MATTHEW
Chapter 14
Matt | BretonNT | 14:2 | a lavaras d'e servijerien: Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloù drezañ. | |
Matt | BretonNT | 14:3 | Rak Herodez en doa kaset da gemer Yann hag en doa e ereet ha lakaet er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, | |
Matt | BretonNT | 14:5 | C'hoant en doa d'e lakaat da vervel, met aon en doa rak ar bobl, dre ma oa kemeret ganto evit ur profed. | |
Matt | BretonNT | 14:6 | Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc'h Herodiaz a zañsas dirazo, hag a blijas da Herodez, | |
Matt | BretonNT | 14:7 | en hevelep doare ma roas e c'her dezhi gant le penaos e roje dezhi ar pezh a c'houlennje. | |
Matt | BretonNT | 14:9 | Ar roue a voe glac'haret, met, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, e c'hourc'hemennas e reiñ dezhi, | |
Matt | BretonNT | 14:11 | E benn a voe degaset war ur plad ha roet d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm. | |
Matt | BretonNT | 14:12 | Diskibien Yann a zeuas, a gemeras e gorf hag a sebeilhjont anezhañ. Hag ez ejont d'henn lavarout da Jezuz. | |
Matt | BretonNT | 14:13 | Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec'h distro. Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias war droad eus ar c'hêrioù. | |
Matt | BretonNT | 14:14 | Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud, en doe truez outo hag a yac'haas o c'hlañvourien. | |
Matt | BretonNT | 14:15 | An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro ha diwezhat eo, kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù da brenañ boued. | |
Matt | BretonNT | 14:16 | Jezuz a lavaras dezho: N'o deus ket ezhomm da vont kuit, roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. | |
Matt | BretonNT | 14:19 | Hag e c'hourc'hemennas d'ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d'e ziskibien, hag an diskibien d'ar bobl. | |
Matt | BretonNT | 14:20 | Debriñ a rejont holl hag o doa a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an tammoù a oa manet. | |
Matt | BretonNT | 14:22 | Kerkent goude, Jezuz a lakaas e ziskibien da vont er vag ha d'e ziaraogiñ en tu all, e-pad ma kasje ar bobl en o hent. | |
Matt | BretonNT | 14:23 | P'en doe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ a-du. An abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan. | |
Matt | BretonNT | 14:24 | Ar vag a oa dija e-kreiz ar mor, gwallgaset gant ar gwagennoù, rak an avel a oa en o enep. | |
Matt | BretonNT | 14:25 | D'ar bedervet beilhadenn eus an noz, Jezuz a zeuas d'o c'havout o kerzhout war ar mor. | |
Matt | BretonNT | 14:26 | Pa welas an diskibien anezhañ o kerzhout war ar mor, o doa spont hag e lavarjont: Un teuz eo! Hag e krijont gant ar spont. | |
Matt | BretonNT | 14:28 | Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, mar d-eo te, gourc'hemenn ac'hanon da vont da'z kavout war an doureier. | |
Matt | BretonNT | 14:29 | Hag eñ a lavaras: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier evit mont da gavout Jezuz. | |
Matt | BretonNT | 14:30 | Met, pa welas e oa kreñv an avel, en doa aon hag, evel ma kroge da sankañ en dour, e krias o lavarout: Aotrou, va savete! | |
Matt | BretonNT | 14:31 | Raktal Jezuz, oc'h astenn e zorn, a grogas ennañ hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac'h eus diskredet? | |
Matt | BretonNT | 14:33 | Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue. | |
Matt | BretonNT | 14:35 | Tud al lec'h-mañ, o vezañ anavezet anezhañ, a gasas kannaded en holl vro tro-war-dro, hag e voe degaset dezhañ an holl dud klañv. | |