MATTHEW
Chapter 25
Matt | BretonNT | 25:1 | Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc'hez a gemeras o lampoù ganto hag a yeas da ziaraogiñ ar pried. | |
Matt | BretonNT | 25:6 | Met war-dro hanternoz e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok! | |
Matt | BretonNT | 25:8 | Ar re ziskiant a lavaras d'ar re fur: Roit deomp eus hoc'h eoul, rak hol lampoù a ya da vougañ. | |
Matt | BretonNT | 25:9 | Met ar re fur a respontas: Gant aon n'hor befe ket a-walc'h evidomp hag evidoc'h, it kentoc'h da gavout ar re a werzh ha prenit evidoc'h. | |
Matt | BretonNT | 25:10 | E-pad ma'z aent da brenañ e teuas ar pried. Ar re a oa prest a zeuas gantañ e sal an eured, hag e voe serret an nor. | |
Matt | BretonNT | 25:11 | Goude-se e teuas ivez ar gwerc'hezed all hag e lavarjont: Aotrou, aotrou, digor deomp. | |
Matt | BretonNT | 25:14 | Heñvel eo ouzh un den a yeas en ur vro bell, a c'halvas e servijerien hag a lakaas e vadoù etre o daouarn. | |
Matt | BretonNT | 25:15 | Reiñ a reas pemp talant (1 talant = 6000 drakm, d.l.e. war-dro 30 kg a arc'hant) da unan, daou da unan all, unan da unan all, da bep hini hervez e c'halloud, hag ez eas en hent raktal. | |
Matt | BretonNT | 25:16 | Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c'hounezas pemp talant all. | |
Matt | BretonNT | 25:18 | Met an hini en doa resevet unan a yeas d'ober un toull en douar hag a guzhas arc'hant e aotrou. | |
Matt | BretonNT | 25:19 | Pell amzer goude, mestr ar servijerien-mañ a zistroas hag a reas o c'hont ganto. | |
Matt | BretonNT | 25:20 | An hini en doa resevet pemp talant a zeuas, a zegasas pemp talant all hag a lavaras: Aotrou, pemp talant ac'h eus roet din, setu, pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn. | |
Matt | BretonNT | 25:21 | E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma'z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou. | |
Matt | BretonNT | 25:22 | An hini en doa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac'h eus roet din, setu, daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn. | |
Matt | BretonNT | 25:23 | E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma'z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou. | |
Matt | BretonNT | 25:24 | An hini n'en doa resevet nemet un talant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, gouzout a ran ez out un den didruez, hag a ved e-lec'h na'c'h eus ket hadet hag a zastum e-lec'h na'c'h eus ket strewet, | |
Matt | BretonNT | 25:25 | hag e teuas aon din hag on aet da guzhat da dalant en douar. Setu, e roan dit ar pezh a zo dit. | |
Matt | BretonNT | 25:26 | Met e aotrou a respontas dezhañ: Servijer fall ha diegus, gouzout a ouies penaos e vedan e-lec'h na'm eus ket hadet hag e tastuman e-lec'h na'm eus ket strewet, | |
Matt | BretonNT | 25:27 | ret e oa dit eta reiñ va arc'hant d'ar vankerien ha, pa vijen deuet en-dro, em bije tennet va arc'hant gant ar c'hampi. | |
Matt | BretonNT | 25:29 | Rak roet e vo d'an neb en deus hag en devo a fonn, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus. | |
Matt | BretonNT | 25:30 | Ha taolit ar servijer didalvoud en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. | |
Matt | BretonNT | 25:31 | Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, gant an holl aeled santel, ec'h azezo war dron e c'hloar. | |
Matt | BretonNT | 25:32 | An holl vroadoù a vo dastumet dirazañ, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an deñved diouzh ar bouc'hed. | |
Matt | BretonNT | 25:34 | Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c'hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc'henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed. | |
Matt | BretonNT | 25:35 | Rak naon am eus bet ha roet hoc'h eus din da zebriñ; sec'hed am eus bet ha roet hoc'h eus din da evañ; diavaeziad on bet ha va degemeret hoc'h eus; | |
Matt | BretonNT | 25:36 | en noazh e oan ha va gwisket hoc'h eus; klañv e oan ha deuet oc'h da'm gwelout; er prizon e oan ha deuet oc'h da'm c'havout. | |
Matt | BretonNT | 25:37 | Neuze ar re reizh a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon hag hon eus roet dit da zebriñ, pe o kaout sec'hed hag hon eus roet dit da evañ? | |
Matt | BretonNT | 25:38 | Pegoulz hon eus da welet diavaeziad hag hon eus da zegemeret, pe en noazh hag hon eus da wisket? | |
Matt | BretonNT | 25:40 | Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din. | |
Matt | BretonNT | 25:41 | Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled. | |
Matt | BretonNT | 25:42 | Rak naon am eus bet ha n'hoc'h eus ket roet din da zebriñ; sec'hed am eus bet ha n'hoc'h eus ket roet din da evañ; | |
Matt | BretonNT | 25:43 | diavaeziad on bet ha n'hoc'h eus ket va degemeret; en noazh e oan ha n'hoc'h eus ket va gwisket; klañv hag er prizon e oan ha n'oc'h ket deuet da'm gwelout. | |
Matt | BretonNT | 25:44 | Neuze int a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon, pe sec'hed, diavaeziad, pe en noazh, pe klañv, pe er prizon, ha n'hon eus ket da sikouret? | |
Matt | BretonNT | 25:45 | Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma n'hoc'h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n'hoc'h eus ket graet an dra-se din. | |