ACTS
Chapter 6
Acts | BretonNT | 6:1 | En deizioù-se, evel ma kreske niver an diskibien, e savas ur grozmol eus ar C'hresianegerien a-enep an Hebreed, abalamour ma oa o intañvezed lezet a-gostez er servij pemdeziek. | |
Acts | BretonNT | 6:2 | An daouzek a c'halvas asambles ar vandenn diskibien hag a lavaras: N'eo ket dereat e lezfemp ger Doue evit servij an taolioù. | |
Acts | BretonNT | 6:3 | Dibabit eta, breudeur, seizh den en ho touez a zo roet testeni mat anezho, tud leun eus ar Spered-Santel hag a furnez, evit ma roimp dezho ar garg-se. | |
Acts | BretonNT | 6:5 | An ali-se a blijas d'an holl vodadenn. Hag e tibabjont Stefan, den leun a feiz hag eus ar Spered-Santel, Filip, Prokor, Nikanor, Timon, Parmenaz ha Nikolaz, ur proselit eus Antioch. | |
Acts | BretonNT | 6:6 | Degas a rejont anezho dirak an ebestel, hag ar re-mañ a bedas hag a lakaas o daouarn warno. | |
Acts | BretonNT | 6:7 | Ger Doue en em skuilhe, niver an diskibien a greske kalz e Jeruzalem hag un niver bras eus ar veleien a sente ouzh ar feiz. | |
Acts | BretonNT | 6:8 | Stefan, leun a feiz hag a c'halloud, a rae burzhudoù ha mirakloù bras e-touez ar bobl. | |
Acts | BretonNT | 6:9 | Met hiniennoù eus ar sinagogenn anvet ar Frankizidi, eus re ar Sireniz hag an Aleksandriz, ha tud eus Kilisia hag Azia, a savas evit tabutal gant Stefan. | |
Acts | BretonNT | 6:11 | Neuze e ouestlaoujont tud evit lavarout: E glevet hon eus o tistagañ gwallgomzoù a-enep Moizez hag a-enep Doue. | |
Acts | BretonNT | 6:12 | Atizañ a rejont ar bobl, an henaourien hag ar skribed. Oc'h en em deurel warnañ, e krogjont ennañ hag e tegasjont anezhañ d'ar sanedrin. | |
Acts | BretonNT | 6:13 | Hag e lakajont da zont falstestoù a lavaras: An den-mañ ne baouez ket da lavarout komzoù a vallozh a-enep al lec'h santel-mañ hag a-enep al lezenn, | |
Acts | BretonNT | 6:14 | rak e glevet hon eus o lavarout penaos Jezuz, an Nazaredad-se, a zistrujo al lec'h-mañ hag a gemmo ar boazioù en deus Moizez roet deomp. | |