MATTHEW
Chapter 7
Matt | BretonNT | 7:2 | Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc'h. | |
Matt | BretonNT | 7:3 | Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan? | |
Matt | BretonNT | 7:4 | Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, pa ec'h eus un treust en da hini? | |
Matt | BretonNT | 7:5 | Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur. | |
Matt | BretonNT | 7:6 | Na roit ket an traoù santel d'ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc'h, gant aon n'o mac'hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac'hanoc'h. | |
Matt | BretonNT | 7:7 | Goulennit hag e vo roet deoc'h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc'h. | |
Matt | BretonNT | 7:8 | Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ. | |
Matt | BretonNT | 7:11 | Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d'ar re o goulenn digantañ. | |
Matt | BretonNT | 7:12 | Kement tra a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit eta anezhañ dezho, rak-se eo al lezenn hag ar brofeded. | |
Matt | BretonNT | 7:13 | It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d'ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno. | |
Matt | BretonNT | 7:14 | Met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d'ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a dremen drezo. | |
Matt | BretonNT | 7:15 | Diwallit diouzh ar fals-profeded a zeu d'ho kavout e gwiskamant deñved, met a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien. | |
Matt | BretonNT | 7:16 | O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern pe fiez diwar askol? | |
Matt | BretonNT | 7:17 | Evel-se pep gwezenn vat a zoug frouezh mat, met pep gwezenn fall a zoug frouezh fall. | |
Matt | BretonNT | 7:18 | Ur wezenn vat ne c'hell ket dougen frouezh fall, hag ur wezenn fall ne c'hell ket dougen frouezh mat. | |
Matt | BretonNT | 7:21 | Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù. | |
Matt | BretonNT | 7:22 | Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaouled ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv? | |
Matt | BretonNT | 7:23 | Neuze e lavarin sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet, en em dennit diouzhin, c'hwi hag en em ro d'an direizhder. | |
Matt | BretonNT | 7:24 | Piv bennak eta a glev ar gerioù-mañ a lavaran hag a sent outo, a lakain heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h. | |
Matt | BretonNT | 7:25 | Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha n'eo ket kouezhet abalamour ma oa diazezet war ar roc'h. | |
Matt | BretonNT | 7:26 | Met piv bennak a glev ar gerioù-mañ a lavaran ha na sent ket outo, a vo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh. | |
Matt | BretonNT | 7:27 | Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha kouezhet eo ha bras eo bet e ziskar. | |
Matt | BretonNT | 7:28 | P'en doe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ, ar bobl a voe souezhet gant e gelennadurezh, | |