MATTHEW
Chapter 18
Matt | BretonNT | 18:1 | D'an eur-se an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras: Piv eta eo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù? | |
Matt | BretonNT | 18:3 | hag a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelezh an neñvoù. | |
Matt | BretonNT | 18:4 | Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù. | |
Matt | BretonNT | 18:6 | Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc'h e vefe dezhañ e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen milin hag e vefe taolet e donder ar mor. | |
Matt | BretonNT | 18:7 | Gwalleur d'ar bed abalamour d'an abegoù da gouezhañ! Rak ret eo e teufe abegoù da gouezhañ, met gwalleur d'an den e teu drezañ an abeg da gouezhañ. | |
Matt | BretonNT | 18:8 | Ma laka ac'hanout da zorn pe da droad da gouezhañ, troc'h anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez moñs pe gamm, eget kaout daou zorn pe daou droad ha bezañ taolet en tan peurbadus. | |
Matt | BretonNT | 18:9 | Ha ma laka ac'hanout da lagad da gouezhañ, diframm anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez born, eget kaout da zaoulagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn. | |
Matt | BretonNT | 18:10 | Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc'h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc'hmat dremm va Zad a zo en neñvoù. | |
Matt | BretonNT | 18:12 | Petra a soñj deoc'h? Mar en deus un den kant dañvad hag e teufe unan anezho da vezañ dianket, ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all war ar menezioù evit mont da glask an hini a zo dianket? | |
Matt | BretonNT | 18:13 | Ha mar c'hoarvez dezhañ e gavout, me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' en deus muioc'h a levenez diwar-benn hemañ eget diwar-benn an naontek ha pevar-ugent n'int ket bet dianket. | |
Matt | BretonNT | 18:14 | Evel-se n'eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ. | |
Matt | BretonNT | 18:15 | Mar en deus pec'het da vreur a-enep dit, kae ha tamall anezhañ etre te hag eñ e-unan. Mar selaou ac'hanout, ez po gounezet da vreur. | |
Matt | BretonNT | 18:16 | Met ma ne selaou ket ac'hanout, kemer ganit un den pe zaou, evit ma vo an holl dra reizhet war gomz daou pe dri dest. | |
Matt | BretonNT | 18:17 | Ma ne selaou ket anezho, lavar d'an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan. | |
Matt | BretonNT | 18:18 | Me a lavar deoc'h e gwirionez, ar pezh a ereot war an douar a vo ereet en neñv, hag ar pezh a ziereot war an douar a vo diereet en neñv. | |
Matt | BretonNT | 18:19 | Me a lavar c'hoazh deoc'h penaos mar en em laka daou ac'hanoc'h a-unvan war an douar evit goulenn un dra bennak, e vo roet dezho gant va Zad a zo en neñvoù. | |
Matt | BretonNT | 18:21 | Neuze Pêr a dostaas outañ hag a lavaras: Aotrou, pet gwech e pardonin da'm breur pa bec'ho a-enep din? Bez' e vo betek seizh gwech? | |
Matt | BretonNT | 18:22 | Jezuz a lavaras dezhañ: Ne lavaran ket dit betek seizh gwech, met betek dek ha tri-ugent gwech seizh gwech. | |
Matt | BretonNT | 18:23 | Dre-se rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue a fellas dezhañ ober rentañ kont d'e servijerien. | |
Matt | BretonNT | 18:24 | P'en em lakaas da gontañ, e voe degaset dezhañ unan a dlee dek mil talant (1 talant = 6000 drakm, d.l.e. war-dro 30 kg a arc'hant). | |
Matt | BretonNT | 18:25 | Dre ma n'en doa ket peadra da baeañ, e vestr a roas urzh d'e werzhañ, eñ, e wreg, e vugale ha kement en doa, evit paeañ e zle. | |
Matt | BretonNT | 18:26 | Ar servijer, oc'h en em strinkañ d'e dreid, a bedas anezhañ o lavarout: Aotrou, ro amzer din hag e paein dit va holl zle. | |
Matt | BretonNT | 18:27 | O kaout truez outañ, mestr ar servijer-se en lezas da vont hag a bardonas dezhañ e zle. | |
Matt | BretonNT | 18:28 | Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g). O kregiñ ennañ, e waskas e c'houzoug en ur lavarout: Pae ar pezh a dleez din. | |
Matt | BretonNT | 18:29 | E genvreur, oc'h en em deurel d'e dreid, a bedas anezhañ en ur lavarout: Ro amzer din hag e paein dit holl. | |
Matt | BretonNT | 18:30 | Met hemañ ne fellas ket dezhañ hag a yeas d'e deurel er prizon, betek m'en doa paeet ar pezh a dlee. | |
Matt | BretonNT | 18:31 | E genvreudeur, o vezañ gwelet ar pezh en doa graet, a voe glac'haret bras hag a yeas da gontañ d'e aotrou kement a oa c'hoarvezet. | |
Matt | BretonNT | 18:32 | Neuze ar mestr a reas gervel anezhañ hag a lavaras dezhañ: Servijer drouk, pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet. | |
Matt | BretonNT | 18:33 | Ha ne dlees ket kaout truez ivez ouzh da genvreur evel ma em boa bet truez ouzhit? | |
Matt | BretonNT | 18:34 | Hag e vestr, o kaout droug ennañ, en roas d'ar vourevien, betek m'en doa paeet kement a dlee. | |