MATTHEW
Chapter 10
Matt | BretonNT | 10:1 | Neuze e c'halvas e zaouzek diskibl, hag e roas dezho ar galloud da gas kuit ar speredoù hudur ha da yac'haat pep kleñved ha pep mac'hagn. | |
Matt | BretonNT | 10:2 | Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur; | |
Matt | BretonNT | 10:3 | Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde; | |
Matt | BretonNT | 10:5 | Jezuz a gasas an daouzek-se hag a roas e c'hourc'hemennoù dezho, o lavarout: N'it ket etrezek ar baganed ha n'it ket e kêrioù ar Samaritaned, | |
Matt | BretonNT | 10:8 | Yac'hait ar re glañv, glanait ar re lovr, adsavit ar re varv da vev, kasit kuit an diaouled. Resevet hoc'h eus evit netra, roit evit netra. | |
Matt | BretonNT | 10:10 | na sac'h evit ar veaj, na daou wiskamant, na botoù, na bazh, rak al labourer a zo dleet dezhañ e voued. | |
Matt | BretonNT | 10:11 | E peseurt kêr bennak pe bourc'h bennak ma'c'h antreot, goulennit piv a zo dellezek, ha chomit eno betek ma'z eot kuit. | |
Matt | BretonNT | 10:13 | Mar d-eo dellezek an ti a gement-se, ra zeuio ho peoc'h warnañ, met, ma n'eo ket dellezek, ra zistroio ho peoc'h deoc'h. | |
Matt | BretonNT | 10:14 | Ha p'en em gavo tud n'ho tegemerint ket ha ne selaouint ket ho komzoù, pa'z eot kuit eus an ti-se pe eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid. | |
Matt | BretonNT | 10:15 | Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn eget d'ar gêr-se. | |
Matt | BretonNT | 10:16 | Setu, e kasan ac'hanoc'h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed. | |
Matt | BretonNT | 10:17 | Diwallit diouzh an dud, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag e skourjezint ac'hanoc'h en o sinagogennoù. | |
Matt | BretonNT | 10:18 | Kaset e viot dirak gouarnourien ha dirak rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo ha dirak ar baganed. | |
Matt | BretonNT | 10:19 | Met pa viot lakaet etre o daouarn, n'en em lakait ket e poan eus an doare ma komzot nag eus ar pezh a lavarot, rak roet e vo deoc'h en eur-se ar pezh ho po da lavarout. | |
Matt | BretonNT | 10:21 | Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel, ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d'ar marv. | |
Matt | BretonNT | 10:22 | Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin a vo salvet. | |
Matt | BretonNT | 10:23 | Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec'hit d'unan all. Lavarout a ran deoc'h e gwirionez, n'ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel ma vo deuet Mab an den. | |
Matt | BretonNT | 10:25 | A-walc'h eo d'an diskibl bezañ evel e vestr ha d'ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc'h ne c'halvint ket tud e diegezh. | |
Matt | BretonNT | 10:26 | N'ho pet ket aon eta rak int, rak n'eus netra goloet na dle bezañ dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezañ anavezet. | |
Matt | BretonNT | 10:27 | Ar pezh a lavaran deoc'h en deñvalijenn, lavarit eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc'h e pleg ho skouarn, prezegit eñ war an toennoù. | |
Matt | BretonNT | 10:28 | N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha ne c'hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc'h an hini a c'hell lakaat an ene hag ar c'horf er gehenn. | |
Matt | BretonNT | 10:29 | Ha ne werzher ket daou c'holvan evit ur gwenneg? Koulskoude, ne gouezh ket unan anezho war an douar hep bolontez ho Tad. | |
Matt | BretonNT | 10:32 | An hini eta a anzavo ac'hanon dirak an dud, ec'h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù, | |
Matt | BretonNT | 10:33 | met piv bennak a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, e tinac'hin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù. | |
Matt | BretonNT | 10:34 | Na soñjit ket e vefen deuet da zegas ar peoc'h war an douar. N'on ket deuet da zegas ar peoc'h, met ar c'hleze. | |
Matt | BretonNT | 10:35 | Rak deuet on da lakaat an dizunvaniezh etre ar mab hag e dad, etre ar verc'h hag he mamm, etre ar verc'h-kaer hag he mamm-gaer, | |
Matt | BretonNT | 10:37 | An neb a gar e dad pe e vamm muioc'h egedon n'eo ket dellezek ac'hanon, hag an neb a gar e vab pe e verc'h muioc'h egedon n'eo ket dellezek ac'hanon. | |
Matt | BretonNT | 10:39 | An hini a viro e vuhez he c'hollo, hag an hini a gollo he buhez abalamour din he c'havo. | |
Matt | BretonNT | 10:40 | An neb ho tegemer am degemer, hag an neb am degemer a zegemer an hini en deus va c'haset. | |
Matt | BretonNT | 10:41 | An neb a zegemer ur profed en anv a brofed en devo ur gopr a brofed, hag an neb a zegemer un den reizh en anv a zen reizh en devo ur gopr a zen reizh. | |