MATTHEW
Chapter 9
Matt | BretonNT | 9:2 | Ha setu, e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Mab, kemer fiziañs, da bec'hedoù a zo pardonet dit. | |
Matt | BretonNT | 9:4 | Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc'h eus soñjoù fall en ho kalonoù? | |
Matt | BretonNT | 9:5 | Rak, petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha kerzh? | |
Matt | BretonNT | 9:6 | Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, e lavaras d'an den seizet: Sav, kemer da wele ha kae da'z ti. | |
Matt | BretonNT | 9:8 | Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet hag a roas gloar da Zoue dre m'en doa roet un hevelep galloud d'an dud. | |
Matt | BretonNT | 9:9 | Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon. Eñ, o vezañ savet, en heulias. | |
Matt | BretonNT | 9:10 | Evel ma oa Jezuz ouzh taol en ti, setu, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien. | |
Matt | BretonNT | 9:11 | Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall? | |
Matt | BretonNT | 9:12 | Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv. | |
Matt | BretonNT | 9:13 | It eta ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien. | |
Matt | BretonNT | 9:14 | Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: A-belec'h e teu ma yunomp alies, ni hag ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket? | |
Matt | BretonNT | 9:15 | Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c'hlac'hariñ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint. | |
Matt | BretonNT | 9:16 | Den ne laka un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, rak diframmañ a rafe an dilhad hag ar rog a vefe brasoc'h. | |
Matt | BretonNT | 9:17 | Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier-lêr nevez, hag an daou en em vir a-unan. | |
Matt | BretonNT | 9:18 | Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu, ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc'h a zo o paouez mervel, met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo. | |
Matt | BretonNT | 9:20 | Ha setu, ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, a dostaas outañ a-ziadreñv hag a stokas ouzh bevenn e zilhad, | |
Matt | BretonNT | 9:21 | rak hi a lavare enni hec'h-unan: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet. | |
Matt | BretonNT | 9:22 | Jezuz, o vezañ distroet hag o sellout outi, a lavaras: Merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet. Hag ar wreg a voe yac'haet adalek an eur-se. | |
Matt | BretonNT | 9:23 | Pa voe erruet Jezuz e ti ar penn ha pa welas ar fleüterien hag un toullad dud oc'h ober trouz, | |
Matt | BretonNT | 9:24 | e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac'h yaouank n'eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a reas goap outañ. | |
Matt | BretonNT | 9:25 | Goude ma voe bet kaset an dud-se er-maez, e kemeras dorn ar plac'h yaouank hag hi a savas. | |
Matt | BretonNT | 9:27 | Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David! | |
Matt | BretonNT | 9:28 | Pa voe deuet en ti, an dud dall a zeuas d'e gavout. Jezuz a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo. | |
Matt | BretonNT | 9:29 | Neuze e stokas ouzh o daoulagad, en ur lavarout: Ra vo graet deoc'h hervez ho feiz. | |
Matt | BretonNT | 9:30 | Hag o daoulagad a voe digoret. Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se. | |
Matt | BretonNT | 9:32 | Evel ma'z aent kuit, setu, e voe degaset dezhañ un den mut dalc'het gant un diaoul. | |
Matt | BretonNT | 9:33 | Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas. Hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kemend-all en Israel. | |
Matt | BretonNT | 9:35 | Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh hag o yac'haat pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl. | |
Matt | BretonNT | 9:36 | O welout an holl dud-se, en doe truez outo abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep mesaer. | |
Matt | BretonNT | 9:37 | Neuze e lavaras d'e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. | |