Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
MATTHEW
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 5
Matt BretonNT 5:1  O welout ar bobl-se, e pignas war ur menez hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ.
Matt BretonNT 5:2  O tigeriñ e c'henoù, e kelenne anezho, en ur lavarout:
Matt BretonNT 5:3  Eürus ar re baour e spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!
Matt BretonNT 5:4  Eürus ar re a zo er glac'har, rak frealzet e vint!
Matt BretonNT 5:5  Eürus ar re a zo hegarat, rak an douar a resevint da hêrezh!
Matt BretonNT 5:6  Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar reizhder, rak o devo o gwalc'h!
Matt BretonNT 5:8  Eürus ar re o deus ur galon glan, rak Doue a welint!
Matt BretonNT 5:9  Eürus ar re a zegas ar peoc'h, rak bugale Doue e vint galvet!
Matt BretonNT 5:10  Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!
Matt BretonNT 5:11  Eürus e viot pa zeuio an dud d'ho tismegañsiñ, d'ho kwallgas ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din,
Matt BretonNT 5:12  en em laouenait ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded a zo bet araozoc'h.
Matt BretonNT 5:13  C'hwi a zo holen an douar, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo sallet? N'eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez ha mac'het gant treid an dud.
Matt BretonNT 5:14  C'hwi a zo sklêrijenn ar bed. Ur gêr savet war ur menez ne c'hell ket bezañ kuzhet,
Matt BretonNT 5:15  ha ne vez ket enaouet ul lamp evit e lakaat dindan ur boezell, met evit he lakaat war ur c'hantolor, hag e ro sklêrijenn d'an holl dud an ti.
Matt BretonNT 5:16  Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d'ho Tad a zo en neñvoù.
Matt BretonNT 5:17  Na soñjit ket e vefen deuet evit diskar al lezenn pe ar brofeded. N'on ket deuet evit diskar, met evit peurober.
Matt BretonNT 5:18  Rak, me a lavar deoc'h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn un iota pe ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc'hraet holl.
Matt BretonNT 5:19  Piv bennak eta a dorro an disterañ eus ar gourc'hemennoù-mañ hag a zesko evel-se d'an dud, a vo galvet ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù. Met piv bennak o miro hag o desko d'ar re all, hennezh a vo galvet bras e rouantelezh an neñvoù.
Matt BretonNT 5:20  Rak, me a lavar deoc'h, ma ne d-a ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n'antreot ket e rouantelezh an neñvoù.
Matt BretonNT 5:21  Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne vuntri ket, piv bennak a vuntro a zellezo bezañ barnet.
Matt BretonNT 5:22  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezañ barnet, an hini a lavaro d'e vreur: Raka! (= den a netra) a zellezo bezañ kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zellezo bezañ kastizet gant tan ar gehenn.
Matt BretonNT 5:23  Mar degasez eta da brof d'an aoter, hag e teu soñj dit eno en deus da vreur un dra bennak en da enep,
Matt BretonNT 5:24  lez eno da brof dirak an aoter ha kae da gentañ d'en em unvaniñ gant da vreur. Ha goude-se, deus ha kinnig da brof.
Matt BretonNT 5:25  En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma'z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe-eñ ac'hanout etre daouarn ar barner, ha na lakafe ac'hanout ar barner etre daouarn ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon.
Matt BretonNT 5:26  Me a lavar dit e gwirionez, ne zeui ket er-maez ac'hano ken na vo paeet ganit an diwezhañ gwenneg.
Matt BretonNT 5:27  Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne ri ket avoultriezh.
Matt BretonNT 5:28  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c'hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.
Matt BretonNT 5:29  Ma laka ac'hanout da lagad dehou da gouezhañ, diframm anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.
Matt BretonNT 5:30  Ha ma laka ac'hanout da zorn dehou da gouezhañ, troc'h anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.
Matt BretonNT 5:31  Lavaret eo bet ivez: Piv bennak a gaso kuit e wreg, ra roio dezhi ur skrid a dorr-dimeziñ.
Matt BretonNT 5:32  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezañ avoultrerez, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.
Matt BretonNT 5:33  Klevet hoc'h eus c'hoazh penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne doui ket e gaou, met derc'hel a ri e-keñver an Aotrou d'al leoù az po graet.
Matt BretonNT 5:34  Met me a lavar deoc'h: Na douit ket a-grenn, na dre an neñv, rak tron Doue eo,
Matt BretonNT 5:35  na dre an douar, rak skabell e dreid eo, na dre Jeruzalem, rak kêr ar Roue bras eo.
Matt BretonNT 5:36  Na dou ket kennebeut dre da benn, rak ne c'hellez ket lakaat ur vlevenn da vezañ gwenn pe du.
Matt BretonNT 5:37  Met ra vo ho komz, ya, ya, nann, nann. Ar pezh a lavarer ouzhpenn a zeu eus an droug.
Matt BretonNT 5:38  Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Lagad evit lagad ha dant evit dant.
Matt BretonNT 5:39  Met me a lavar deoc'h: Na enebit ket ouzh an hini drouk. D'an hini a sko ac'hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.
Matt BretonNT 5:40  Mar fell da unan bennak prosezañ ouzhit ha kemer da doneg, laosk ivez gantañ da vantell.
Matt BretonNT 5:41  Mar fell da unan bennak rediñ ac'hanout da vont gantañ e-pad ur mil (~ 1480 m), kae e-pad daou vil.
Matt BretonNT 5:42  Ro d'an neb a c'houlenn ouzhit, ha na zistro ket diouzh an hini a fell dezhañ amprestañ diganit.
Matt BretonNT 5:43  Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret: Karout a ri da nesañ hag e kasai da enebour.
Matt BretonNT 5:44  Met me a lavar deoc'h: Karit hoc'h enebourien, bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc'h heskin,
Matt BretonNT 5:45  evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d'e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh.
Matt BretonNT 5:46  Rak ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt gopr ho po? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?
Matt BretonNT 5:47  Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra a rit dreist ar re all? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?
Matt BretonNT 5:48  Bezit eta peurvat evel ma'z eo peurvat ho Tad a zo en neñvoù.