNT | 20:28 | Evel-se n'eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz. | |
Matt | BretonNT | 20:30 | Ha setu, daou zen dall, azezet war gostez an hent, a glevas e oa Jezuz o tremen, hag e krijont, o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David! | |
Matt | BretonNT | 20:31 | Ar bobl a c'hourdrouze anezho evit o lakaat da devel. Met int a grie kreñvoc'h: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David! | |
Matt | BretonNT | 20:32 | Jezuz, o chom a sav, o galvas hag a lavaras: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h? | |