ACTS
Chapter 2
Acts | BretonNT | 2:2 | A-greiz-holl e teuas eus an neñv un trouz bras evel hini un avel o c'hwezhañ gant nerzh, hag e leunias an ti holl e-lec'h ma oant azezet. | |
Acts | BretonNT | 2:3 | Teodoù evel teodoù tan en em ziskouezas dezho hag en em rannas, hag en em lakajont war bep hini anezho. | |
Acts | BretonNT | 2:4 | Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag en em lakajont da gomz e yezhoù all, hervez ma roe ar Spered dezho da gomz. | |
Acts | BretonNT | 2:5 | Bez' e oa e Jeruzalem Yuzevien, tud a zouje Doue, eus an holl vroadoù a zo dindan an neñv. | |
Acts | BretonNT | 2:6 | Pa voe klevet an trouz-se, ul lod bras a dud en em zastumas, hag e voent saouzanet dre ma kleve pep hini anezho o komz en e yezh e-unan. | |
Acts | BretonNT | 2:7 | Bez' e oant holl souezhet hag en estlamm, o lavarout an eil d'egile: Setu, an dud-se a zo o komz, ha n'int ket holl eus Galilea? | |
Acts | BretonNT | 2:8 | Penaos e klevomp anezho o komz e yezh ar vro ma'z eo bet ganet pep hini ac'hanomp? | |
Acts | BretonNT | 2:9 | Parted, Meded, Elamiz, ar re o chom e Mezopotamia, e Judea, e Kapadokia, er Pont, en Azia, | |
Acts | BretonNT | 2:10 | e Frigia, e Pamfilia, en Ejipt, e douaroù Libia tost ouzh Siren, hag ar re a zo deuet eus Roma, Yuzevien ha prozelited, | |
Acts | BretonNT | 2:11 | Kretiz hag Arabed, penaos e klevomp anezho o komz en hor yezhoù diwar-benn burzhudoù Doue? | |
Acts | BretonNT | 2:12 | An holl a oa souezhet ha ne ouient petra da soñjal, o lavarout an eil d'egile: Petra eo kement-se? | |
Acts | BretonNT | 2:14 | Met Pêr en em ziskouezas gant an unnek, a savas e vouezh hag a lavaras dezho: Tud Yuzevien ha c'hwi holl a chom e Jeruzalem, gouezit kement-mañ ha selaouit gant evezh va gerioù. | |
Acts | BretonNT | 2:15 | Rak ar re-mañ n'int ket mezv, evel ma kredit, pa n'eo nemet an trede eur eus an deiz. | |
Acts | BretonNT | 2:17 | Erruout a raio en deizioù diwezhañ, eme Doue, e skuilhin eus va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc'hed a brofedo, ho tud yaouank o devo gweledigezhioù hag ho tud kozh o devo huñvreoù. | |
Acts | BretonNT | 2:18 | A dra-sur, en deizioù-se e skuilhin eus va Spered war va servijerien ha war va servijerezed, hag e profedint. | |
Acts | BretonNT | 2:19 | Burzhudoù a ziskouezin d'an nec'h en neñv, ha mirakloù d'an traoñ war an douar, gwad, tan hag un aezhenn a voged. | |
Acts | BretonNT | 2:20 | An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha glorius an Aotrou. | |
Acts | BretonNT | 2:22 | Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c'halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac'hanoc'h, evel ma ouzoc'h hoc'h-unan, | |
Acts | BretonNT | 2:23 | an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc'h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc'h eus d'ar marv. | |
Acts | BretonNT | 2:24 | Doue en deus e adsavet a varv, o vezañ torret ereoù ar marv, dre ma ne oa ket posupl e vije dalc'het gantañ. | |
Acts | BretonNT | 2:25 | Rak David a lavar diwar e benn: Gwelout a raen bepred an Aotrou dirazon, rak en tu dehou din emañ evit na vin ket brañsellet, | |
Acts | BretonNT | 2:26 | dre-se va c'halon a zo en em laouenaet ha va zeod en deus tridet gant levenez; ha va c'hig ivez a ziskuizho en esperañs, | |
Acts | BretonNT | 2:27 | rak ne lezi ket va ene e lec'h ar marv ha n'aotrei ket e welfe da Sant ar vreinadurezh. | |
Acts | BretonNT | 2:28 | Roet ec'h eus din da anavezout hentoù ar vuhez, va leuniañ a ri a levenez dirak da zremm. | |
Acts | BretonNT | 2:29 | Tud breudeur, aotreet eo din lavarout deoc'h gant hardizhegezh diwar-benn an uheldad David, penaos eo marv hag eo bet sebeliet. Emañ e vez c'hoazh hiziv en hon touez. | |
Acts | BretonNT | 2:30 | Met, o vezañ profed hag o c'houzout en doa Doue prometet dezhañ gant le e lakaje Krist da c'henel eus e lignez hervez ar c'hig evit e lakaat da azezañ war e dron, | |
Acts | BretonNT | 2:31 | o welout kement-se a-raok, e lavaras diwar-benn adsavidigezh Krist da vev, penaos e ene ne vije ket lezet e lec'h ar marv hag e c'hig ne welje ket ar vreinadurezh. | |
Acts | BretonNT | 2:33 | Savet eta a-zehou da Zoue, resevet en deus digant an Tad promesa ar Spered-Santel ha skuilhet en deus ar pezh a welit hag a glevit bremañ. | |
Acts | BretonNT | 2:34 | Rak David n'eo ket pignet en neñv, met e lavar e-unan: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, | |
Acts | BretonNT | 2:36 | Ra ouezo holl di Israel eta a-dra-sur penaos en deus Doue graet Aotrou ha Krist ar Jezuz-se hoc'h eus staget ouzh ar groaz. | |
Acts | BretonNT | 2:37 | O vezañ klevet an traoù-mañ, e voe mantret o c'halon, hag e lavarjont da Bêr ha d'an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp? | |
Acts | BretonNT | 2:38 | Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac'hanoc'h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec'hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel. | |
Acts | BretonNT | 2:39 | Rak ar bromesa a zo evidoc'h, evit ho pugale hag evit ar re holl a zo pell, e-keit ha ma c'halvo an Aotrou hon Doue anezho. | |
Acts | BretonNT | 2:40 | E kalz a c'herioù all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mañ. | |
Acts | BretonNT | 2:41 | Ar re eta a zegemeras e c'her gant levenez a voe badezet. War-dro tri mil ene a voe unanet en deiz-se d'an diskibien. | |
Acts | BretonNT | 2:42 | Kenderc'hel a raent e kelennerezh an ebestel, er genunvaniezh, e torradur ar bara hag er pedennoù. | |
Acts | BretonNT | 2:43 | Ar spont a grogas e pep hini, hag kalz a vurzhudoù hag a virakloù en em c'hrae dre an ebestel. | |
Acts | BretonNT | 2:45 | Gwerzhañ a raent o zraoù hag o madoù, hag e lodennent anezho d'an holl, hervez an ezhomm en doa pep hini. | |
Acts | BretonNT | 2:46 | Bemdez e oant aketus a-unvan en templ. O terriñ ar bara eus an eil ti d'egile, e kemerent o boued gant levenez hag eeunded a galon, | |