PHILEMON
Chapter 1
Phil | BretonNT | 1:1 | Paol, prizoniad Jezuz-Krist, ha Timote hor breur, da Filemon, hor c'haret-mat hag hor c'henlabourer, | |
Phil | BretonNT | 1:2 | d'hor c'haret-mat Apfia, da Arkipuz hor c'henvrezelour, ha d'an Iliz a zo en da di: | |
Phil | BretonNT | 1:3 | Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist! | |
Phil | BretonNT | 1:5 | o vezañ klevet diwar-benn ar feiz ac'h eus en Aotrou Jezuz ha da garantez evit an holl sent, | |
Phil | BretonNT | 1:6 | evit ma vo efedus oberenn da feiz nerzhus en ur lakaat da c'houzout an holl vat en em ra en ho touez e Jezuz-Krist. | |
Phil | BretonNT | 1:7 | Rak, va breur, da garantez he deus roet deomp ul levenez vras hag ur frealz mat, dre ma ec'h eus laouenaet kalonoù ar sent. | |
Phil | BretonNT | 1:8 | Dre-se, petra bennak ma em eus e Krist ul librentez vras da c'hourc'hemenn dit ar pezh a zo dereat, | |
Phil | BretonNT | 1:9 | koulskoude e pedan kentoc'h ac'hanout en anv ar garantez, o vezañ ar pezh ez on, Paol koshaet, ha bremañ zoken prizoniad Jezuz-Krist, | |
Phil | BretonNT | 1:11 | a zo bet gwechall didalvoud dit, met a zo bremañ talvoudek dit koulz ha din, hag a gasan en-dro dit. | |
Phil | BretonNT | 1:13 | C'hoant em boa d'e zerc'hel ganin, evit ma servije ac'hanon en da lec'h en ereoù ma'z on evit an Aviel. | |
Phil | BretonNT | 1:14 | Met n'eo ket bet fellet din ober netra hep da ali, evit na vefe ket da vadober evel un dra ret, met a volontez vat. | |
Phil | BretonNT | 1:15 | Rak marteze n'eo bet pellaet diouzhit nemet evit un nebeud amzer, evit ma kavi anezhañ a-nevez da viken, | |
Phil | BretonNT | 1:16 | n'eo ket mui evel ur sklavour, met dreist ur sklavour, evel ur breur karet-mat, dreist-holl ganin-me ha muioc'h c'hoazh ganit-te, hervez ar c'hig hag hervez an Aotrou. | |
Phil | BretonNT | 1:18 | Mar en deus graet ur gaou bennak ouzhit pe mar dle dit un dra bennak, laka kement-se war va c'hont. | |
Phil | BretonNT | 1:19 | Me Paol a skriv kement-mañ eus va dorn va-unan, me en paeo hep lavarout dit penaos en em dleez da-unan din. | |
Phil | BretonNT | 1:20 | Ya, breur, ra resevin ar blijadur-se diganit en Aotrou, laouena va c'halon en Aotrou. | |
Phil | BretonNT | 1:21 | Skrivañ a ran dit leun a fiziañs e senti ouzhin, oc'h anavezout penaos e ri zoken muioc'h eget na lavaran. | |
Phil | BretonNT | 1:22 | War un dro, kempenn din ul lojeiz, rak esperout a ran e vin rentet deoc'h dre ho pedennoù. | |